Air du Pandore de Nadaud
Daou archer var bep a varc’h dibred
A gerze gant ar venojen ;
Unan a zoug manchou arc’hantet
Eun all eur gouris ler melen.
Sada ma lavar ar Brigadier :
« Savet an amzer, eun tammik.
— Brigadier, a respout Lez-Ober :
Brigadier, c’houi gomz magnifik.
« E m’ iaouankis, me a m’euz sounj mad
» (Ne zistro mui ar pes zo bet !)
» E m’ boa eur vestrezik deread,
» Leun a zellid, leun a c’hened ;
» Kaloun an den var a lavarer
» A gar chench klud aliezik.
— Brigadier, a respont Lez-Ober,
Brigadier, c’houi gomz magnifik.
» Eur vicher eo eus an diesa,
» Diwall ervad tra pephini ;
» Pellad divar dro mad an nesa
» Fallagriez ha laerounsi.
» Ha goulskoude, va gregig dener
» A gousk e m’ zi e unanik.
— Brigadier, a respont Lez-Ober.
Brigadier, c’houi gomz magnifik.
An heol kosteziet, var an dachen
A ioa tostik-tost da guzet.
Ar Brigadier, divar e dorchen,
A dol eur zel var bolz ar bed :
« Guel, emezhan, du-hont, pa zeller
» An oab, alaouret ker braoik !
— Brigadier, a respont Lez-Ober,
Brigadier, c’houi gomz magnifik.
« Ar brud mad a zo eur gurunen,
» Blansonet gant mirt ha lore.
» Me ’ reaz al lez me ’ zougas sabren,
» Pried oun, brigadier ive,
» Hag evel Jason me a gemer
» An dro da sevel buelloc’hik.
— Brigadier, a respont Lez-Ober,
Brigadier, c’houi gomz magnifik.
Neuze ’ choumont ho daou da zonjal,
Ne glever, hed ar venojen,
Nemet ar c’hezeg o trotal…
Ar Brigadier ne gomze ken.
Mez pa c’houlaou an deis e klever
Klemmaden eun huanadik.
— Brigadier, ’zaosmeg Lez-Ober,
Brigadier, c’houi gomz magnifik.