Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/An daou dort

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ann daou dort.

A. le Goaziou, 1939  (p. 149-151)



An daou dort


————


Eur wech e oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag e oant mignoned o-daou. Kemenerien e oant o-daou, ha bemdez ec’h eent da labourat d’an tiegeziou war ar mêz, pep-hini en e du.

Eun noz, pa oa Nonnig o tistrei eus e devez, diwezat eun tammig, digouezet e lann Penn-ar-Roc’ho, e klevas mouezigou o kana evel-hen :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

— Daoust piou a zo o kana evel-se ? a lavaras ennan e-unan.

Hag e tostaas goustadik.

Sklêr e oa al loar, hag e welas an danserien-noz, hag a zo kornandoned, krog dorn-ouz-dorn, o tansal en kelc’h hag o kana. Unan a gane a-raok :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

Hag ar re all holl a gane war e lerc’h :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.


Ha ne lavarent nemet se. Nonnig en devoa klevet alïes komz eus an danserien-noz, met biskoaz n’en devoa o gwelet, hag en em guzas ’dreg eur roc’hell evit sellet oute, Met gwelet e voe prestik, ha tapet e kreiz ar c’helc’h. Hag i neuze da zansal ha da drei endro d’ezan, ha da gana gwaz evit biskoaz :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

Ha da lavaret da Nonnig :

— Deus da zansal ganimp ivez !

Nonnig n’oa ket eur paotr aounik hag a yeas en dans. Ha setu hen da drei ha da gana gante :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

— Ha goude ? a lavaras ; gwal-verr eo ho son.

— N’eus ken, a lavarjont d’ezan.

— Penaos n’eus ken ? Perak na lâret ket ivez :

Ha diziou ha digwener.

— Ya avat ! a lavarjont holl ; se a zo brao kaer.

Hag i da gana neuze :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.
Ha diziou ha digwener !

Ha da vont en-dro, en-dro !

Pa c’hoantaas Nonnig mont kuit, e lavarjont an eil d’egile :

— Petra a rofomp d’an den-ma, evit beza hiraet ha braoaet hon zon ?

— An dra a garo : arc’hant hag aour kement ha ma karo, pe beza didortet.

— Mar karit va didorta avat, a lavaras Nonnig, ne c’houlennan ken diganec’h.

Ha kerkent e voe lemet e dort d’ezan, hag e tistroas d’ar gêr skanv hag eeun, ha zoken eur paotr koant.

An deiz war-lerc’h, pa welas e vignon Gabig anezan, e voe souezet.

— Petra ? emezan… (hag e selle ouz e gein)… ha da dort ?

— Eat kuit, evel ma welez.

— Penaos eo c’hoarvezet kement-se ?

Hag e kontas d’ezan evel ma oa c’hoarvezet an dra.

— Ah ! me ’c’h aio ivez e-berr da noz da Benn-ar-Roc’ho, da welet an danserien-noz.

Hag e reas evel m’en devoa lavaret. P’arruas barz al lanneg, e oa adarre ar c’hornandoned o tansal hag o kana :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

a gane unan da genta ; hag ar re all war e lerc’h :

Ha diziou, ha digwener !

Hag e troent, hag e lampent.

Gabig a dostaas, hag e lavarjont d’ezan :

— Deus da zansal ganimp ivez !

Ha setu Gabig dorn-ouz-dorn gante, ha da zansal ha da gana evelte :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha diziou ha digwener !

— Ha goude ?… a lavaras.

— Neus ken. Petra, c’houi a oar c’hoaz ?

— Ya da !

— Oh ! lavarit eta, lavarit eta !

Ha disadorn ha disul !

— Oh ! se n’eo ket mat ! se na junt ket ! Hon zonig a oa koant kaer a-raok, ha n’eo ken breman… Petra ’vo grêt d’ezan ?

— Lakaat d’ezan tort egile, eme unan.

— Ya, ya, lakaat tort egile war e hini.

Hag e voe peget tort Nonnig d’ezan war e hini, hag e tistroas d’ar gêr droug ennan ha mezus bras, m’ho ped da gredi.

Hag evel-se, ar peurest eus e vuhez, e renkas dougen daou vec’h, e hini hag hini e gamarad.

Dastumet en Plouaret, e 1859.


————