Levr Quenta - Chap. XXVII.
Victor Guilmer, 1836 (p. 105-108)
Eur mignon[1] fidel a so un tensor brav, а lavar ar scritur. Ar re o deves doujanç Doue en disoloyo hac er c’havo.
An èn a reas deoc’h er c’havout, o Mari ! an tensor precius-se e personnach Elisabeth, hac er roas ive da Elisabeth, o rei ac’hanoc’h dezi evit mignones.
Hac an eil hac eben ec’h offrit deomp an exempl eus ar barfæta mignoniach, eus eur vignoniach santel, pur ha neat dioc’h qement a gustum corrompi mignoniachou an dud.
Un henveledigues eürus a zantimanchou, mæs a zantimanchou christen, oc’h unisse an eil gant eben. Ar c’hraç hac ar vertus a estimac’h e Elisabeth, hac a estime houma ive enoc’hui, о Guerc’hes !
Beza ho poa assambles cals antretienou. Fiziout a reac’h ho secrejou an eil d’eben. Rei a reac’h avizou a servich mad an eil d’eben.
Mæs an oll mercou a garantes a rene entrezoc’h, a yoa atao cunduet d’ar memes fin, da c’hloar an Autrou-Doue.
Elisabeth a dlie ervad santout penaus he c’halon, abaoue ma voa unisset da galon Mari, a gonceve santimanchou c’hoas crenvoc’h a garantes evit Doue.
A c’hui, о Guerc’hes santel ! a avance qement er santeles e ty ho qiniterv, evel pa vigeac’h chomet en ho solitud a Nazareth.
Contant ho tiou en hoc’h union vad, en em zispartijoc’h eb discontinui d’en em garet. Ar vertus pehini a uniss diou galon, ne voar qet beza variant.
Va mab, na esperit qet tanva an douçderiou santel eus ar vignoniach, nemet ho c'hlasq a rafac'h en eur vignoniach vertusus ha christen.
Tromplet e vezer bemdes er choas eus ar vignonet.
Arabat eo rei ho fizianç nemet d'ar re a bere e c'hanavezit ar fidelite ha var religion pere e c'haller compta.
Caout a reot aoualc'h eus ar vignonet-se commun hac ordinal, pere, a zianveas, a royo deoc'h mercou a garantes ; mæs na c'hortozit qen digantho.
Ho mignonet e vezint pa ellint tenna profit eus ho tanves. Mar teuit da veza paour, na vezint mui ho mignonet.
Clasq a raint ho corrija eus ar viçou a bere an dishenor a elfe coueza varnezo o-unan. Evit ar viçou condaonet gant ar religion gristen, mæs favoriset gant ar bed, e vezint ar re guenta ous hoc’h excita dezo.
Gouezit petra eo eur guir vignon. Sicour a ra en ezom, consoli er poaniou, sclerigenna en douetançou.
Cundui a ra ac’hanomp en afferiou, lavaret dre besort hent qerzet, difazia pa vanqer.
Rei a ra courach, dreist peb tra, dre e gomsou ha dre e exemplou, da ober an dever e pep tra.
Mæs ral eo caout un hevelep mignon, abalamour pa choaser eur mignon, eo ral e clasqfet un den a religion vad, un den vertuzus.
Carit ar vad, ar religion ; ho pet doujanç Doue, pehini a rayo deoc’h caout eur mignon dign ac’hanoc’h hac henvel ouzoc’h.
Cals a vignoniachou a seblant da guenta sincer hac ardant, hac a finiss souden, abalamour n’ho devoa unisset nemet viçou.
Grit, qement a ma c’hellot, eus ho mignoniach, eur c’hommerç a exemplou mad, pere a root hac a recevot.
Ho pet evit ho mignonet an oll gomplæsanç a bermetto deoc’h ho coustianç, mæs jamæs en tu-all.
Na exigit netra diganto na ve mad ha jst, ha dreist peb tra, na glasqit jamæs рlijout dezо dre voyenou indign, dre veuleudiou faus.
- ↑ Eccl. 6. 14.