Levr Quenta - Chap. XXIV.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 92-95)


CHABIST XXIV.
Eus an anaoudegues vad a dleomp dа zisques da zoue evit e vadoberou.


Doue infinimant mad, pehini oc’h eus accordet din qement a c’hraçou temporel ha spirituel abaoue ma zon var an douar, me a offr deoc’h, evit ho trugarecaat, an oll santimanchou a anaoudegues vad e devoue Mari evit ho madoberou, hed he bues, mæs particulieramant pa antreas e ty Zachari hac Elisabeth.

Elisabeth a roe da Vari ar meuleudiou ar muya meritet. Mæs Mari a falle dezi ec’h ancounac’haje Elisabeth an hini ne devoa recevet madoberou Doue nemet evit sonjal en he madoberour.

Mari e divige deziret clevet an oil draou crouet oc’h o trugarecaat, va Doue, evithi hac assambles ganthi, evit an donæsonou ho poa great dezi.

N’en em estime eurus nemet abalamour an Oll-c’halloudec en devoa priget izellaat e zaoulagad vare servicheres qen dister evit disques peguement eo bras, peguement eo trugarezus.

Alias ! Autrou, pell meurbet dioc’h guelet ennon er santimanchou-se, goude qement a vercou oc’h eus roet din eus ho carantes, ne velit ennon nemet un ingrat.

Me a receo diganeoc’h madou hac a drugareca an dud. Va afferiou o deves issu mad, hac e credan eo qement-se an effet eus va finessa ha va gouiziegues, eleac’h beza anaoudec eus ho madoberou. i

Mæs ispicial, petra e zon-me ac’hanon va-unan, petra a ellan-me dreizon va-unan, pa ves qestion eus ar silvidigues ? A ne sonjan qet d’ho trugarecaat, va Salver, eus ar sicourou a roit din evit caout issu mad en affer vras-se !

M’ar deus ennon un dra bennac agreabl d’ho taoulagad, n’em beus anezan nemet diganeoc’h, hac ebdoc’h ne allan er c’honservi.

Gant liberte, evit guir, en em sicouran gant ho craç ; mæs о consenti da inspirationou ho craç memes, e tlean c’hoas ho trugarecaat, abalamour n’em beus ar volontes da ober ar vad, n’er gran en effet nemet dre ho sicour.

O miser ha sempladures eus va ene ! Ma c’habandon ac’hanon ho craç, petra e teuin da veza hac e pebes faziabl ne vezim me qet treinet dre va inclinationou miserabl ?

Ne velan a zurete evidon nemet en anaoudegues eus va fragilite hac en actionou a c’hraç pere a dlean deoc’h, va Doue, evit ar sicourou spirituel dre bere ho trugares am zouten.

O va Doue ! na bermettit qet e teufe va infidelite d’am renta indign eus ho madoberou, na va ingrateri da ober din ho ancounac’hât.

An inclination ar vrassa eus ho calon, ô Autrou ! a so da ober vad : mæs ives an ingrateri a so eus an oll viçou an hini a arret ar muia an effet eus ho trugarezou.

Meritet em beus cant guech beza privet hivisiqen eus ho craçou : mæs c’hui a so falvezet deoc’h gounit va c’halon dre ho madoberou.

O Doue ! ar vadeles memes, na rezistan mui. Me vezo hivisiqen tout deoc’h. Evel ne vevan nemet dreizoc’h, ne fell din ive beza nemet evidoc’h.

Mæs grit, ô va Doue ! (dre bedennou va mam ar Verc’hes ; e credan er goulen,) grit, ô va Doue ! dre ho craç, evel ma zeo continuel va ezomou hac ho madoberou, ma passein ive va bues oc’h implori ho craçou hac oc’h o trugarecaat anezo.