Sonit, sonit klemmus, kleier braz ar Maro :
Unan a zo aet kuit, na deuio ken en dro.
Sonit d’ar bugelig ken koant ha ken faro
Aet daved an aelez, na deuio ken en dro.
Sonit d’ar plac’h yaouank, galvet gant an Aotro
E-kreiz hanv ar vuhe, na deuio ken en dro.
Sonit d’ar zoudardig marvet evit e Vro,
Kousket en douar yén, na deuio ken en dro.
Sonit d’an tad, d’ar vamm, aet e-kreiz an daero.
Digant o bugale, na deufont ken en dro.
Sonit, kleier kañvus, an disparti garo
Etre an dud a chom hag ar re zo maro.
Spered, ijin, galloud, yaouankiz ha kened,
Kouskit bremañ didrouz, bleuniou koant dibennet.
Kouskit, hunvreou kaer, sonjezonou kollet,
Kouskit, karanteziou da virviken torret.
Kouskit, poan ha trubuilh, ankén ha goueladeg :
Bremañ zo fin, vel kent, d’an daelou da redeg.
Kouskit, paour ha pinvik, brazder hag izelded :
Gant muzul an Ankou setu c’houi kompezet.
Kouskit er gwele don, mesk-ha-mesk astennet ;
Kleier braz ar Maro warnoc’h o deus sonet.
|