Logdu
Anter-kant nozwez ez on bet
En bered Maudes o kousket ;
En bered Maudes o kousket,
O klask tioud minorezed.
Ha n’am euz ket a geun d’am foan,
P’am euz gallet tioud unan……
— Aotro Logdu, ma gortoët,
Me ’z ha d’ar ger, n’ daleïnn ket,
Da wiska ma zemizettenn,
Ha da lakad ma flottantenn. [1] —
— Ho ! salv-ho-kraz na iefet ket,
Ganin-me d’am zi a teufet.
Pa arrufet-c’hui bars ma zi,
’M euz peadra d’ho akoutri :
Me breno d’ac’h zemizettenn,
Hag a wisko d’ac’h flottantenn ;
Hag a wisko d’ac’h flottantenn,
A gousto pemp skoed ar walenn.
Pa oant bet ur pennad ’vel-se,
Arru gant-he kezlou newe ;
Arruas Kerdalouarn d’he di,
Wit rentan ar visit d’ez-hi ;
Wit rentan ar visit d’ez-hi
Ha kalonnad d’hi glac’hari.
— Demad d’ac’h, aotro Presidant,
Ur barner hag un den vaillant ;
Ur barner hag un den vaillant,
Ha resever ar Parlamant.
Pe barnedigez ’rofac’h dun den [2]
A deufe d’ho ti gant armou ;
A deufe d’ho ti gant armou
D’ gerc’had ho tud hag ho madou ? —
— Mar be païsant, hen krouga,
Mar be denjentil ’n distruja ;
Mar be denjentil, ’n distrujan ;
Setu ’r varn a rofenn d’ez-han…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Naïk ’r Waz-arc’hant a lare
D’ann aotro Logdu eno neuze :
— Aotro Logdu, mar am c’hredet,
D’ar ger a Razon n’iefet ket ;
D’ar ger a Razon n’iefet ket,
Un draitouraj bennag ’zo bet,
Ha mar bet tiet en Razon,
Ho penn a baëo ho ranson. —
— Drouk ha mad gant nep a garo,
D’ar ger a Razon me ielo !…… —
Et ez eo Logdu da Razon,
War-gein un inkane mignon ;
War-gein un inkane mignon,
Hag hen houarnet gant leton ;
Houarnet eo gant leton gwenn,
Ur brid arc’hant ’zo en he benn.
Pa oa o vont gant ann hent-braz,
Paotr ar Baron a rankontraz :
— Aotro Logdu, mar am c’hredet,
D’ar ger a Razon n’iefet ket,
Rag sur oc’h da veza tapet,
Ho unan ez oc’h em varnet :
Ha mar bec’h tapet en Razon,
Ho penn a baëo ar ranson. —
— Me ’zo bet kant-gwes en Razon,
N’ gredann ket ’ve paotr ar baron ;
N’ gredann ket ’ ve paotr ar baron
Ma zistrofe d’ vont da Razon. —
’Nu aotro Logdu a lavare,
Er ger a Razon p’arrue :
— N’ gavfenn ket habit ur belek,
Ewit mont d’al lez da glewet ? —
Hen ’tibab un habit voulouz-du,
O vont gant-han d’al lez d’oc’htu ;
O vont gant-han d’al lez d’oc’htu,
Ma ’z eo kommerret al Logdu. —
— Pa ’z oc’h-c’hui da Razon deuet,
Gant-omp-ni c’hui ’zo kommerret ;
Ewit d’ho klask na iajemp ket,
Ho unan ez oc’h em varnet :
Ur plac’h iaouank ho poa laeret,
A bini ’c’h euz gret ho pried ;
A bini ’c’h euz gret ho priet,
Met al lez n’euz ket permetet…… —
’Nn aotro Logdu a lavare
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :
— Me a well arru ma friet,
Gant-hi ’r plat-arc’hant alaouret ;
Gant-hi ’r plat-arc’hant alaouret,
D’ lakad ma fenn, pa vo troc’het :
Brases eo a verc’h pe a vab,
Met bikenn n’ anvezo he dad ! —
Naïk ’r Waz-arc’hant, pa deuz gwelet,
War al lec’h a zo fatiket.
Naïk ’r Waz-arc’hant a zo kasset
D’ar fabourjou, ha dizemplet.
Pa dizemplas, a lavaraz :
— Roët d’in-me ur c’hleze-noaz ;
Roët d’in-me ur c’hleze noaz,
Mar euz waleur, me hen graï c’hoaz.
Mar kavfann ma mamm en Razon,
Me blanto m’ c’hleze ’n hi c’halon !
Kiriek eo d’ varo ma fried,
Braoa denjentil ’ oa er bed ;
Hen meritout me na renn ket,
Nag a vado, nag a c’henet.
Ma vije beo c’hoaz Kermorvan,
Hen ’raje did, Kerdalouarn ;
Hen ’raje did, Kerdalouarn,
Dibri ann dirr hag ann houarn,
Hag ar c’hik diwar da eskern……
Met te ’ zo daonet en ifern ! —
Kanet gant ur goaderes, en Loguivi-Plougras. — 1868.