Levr pevare - Chap. XIV.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 358-361)






CHABIST XIV.
Eus an devotion sa Sant Joseph, pried ar Verc’hes santel.


Un testeni a garantes agreabl meurbet d’ar Verc’hes, eo caout evit he phried, Sant-Joseph, an devotion ar vrassa goude an devotion a ves evithi he-unan.

Pebes istim ne dleomp-ni qet da ober eus ar Sant-ma ! eus a un den pehini en deus Doue choaset evit caout sourci eus e vab en em c’hreat den, bac evit beza test ha difennour eus a virginite e vam ?

Beillet en deus da ziouall ar guir dabernacl a Israël, ar Verc’hes. Transportet en dens an arc’h-se eus an allianç neves a zirac furol ar roue Herodes, ebars en Egypt.

Etre e zaouarn eo bet laqeat Jesus, ar pris eus a silvidigues hac eus a redemption an dud.

Pebes gloar evit Sant Joseph beza bet er vues-ma un autorite legitim var rouanes an êe hac an douar, memes var Jesus, roue an oll amseriou, Roue immortel, da behini eo dleet pep gloar !!!

Evit caout un ide eus a verit bras Sant Joseph, ne ve red nemet consideri eo pried da Vari. Vertuziou Mari a ro da anaout vertuziou Joseph.

Doue en deus roet da Vari eur pried dign anezi, chomet guerc’h evelthi. Mæs considerit, dreist peb tra, penaos Jesus, pa voa bian, a reposas alies var galon Joseph.

Pebes impressionou celestiel ne rea qet en e galon ar buguel Doue ! Joseph a veve gant an hini a so sourcen ar graçou, gant ar Verc’hes pehini a so evel ar c’hanal pe ar c’houeren pehini a servich d’o distribui d’an dud. Peguement a binvidiguezou spirituel na recevas-en qet ! Patiantet, douçder, humilite, carantes an nessa, carantes Doue ; an oll vertuziou a vrillas en e ene evel an heaul en un deves cær.

Ene christen pehini a fell deoc’h en em rei d’an exerciçou eus a eur vues devot hac interior, evit obten ar c’hraç-se, ho pes recours gant fizianç da intercession eur Sant pehini en deus ho great en eur feçon qen parfæt.

An ilis e deus savet da Zoue ilisou en henor da Sant Joseph. Etablisset e deus e c’houel. Alia a ra he bugale, dre braticou a zevotion pere e deus autoriset, da gonsideri Sant Joseph evel unan eus ar puissanta alvocadet ho defe dirac Doue.

An hano a Joseph a1 so, en effet, cals invoqet gant an dud fidel ; en unissa a reont purvuia gant an hanoyou sacr a Jesus hac a Vari.

En amser ma voa gant Jesus ha Mari e Nazareth, mar or bige souhætet obten eur c’hraç benac, pe seurt alvocad puissantoc’h eguet Joseph or bigemp-ni impliget en ho c’hever ?

Mæs brema, Sant Joseph en êe, hac-en en deus nebeutoc’h a c’halloud ? Iit[1] eta da gaout Joseph, evit ma c’hintercedo evidoc’h. Pe seurt benac e ve ar c’hraç a zesirit, Doue he accordo da beden Sant Joseph.

Ouspen-se, a be gondition benac e veac’h, a be stad benac, ho stad memes hac ho condition a fournis deoc’h eur sujet hac eur ræson da gaout eur fizianç particulier e Sant Joseph. An dud nobl ha pinvidic a dle consideri, oc’h e bedi, penaus Sant Joseph a so ar mab bian eus ar batriarchet hac ar rouane ; ar beaurien a dle gouzout penaus n’en deus qet dispriget ho stad, hac en deus bevet eveltho er baourentes, en deus labouret epad e vues en e vicher ; an dud dizemes a dle consideri penaus Sant Joseph en deus conservet ar parfæta virginite, ar vrassa purete ; an dud demezet a dle gouzout eo bet ar pennadures eus ar gaëra ha nopla famill a alfe jamæs beza ; ar vugale a dle gouzout eo bet an tad maguer eus a Jesus, en deus conservet ha gouvernet bugaleaich mab Doue ; ar veleyen a dle gouzout en deus bet qen alies ar bonheur da zerc’hel Jesus etre e zivrec’h ; en deus memes offret d’an Tad eternel, ar prividiou eus a c’hoad Jesus, e deis e circoncision ; tud ar gouenchou a dle gouzout en deus santifiet ar solitud a Nazareth, о renonç tout-a-fæt d’ar bed bac о parlant qen alies ous Jesus ha Mari ; erfin, an eneou devot ha fervant a sonjo, o pedi Sant Joseph, penaus jamæs calon, goude calon Mari, n’en deus caret Jesus gant mui a ardeur hac a deneridigues.

Mæs, dreist peb tra, iit da gaout Joseph, bezit recours dezan evit obten ar c’hraç a eur maro mad.

Erves an opinion gommun, Sant Joseph a so maro etre divrec’h Jesus ha Mari, ha chetu eno ar ræson evit pehini an dud fidel ho deus oll eur fizianç vras penaus, dre intercession Sant Joseph, ho devezo eur maro qen eürus ha qer consolant eveltan.

Remercout a rear, en effet, penaus eo particulieramant en heur ar maro e testumer ar froues eus an devotion a ves bet hed ar vues d’ar Sant bras Joseph.

Sant Joseph, Santes Mari, pedit Jesus evidomp. Evel-se bezet great.


JESUS, MARI, JOSEPH,


O douça hanoyou !


FIN.
}}
  1. Gen, 41. 55.