Krog an tan en hor c’halonou,
Ha savet uhel ar flamm,
Deuz ar paour betek an aotrou,
Na n’euz gret nemed eul lamm.
War e alar, al labourer,
En e gastell ar markiz,
Ar soudard hag ar barz kaner,
An artizan, ar bourc’hiz,
’Deuz santet souden o toned, gant eur gwir fourrad avel,
Nerz an tan spontuz o redeg, ebarz hentchou Breïz-Izel.
Santet o deuz o paseal, alan dêvuz an tan gwall,
Rag ar bobl a zo war vale, klevit aneï o iudal !
Krog an tan en hor c’halonou,
Roc’hal a ra en hor c’hreïz,
Dishual eo hon armeou,
Oll war zao, vid difenn Breïz !
Dreist ar menez, gant ar blenen,
Klevit an drouz o tonet,
An douar gren, an traïtourien,
A zo breman strafuillet.
Rag re Arvor, ha re Arre zo o tisken an hentchou.
Klevit ’ta ar spont o redeg, gant aon rôk trouz o boutou !
Henvel euz ar mor braz diroll, ar bobl a Vreiz dinasket,
Ielo dinec’h ha gloriuz, gant he chadennou torret !
Krog an tan en hor c’halonou,
Er palez vel el lochen,
Dorn ouz dorn, eman an dudou,
O sevel breman o fenn.
War an tan, c’houezit hep anken,
Hor breudeur zo war ziwall,
Breiz a zo vel eur bern raden,
Lezit an tan da strinkal !
Mouez ar gwad a zo o kana, ar gwaziou zo o virvi.
Silaouet aneï da gelenn, honnez morse na fazi.
Hor bro goz a zo dihunet, tolet he deuz he mantell,
Oll war zao evit he difenn deuz an enebour marvel !
Krog an tan en hor c’halonou,
War zao paotred ha merc’hed !
Koz ha iaouank peoc’h d’hor c’hlemmou,
An naskou a zo dêvet !
An tan flamm na ve ket lazet,
Tolet traou kreiz an tantad,
Pe na vemb morse dieubet,
Krog an tan ! War zao, Breizad !
|