Lavarou koz a Vreiz-Izel/PEVARDED STROLLAD

H. Champion, 1878  (p. 43-54)






PEVARDED STROLLAD.


————


QUATRIÈME SÉRIE.






I.


265

Gwell eo furnez
Evit pinvidigez.

266

Gwell eo brud vad da pep-hini
Eget kaout madou leiz ann ti.

267

Gwell eo chomm hep beza ganet
Evit chomm hep beza disket.

268

Gwell eo diski mabik bihan
Eget dastum madou d’ezhan.

269

Gwelloc’h skiant
Evid arc’hant.

270

N’e ket dioc’h ann arc’hant
A bouezer ar skiant.

271

Ann arc’hant n’euz ket a lost.

272

Madou ’zeu ha madou ’ia,
Evel moged, evel pep tra.

273

Ar rod a zo atao e tu pe du o trei.

274

Eno ema micher ar bed :
Lakad ann traou d’ar red.
Darn o vont,
Darn o tont.

275

Goude ar rastell e teu ar forc’h.

276

War lerc’h eun daspugner
E teu eun dispigner.

277

Ann danvez dastumet gant ar rastell
A ielo buhan gant ann avel.

278

He zoc’h a ielo da venaoued.


II.


279

Doue ouz ar stad na zell ket.

280

Beza paour ne-d-eo ket pec’hed,
Gwell eo koulskoude tec’het.

281

Ann hini hen euz a lip he c’heuz,
Ann hini n’hen euz a zell a dreuz.

282

Gwelloc’h moged evit reo,
Gwelloc’h argand evit bleo.

283

Gwell eo merer pinvidik
Eget denjentil paourik.

284

Eun alc’houez arc’hand a zigor
Gwell’ vit eun alc’houez houarn ann nor,
Gwell’ vit arc’hand eun alc’houez aour.

285

Pa ne euz ket muioc’h red e ober gand ar pez’zo.

286

Gwell eo eur gad paket evit teir o redek.

287

Eur skoet em dorn a dalv d’in-me
Muioc’h eget daou o vale.

288

Mean-ruill, mean-ki,
Na zestumont ket a ginvi.

289

Er iaouankiz espern’ zo red,
A-benn ma teuïo kozni d’ar red.

290

Petra servich kaout eur vioc’h vad,
Mar skuill al leaz gand eun tol troad ?

291

Mar teu d’ar vioc’h dileazan,
Kenavo mignon, ha skan.

292

Kals bugale heb largentez
A laka espern ann danvez.

293

Mar fell d’id dastum madou,
Pa lammi unan laka daou.

294

Tenna heb lakat
Berr e pad.

295

’Nn hini a viraz a gavaz
Antronoz-veure pa zavaz.


III.


296

Ar pinvidik
’Zo gwiridik.

297

Nep hen euz arc’hant hag a ro
A gav mignoned e peb bro.

298

Nep a gemer ha na ro ket
N’hen euz mignon ebet.

299

Eur vad peur-c’hret,
Prest ankounac’het.

300

’Nn hini brest arc’hant, hep goarant,
A goll ha mignon hag arc’hant.

301

Kenderv-gompez pa bresti,
Map da c’hast pa c’houlenni.

302

N’e ket gad marvaillou
E paeer ann dleou.

303

Ann hini a ielo da gred,
Mar na goll, na c’hounezo ket.

304

Koll
A ro skiant da foll.

305

Gwella skiant ’nn hini prenet,
Nemet re ger e ve koustet.

306

Pa vez tro da goll
Eo gwell hanter eget holl.

307

Ann hini ne risk netra
Na koll na gonid ne ra.

308

E-kenver klinka
Eo gwerza.

309

Re ginnig marc’hadourez
A zo eur merk n’e ket e werz.

310

Na werz netra da eur mignonik
Ha na brenn ket digant pinvidik.

311

Prenit ker pell a gerrot,
Gwerzit ker tost a c’hellot.

312

Trompluz a zo kompodi ’nn amanenn
Arok ma deuz ar vioc’h hi ferc’henn.

313

Eun ti kaer ann nep a zavo
A gavo buhan he ialc’h goullo.

314

En ti nevez hag hen krenn,
Siminalou war he zaou-benn.

315

Trouz arc’hant ha c’houez vad
Ne reont na ialc’h na kofad.

316

Red e da derc’hel tinel gaer
Beza pinvidik-bras pe laer.

317

Gwell ez e hep dle bara heiz
Evit en prest bara gwiniz.

318

Gwelloc’h eun ti bihan hag eo bouedok
Evit eun ti bras hag eo avelok.

319

Salud, aotrou, mar-d-oc’h,
Setu eur marc’h mad, mar-d-eo d’e-hoc’h.


IV.


320

Pinvidik ounn kouls ha nikun
Pa ’z-ounn kontant euz va fortun.

321

Ar madou bras, ann enoriou
Euz a zent a ra diaoulou.

322

Seul vu’a ve, seul vu’ ve c’hoant
Da zastum lewe hag arc’hant.

323

Seul vui, seul c’hoaz.

324

Seul vui, seul wellan.

325

Euz a wenn ann tousog hen euz aoun na vankfe douar d’ezhan da zibri.

326

Reï eur bizenn
Evid eur favenn.

327

Atao a gaver eost ann amezek gwelloc’h evid hon-hini.

328

Paourik pa binvidika
Gwaz evid ann diaoul ez ia.

329

Dibaod den na binvidika
Oc’h ober gaou euz he nesa.

330

Eun ti karget a vinored
N’hen euz mignon na kar er bed.

331

Danvez minoret, plouz id-du,
A ia bemdez war ziminu.

332

Madou belek ha plouz id-du
Ne-d-int mad ’met d’ober ludu.

333

Ar pez a zeu gand ar mare lano,
Gand ar mare a dreac’h er-meaz a ielo.

334

Madou deuet pront
Buhan e tizillont.

335

Ar madou a zeu dre ’nn hent fall
A zo diez-meurbed da ziwall.

336

Heritaich eur belek arabad he gass d’ar penn huela deuz ann ti.

337

Ann arc’hant a zeu a-berz ann diaol
A zistro, buhan, da houarna Pol.

338

Ar pez a zeu diwar gousd ann diaoul a ia da houarna he varc’h, ha c’hoaz e chomm eun troad dishouarn d’ezhan.

339

Pol goz o klask eeuna he gar d’he vamm he zorred hen euz en daou damm.

340

Bleud ann diaoul a ia da vrenn.

341

Ker braz laer eo neb a zalc’h ar zac’h evel ann nep a lak’ ebarz.

342

N’euz ket a chans warlerc’h al laer.

343

Al laer brassan
A groug ar bihanan.

344

Al laeron vihan a vez krouget
Hag ar re vras na vezont ket.

345

Hag a vec’h euz a wenn ar c’hi,
Mar hoc’h euz madou, deut en ti ;
Hag a vec’h euz a wenn ar Roue,


V.


346

Abars mervel reï he zanvez
A dosta ’nn den oc’h paourentez.

347

Ann hini koz, pa redo,
D’ann ankane ez aio.

348

Trista daou zra ’zo er bed,
Koll ar gweled hag ar c’herzed.

349

Dalc’h ar c’hef en da zorn, pa ’man,
Hag e teui da domma out-han.

350

Ann hini a zalc’h ann askorn
A ielo ’r c’hi da heul he zorn.

351

Pa gaser ar paour d’ann douar
Kloc’h braz ar barrez ’zo bouzar.

352

Easoc’h d’ar mab goulenn oc’h tad evit d’ann tad goulenn oc’h mab.

353

Nesoc’h eo ilin evit dorn.

354

Reï d’ar paour aluzen aliez
Ne ziverreaz biskoaz ann danvez.

355

Ar roerig,
Ar c’haverig.

356

Pa zeu ar paour da doull ho tor,
Mar na roit d’ezhan, respontit gand enor.

357

En danue e hes dispignet
N’en-d-e mui d’it na ne vou ket ;
En hani alhoueet d’en neah
A eel bout lairet kend arouah ;
Er maru e rei d’ha pugale
Er maru e rei d’ha pugale
Er peh e pou cherret neze :
El lod e rei d’er beurerion
Vou ha s-hani, te ha unon.

358

Bezit mut pa roet ;
Pa roer d’ac’h, komzet.



————