Levr trede - Chap. X.
Victor Guilmer, 1836 (p. 274-277)
An Ebestel ho devoa anaveset Jesus evit mab Doue, mæs e amser e bassion, infidel d’ar govession ho devoa great anezan, e dissimuljont hac e[1] qemerjont an tec’h.
Ne c’hoarvezas qet ar memes tra gant Mari. Heulia a reas Jesus betec ar C’halvar, e pelec’h e c’hanavezas anezan evit he redemptor, leun a fizianç e teuje adarre da veza beo, pa zeo guir en devoa er lavaret.
Goude maro Jesus, e Zisqibien (da viana daou anezo a bere e parlant Sant Lucas,)[2] n’ho devoa mui nemet eur restadic a esperanç da velet oc’h erruout ar pes en devoa lavaret Jesus dezo, arauc e varo er groas.
Mæs Mari, eb an disterra troublien, a guntinuas da gredi ha da esperout ferm penaus Jesus, pehini he devoa guëlet o vervel er gonfusion, a ressuscitche gant henor ha gloar, hac e soumetche ar bed da lezen e aviel.
Ar feis-se a Vari, soutenet e creis an tentationou-se, abalamour ma chome ferm en e c’hreden, fontet var ar viriones a Zoue, ar feis-se a Vari a so ar reglen eus ho feis-c’hui, ene christen.
Cals a dud impi, eb religion, a so dre ar bed-ma. Ma na roont qet deoc’h a occasion d’en em ziscleria a voues heul evit ho feis, an diaoul, adversour ar silvidigues, a glasco, da viana, he laqaat da blega var ar c’hostes fall, oc’h inspira deoc’h douetançou var ar guirioneziou revelet gant Doue.
Ferm ha cree[3] er feis, resistit gant couraich ountan, eb examina e finissaou fall, hac[4] e tec’ho pell diouzoc’h.
Diamsavit dioc’h-tu, e presanç an Doue a viriones, pep douetanç pehini a duyo en ho speret. Dre an diamsao-se, prompt, loyal, sincer, ar feis a gresqo ennoc’h hac a grevayo.
Mæs, er c’hontroliesou brassa, dreist peb tra, e clasco an drouc-speret lacât tenvaligen en ho speret ; neuse eo e clasco ho lacaat da zoueti eus a jusiic, eus a vadeles, eus a buissanç, eus a furnes an Doue oc’h afflich.
Digassit neuse en ho memor ar pes a lavar Doue deoc’h, en e levriou santel, eus a necessite ar souffrançou, eus ar c’hloar pehini ho c’heulio, eus a zessinou Doue, pa zigaç afflictionou d’an dud, memes d’e fidella servicherien.
Doue ne chench qet. Ar pes en deus lavaret a chom atao guir. E goms ne chanch qet muioc’h eguetan e-unan.
E pe stad benac a dentation, a boan hac a c’huervder, a sec’hor hac a zesolation, e pehini e c’helfac’h coueza, en em broposit evit reglen au esperanç e devoa bepret Mari.
Pell dioc’h plega hac en em. zisconcerti, ra en em zouteno hoc’h ene dre ar vertus-se a esperanç fontet var ar fidelite a Zoue en e bromessou.
Esperit,[5] ô ene fidel ! esperit a eneр memes an esperanç evel a reas Abraham gueichall, assuret mad[6] penaus qement en deus Doue promettet, ec’h ell en ober.
Doue a so ho crouer, hac en deus discleriet deoc’h penaus ne abandonje qet al labour eus e zaouarn, hac en divige atao e lagat varnoc’h.
Doue a so ar mæstr souveren eus a bep tra. Netra n’en deus impossubl dezan, na memes difficil.
An Autrou-Doue[7] a so souten e servicherien ; na ellont qet doueti a guement-se, nemet e raint reflexion var ar promessaou eus e allianç gant an dud.
Pegner fachus ha peguer glac’harus benac e c’halfe beza ho stad, hoc’h esperanç hac hi a ell beza guëlloc’h fontet eguet var eur brovidanç, eur vadeles, eur c’halloud infinit ?
Pet gueich ne assur qet deoc’h an Autrou-Doue, dre c’hinou e Brophetet hac e Ebestel, penaus e cleo, e souten, e tifen, e consol, e saveta an nep a esper ennan ?.
Implorit eta e sicour gant fizianç ha bezit assur penaus e visericord ho tenno eus ar stad trist e pehini emaoc’h, ho souteno hac ho tifenno betec ar fin, evit e c’hloar hac ho silvidigues.
Doue a bermet en em gafet avechou en extremiteou ar re derrupla, evit rei guëlloc’h da anaout ar pes a ell un esperanç ferm ennan, hac evit desquës ar garantes a dad pehini en deus evidomp.
Eur vertus amprouet mad a c’hounez cals guelloc’h calon Doue eguet un devotion dener.