Levr trede - Chap. XIV.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 286-289)






CHABIST XIV.
Pep-unan, erves e stad, a dle caout un desir ardant evit gloar doue ha silvidigues an eneou.


Ar Servicher.

Plijadur am beus, ô Guerc’hes sacr ! ous ho consideri e creis an nombr bian-se a gristenien fervant, pere, goude ma voa pignet Jesus en êe ha ma voa disqennet ar Speret-Santel, en em forme hac a save, dre zermoniou hac instructionou an Ebestel.

Beza ho devoa ennoc’hui ar vam an denerra hac an acqetussa evit ho mad spirituel.

Piou a ell lavaret peguement e zoac’h util da gommançamant an ilis en em zestume e Jerusalem ?

Ha pa en em zispartias an Ebestel evit monet da c’honit ar bed antier da Jesus, ho pedennou o accompagnuneqeas partout, hac о sicoure da souten o c’houraich en o labourou hac o fatig, da drec’hi an oll oppositionou hac an oll dangerou.

Evit antreteni e toues an dud fidel gant pere e vevac’h, ar feis hac ar religion, ho c’hatantion en em appliqe particulieramant da c’hounit о fizianç.

Mæs, ha c’hui a alle nоn pas he obten digant qemennt-hini a veve en ho compagnunes pe en ho qichen !

Ne voant qet evit admira aoualc’h ar garantes he devoa evitho, mam Doue, an diguemer æs ha libr pehioi a reac’h dezo, an attantion ho poa evitho.

Mar doac’h respetet gant an oll, abalamour d’ho qalite vras a vam Doue, d’ho vertuziou ha d’ar sclêrigennou divin scuillet en hoc’h ene, ho madeles hac ho touçder a c’houneze calonou an oll.

Eur sell ebqen, a daulac’h var eur personaich affliget, a dlie beza suffisant evit douçaat e boanniou.

Ho comsou, evel flammou tan sortiet a fournes ar garantes divin, ha nersus dre c’halloud Doue, a denerrea ar re galeta, a rente fervant ar re glouarra, a gourache ar re aoniqa, a gresqe ferveur ar re fervanta.

Da bet den clan, herves an apparanç, e procurjoc’h yec’het ar c’horf gant yec’het an ene ?

Mar ho poue, en hoc’h ardeur evit Doue, da hirvoudi var ar persecutionou a anduras ar gristenien e Jerusalem, ho poue d’en em gonsoli, dre avanç, eus ar c’honversionou a a rea an Ebestel etoues an nationou, eus ar profitou bras a denne Doue eus a bredicationou Sant Yan, dirac ho taoulagad, er guêr a Ephes, e pehini e zoac’h obliget d’en em denna gantan epad eur bloaveziou benac.

Evit compren mad ar joa ho poa eus a guement-se, n’en deus nemet ober reflexion var an interest particulier a guemerac’h eus a guement a selle oc’h an avancement a rouanteles Doue.

Rouans an Ebestel, obtenit din-me un elfen eus ar flammen sacr-se pere ho tevore evit gloar Jesus, hac obtenit din ar c’hraç da gaout ar chanç vad da lacât er glorifia hac er c’haret.

Mari.

O va mab ! peguement ne blich qet din an desir-se eus ho calon ! An desir da brocuri gloar Doue a ra eul loden necesser eus ar galite a gristen. A qen bras obligation eo, evit un ene christen, evel ma zeo ar garantes memes a behini eo un effet necesser.

Cals tud a sonch dezo n’en deus nemet ar veleyen a guement a dlefe clasq savetei an eneou. Qement-se a sell oc’h pep den.

N’en deus stad ebet e pehini ne alfet ha ne dlefet rei exemplou mad, avisou mad hac a bropos ; consoli ar re alfliget ha pedi evit ar re-all.. ’

Chanchamant a vues eur pec’her a so alies effet an hirvoudou eus a un ene fervant benac dianavezet gant ar bed, mæs pehini a bede hac a huanade varzu Doue, evit goulen digantan conversion ar bec’herrien. E certen momenchou a ferveur e carfac’h beza e creis an idolatret hac ar bayanet evit labourat nos deis d’ho c’honversion. Desirou santel, mæs eb effet.

Clasq a rit a bell ar pes a gavit tost deoc’h.

Peaurien ha tud clan da soulagi, tud ignrant da instrui, bugale da sevel erves ar religion, domestiqet da zerc’hel en dever, eur barres, un amesegues da rei exempl vad dezo dre œuvrou mad ; chetu eno ar parq e pehini an tad a famill, Doue, a fell dezan e labourfac’h evit e c’hloar.

Ha gallout a rer beza indifferant evit silvidigues an nessa, pa songer en deus Jesus roet evitan e voad hac e vues ?

Meur a gristen a vezo punisset abalamour ma ho devezo negliget ar vad pehini e zoant capabl da ober.

Punisset e vezint evit pec’hejou ho nessa pere a allent hac a vige dleet dezo ampech.

Mar carit Doue, va mab, ha guelloc’h e tisquessoc’h dezan jamæs ho carantes eguet na reot о lacât ar re-all d’er c’haret ha d’er binnigua ?

Doue en deus qen nebeut a servicherien mad ! Roit dezan ar blijadur, non pas ebqen da veza glorifiet ennoc’h, mæs c’hoas da velet e profitit eus an oll moyennou eus ho stad, evit lacât ar re-all d’er glorifia ha d’en henori.