Levr Quenta - Chap. XVIII.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 74-76)


CHABIST XVIII.
Santimanchou a dle carga un ene, pa bossed Jesus dre ar Gommunion.


Mari.

Va mab, pa oc’h eus recevet Jesus oc’h an daul santel ha pa repos en ho calon, imitit ar santimanchou pere am boa pa en douguen em c’hreis.

Ar Servicher.

O Mari ! speret an den ne all compren, teaud an den ne all lavaret, Doue ebqen a anaves pere oue neuze santimanchou ha joa oc’h ene ; feis, humilite, anoudegues vad, carantes, an oll vertuziou en em bartajas ar momenchou eus an nao mis pere a basseas ar verb a Zoue en oc’h entraillou pur ha chast.

Mari.

Va mab, mar comprenit mad pris ar c’hraç a accord Jesus deoc’h, pa en em ro deoc’h en e zacramant ; a be seurt santimancbou eо carguet evidoc’h ; ha c’hui a elfe mancout a zantimanchou evitan ?

Er gommunion, ar c’hrouadur a so bisitet, gant e grouer ; ar paour gant ar roue a c’hloar ; un ene affliget ha melconiet gant an Doue a gonsolation ; an den, pehini nen deo nemet pec’het, gant an hini a zo ar santeles memes..

En em humiliit dirazan, meulit ha publiit e vadelezou infiniment brassoc’h eguet na ellit compren. Detestit mui-oc’h-mui oc’h ingrateriou passeet, implorit e sicourou evit an amser da zont : promettit dezan eur fidelite eternel ; en em reit d’an transport eus ar joa ar burra.

Pedit an Æles hac ar Sænt da renta evidoc’h da Jesus actionou a c’hraç, ma ve possubl, dign eus an donæson gaër a ra deoc’h.

Desirit e ve caret ha glorifiet var an douar evel ma zeo er barados, un Doue qer mad ha qen trugarezus.

Digorit ho calon d’an oll flammou eus e galon garantezus, ha desirit beza consumet dreizo.

Offrit dezan en anoudegues eus e vad oberou, hac evit crènvàt ho sempladures, an oll santimanchou eus an eneou santel pere er receo gant devotion ha carantes er memes sacramant.

Offrit dezan, dreist peb tra, ar santimanchou a bere, dre e c’hraç, e zoan carguet, pa en em unissas guenen en eur feçon qen admirabl, dre e incarnation.

Sonjit er vertuziou eus a bere e ro deoc’h an exempl er sacramant santel memes, particulieramant en e humilite, ha goulennit ar c’hraç d’e imita.

Er sacramant eus an auter, e zivinite qer couls hac e humanite a so cuzet. Ne apparis deoc’h a Jesus nemet ar pes a zesq deoc’h ar feis hac ar religion.

Goulennit ountan caret ar vuez cuzet ha dianavezet ; tec’hit dioc’h an henoriou ; grit oc’h actionou eb an dezir da veza guelet nac estimet.

Er sacramant-se, Jesus a so disprizet gant cals a dud, recevet gant indifferanç ha clouarder gant cals a re-all, pere a so nebeut dezan, cals d’ar bed, tout dezo ho-unan.

Goulennit digantan ar c’hraç da support gant patiantet an injuriou hac ar c’hontradictionou.

Chetu ase, va mab, pe a dra d’en em оccupi er gommunion hac epad an deis ma ho pezo communiet hac a hed ho pues.