E-kreiz da yaouankiz falc’het gant ar Maro,
Rôet ganid da vuhe vid ar Vro,
Kousk, kousk, potr Breiz, soudard dispar,
Gra da ziskuiz en es kwele douar ;
Kousk, soudardig Breiz-Izel,
Luskellet gant mouez spontus ar brezel !
Gouelet a vo dourek duze pa ’n em gavo
Gant ar re goz kelou kri da varo.
Kousk, kousk, potr Breiz........
Goude seiz miz hanter a drubuilh hag a boan,
Te zo koueet kalonek ha dizoan....
Koueet fas d’ar Voched, vit diskouez d’ar re-all
Penôz e varv eur Breizad vit Bro-c’hall....
Douar zantel ar Frans a ziwall da viken
Bugelig Breiz lac’het vid e zifenn....
Kroaz enor ar brezel a luc’h war e c’hourre
Gant bleuniou fresk hag eur bodig lore....
Hag an emgann euzus a lac’h bemde tud all,
Avel ar stourm a dremen ’n eur yudal....
Kousk, kousk, potr Breiz, soudard dispar,
Gra da ziskuiz en es kwele douar ;
Kousk, soudardig Breiz-Izel,
Luskellet gant mouez spontus ar brezel !
————
Met eun devez da zont vo klêvet war da ve
Lapoused Frans gant sonigou neve :
Kousk, kousk, potr Breiz, soudard dispar,
Gra da ziskuiz en es kwele douar ;
Kousk, soudardig Breiz-Izel,
Luskellet gant mouez ar Frans divarvel ;
Mouez an Trec’h vo klevet o sevel ’us d’ar Vro,
Brall ar c’hleier o kana tro-war-dro....
Forz soudarded d’ar gêr a zistroio laouen,
Te ’gousko don ’n eur gwele pri-melen....
Biken gouzout na ri, hader dizanveet,
Blaz ar froez aour gant da wad goneet....
Met eur frealz vo d’id, e-kreiz noz an ankoua,
Klevout ar Frans o tridal gant ar joa....
Kousk, kousk.... mouez ar Frans divarvel !
————
Ha, ma teu pell duhont daou zén koz reuzeudik
Da zizec’ha gant ar c’heuz d’o mabig,
Kousk, kousk, potr Breiz, soudard dispar,
Gra da ziskuiz en es kwele douar ;
Kousk, soudardig Breiz-Izel,
Er Baradoz e kavfont o bugel.
|