D’AR GANNADED REPUBLIKAN
————


Evel ar Iuzevien, nac’het hoc’h euz ho Toue,
Gand aour hoc’h euz ivez savet skeudenn eul leue,
Hag ar bobl, evel-d-hoc’h, pe douellet, pe deuet dall,
Ne zelaou mui brema nemed he dechou fall.

Kriet hoc’h euz kement, war bep ton, e pep leac’h,
N’eo nemet geier-holl ar pez a grede deac’h,
Ma ’z eo deuet, enn eunn taol, eur bleiz e leac’h eunn oan,
Ha goulenn ra, d’he dro, kerment aour, evit-han.

Ne fell ket d’ezhan mui klevet ho prezegenn,
Spourounet e chomit pa losk he iouc’hadenn,
Hag e welit hirio, pa ’z eo re zivezad,
Hoc’h deuet da gemeret ar bleiz evid eur c’had.

Eul labour vad, michans, en deuz great ho skouer fall !
Rag warc’hoaz marteze : dispac’h, goad ha tan gwall,
Ar Frans enn eunn ifern, noz-deiz ar c’hillotin
Hag hon enebourien, a bep tu, war eur c’hein.

C’houi garfe marteze dont brema war ho kiz ?
Marianna n’he deuz mui nemed eur goz-hiviz,
Kazi roufennet eo, kement he deuz lammet,
Ruillet ha korvatet, gand he lakipoted.

Siouaz ! kaer ho pezo rei d’ezhi dillad gwenn
Hag eunn hiviz nevez, n’eo nemed eul lorgenn,
Ken fleriuz, ha ken louz ! ma ve gwelloc’h d’ezhi
Mervel gand he c’hovad, er c’houer, e-kreiz ar pri.


Gwelloc’h ve vid hor bro, rag eur vez eo gwelet
Frans Sant Loiz, Duguesclin, hirio ken sklabezet,
Hanter vouget oc’hpenn gant krabanou Iudas,
Ann trubard en deuz great tacha Doue war ar groaz !


————

LAEROUN AR FRANS
————

N’hoc’h euz enn ho kinou, bandenn Franmasouned,
Nemet komzou flemmuz eneb ar Vretouned ;
Ma karfet ho kredi, Bro-C’hall a ve, pell-zo,
Dismantret gan-e-omp ha dem-zost he maro.

M’ho deuz ar Vretouned, gant paotred ar Vende,
Enebet keit amzer, gant nerz, ouz hoc’h arme,
Eo vit dalc’her ho gwir : rag, o tifenn ho Roue,
E tifennent Bro-C’hall, Breiz-Izel hag ho Doue.

C’houi n’hoc’h euz gwir ebet evit ren er vro-ma ;
Ar Frans zo d’hon Rouaned ha d’hon dugez Anna ;
Rag pa roaz Breiz-Izel he dourn leal da Vro-C’hall,
N’oa ket c’hoaz enn hor bro ganet hoc’h ouenn, tud fall.

Ho Republik n’ez eo nemed eul laerounsi ;
Hag ho tispac’h, c’houezet ebken dre gasoni,
A zo deuet euz Berlin, euz Francfort, euz Londrez,
Kement eneb d’hor Feiz evel d’hon Rouantelez.

Treac’h hoc’h bet, gwaz a ze ! gwaz a ze vid ar Frans !
Abaoue : fallagriez, dispac’h ha dismegans,
Frouez brein ar Iuzevien hag ar Franmasouned,
A glask ampoezouni bro iac’huz hon Rouaned.

Med ho lorgnez ne c’hall dont enn hon izili,
Enn hor gwazied, bikenn, ho pinim da virvi,
Nan, biskoaz goad Iuzeo, biskoaz goad Franmasoun,
Ne d-ei beteg kaloun ar Gall hag ar Bretoun.


————

AL LEON
————

Al leon a zo kousket, he skilfou prennet-holl ;
Ann anevaled louz a c’hall, enn ho diroll,
Sklabeza kement tra, lakat ar freuz er vro,
Hag ar bouc’hed a gred, da-vad, al leon maro.

Bez ez oa c’hoaz tud vad e-kenver ar re baour ;
Ne zellent ket diou gweach ouz ar boan, ouz ann aour,
Kement-se ioa re gaer ; kerkent, a grabanad,
Al laeroun da zachell mouniz ann emzivad.

Bez ez oa soudarded a nerz hag a galoun ;
Saozoun ha Prussianed a grene, gand ann aoun,
Re galounek ez oant ; buan ar Framasouned
Da lakat ho c’hraban war hor jeneraled.

Bez ez oa barnerien troat-holl gand al lealded ;
Biskoaz war hent ann droug n’ho doa great eur gammed,
Kement-se ioa re vad ; ar forbaned dostu
Da lakat, enn ho leac’h, lampouned diouz ho zu.

O welet kement-se, tud hag a gar ho bro,
Zo bet eat, mad a reant, eunn tamm kounnar enn-ho ;
Evid ober d’ezho tevel ar wirionez,
Buan ez int prizouniet, vid mouga prim ho mouez.

Med amzer ann dud fall, ma ’z eo kriz, a zo berr ;
Ar Frans holl a zo skuiz, koust a raio d’ho ler !
Rag al leon dihunet — Frans nerzuz hon Rouaned —
A rai distrei d’ho zoull an holl haillevoded.


————

RE C’HLAZ BREIZ-IZEL
————
War ton : Cadet Roussel



Sonj hon euz c’hoaz euz ar re c’hlaz
A ioa gant Hoche, d’ann dispac’h vraz ;
Diwallomp, ar ouenn anezho,
Evel ieot fall, zo chomet beo.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Ma n’eo ket evit skuill ar goad
Enn Arvor e taolont ho zroad,
Em’int o klask, dre bep ardou,
Lakat ar freuz enn hor meziou.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Ar pez a c’halvont gwisiegez
Evid-omp zo trubarderez,
Ma karont kement ho gwezenn,
Ni gar gwelloc’h ann oferenn.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Hag, evit-ho, ma n’ez euz ket
Baradoz nag ifern ebet,
Ar Vretouned a gred e Doue
Ha ne nac’hont ket ann Ene.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !


Ar geriou natur ha skiantchou
Ho deuz ato leun ho ginou ;
Ma’z eo mad gouzout skriva, lenn,
Da genta ni gar ar bedenn.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Euz ar stered klask ann niver
Ne dal ket eur pennad pater ;
Perag kemeret lunedou
Evit sellet ouz ann Envou ?
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Euz ar re c’hlaz kement mastin
A ra d’ann holl Vreiziz c’hoarzin ;
Bretouned int, war ho meno,
Heb gouzout ar iez euz hor bro !
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Setu perag enn hor meziou,
kanomp d’ezho, leun ar c’hinou :
Kea da zutal, tamm haillevod,
Pe diwall ouz troad al loa iod.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !


————

HISTOR AR BLOAZ 1899
————


Setu, gand ar bloaz-ma, kant vloaz all tremenet,
D’hen gwelet o vervel, avad, ne lenvinn ket,
Rag kement en deuz great a droiou divalo,
M’em befe c’hoant, kentoc’h, dansal pa vo maro.

Rag bloaz ebet n’en deuz, war hor bro gaer a Frans,
Chouezet muioc’h a zraill, a vez, a zismegans ;
Hor bugale vihan a vo sebezet braz
Pa lennint ann histor euz eunn hevelep bloaz.

Lenn a rint enn histor : eur ministr kornandoun,
Ministr republikan, gand aoun ouz ar Zaozoun,
En deuz, evel eur c’had, kemeret buan ann teac’h,
Enn despet d’eur zoudard kalounek d’ezho treac’h.

Eunn offisier iuzeo, gwerzet hor bro gant-han,
A zo bet barnet mad, diou weach e leac’h unan,
Med Panama kenta, mignoun al lampouned,
Buan hen lez da redet, evel he genseurted.

Epad ann amzer-ze, Fransisien a galoun,
Evid eunn torfed faoz, zo stlapet er prizoun ;
E leac’h tud leal, ez euz roet d’ezho barnerien
Pere da Varianna n’int nemet mevelien.

Epad ma vez miret ouz Doue da vont er meaz
Hag ouz ar vugale kuzet, er skol, ar groaz,
Ann dispac’herien ruz a freuz ann ilizou
Hag a c’hall, e pep leac’h, ober prezegennou.


Ar Frans holl great nerzuz gand ouenn iac’h hon Rouaned,
A zo sturiet, o mez ! gant pep seurt forbaned ;
Pevarzek kant vloaz gloar zo mouchetet brema,
Ha tron Frans sklabezet gant pri louz Panama.

Setu petra lennint hor bugaligou geiz :
Histor ar bloaz heuzuz, histor ann dud direiz.
Ra deuint, pa vint goazed, da zevel drant ho fenn,
Ha ra garzint ar Frans euz kement a vouillenn.


————

D’AM MIPIEN
————


Skuiz gand eul labour donn, evit chom ato paour,
Pa bourmen al laeroun, ken lorc’hek gand ann aour,
Glac’haret o sonjal e teu da veza treac’h
Ar re fall d’ar re vad, e pep stad, e pep leac’h,
Ha kounnaret, dreist holl, o welet Fransisien
O tont d’en em stleja dirag ar Iuzevien,
Va dourn, enn eunn taol kount, a gren gand ar gounnar.
Ha va fluenn kerkent zo diskaret d’ann douar.
Koll a rann, eur mare, nerz-kaloun, spered lemm,
Evel eur bugelik e venn klevet o klemm :
« Perag taoler pelloc’h a bep seurt malloziou
War gement a vouillenn, war gement falloniou ?
A-walac’h a labour, hag a-walac’h a boan !
Me fell d’in a vrema tec’het diouz ann emgann. »
Er gampr dosta kerkent e klevann eur vouez gae,
Ken dudiuz ha mouez al labousik er c’hae ;
Va bugel iaouanka, ken koantik hag eunn El,
A ioa, seder ha sioul, kousket enn he gavel ;
Hogen, a-boan m’en deuz klevet ar breur hena
Mouez ar c’hrouadurik, dihunet mad brema,
Heb chom da varc’hata, da gaout he vreur bihan
E lamm, enn eur gammed, evit poket d’ezhan.
Bugaligou dinam, c’houi ne c’houzoc’h ket c’hoaz
Perag ez eo rannet kement kaloun eur goaz,
Dont a reoc’h da greski, c’houi c’houzanvo, d’ho tro,
Evel-d-oun marteze, meur a boaniou garo.
Hag e venn digaloun da derri va fluenn,

Heb ho lakat da gaout kas ouz ar Iuzevien ?
Evel kement a dud e iafenn da guzet,
Heb herzel, ha gand aoun da veza chadennet ?
O ! nan, nan, evid-oc’h ez euz meur a varzaz
Grisiennet em empenn, hag em dourn eur penn-baz ;
Ha ma teuann da vervel, mac’hagnet enn argad,
Lennit kement barzaz en deuz skrivet ho tad,
Ho spered vo lemmoc’h, nerzusoc’h ho kaloun,
Hag ez eoc’h, evel-d-oun, enn araok, hag heb aoun.


————

PETRA EO AR VRO ?
————


Al leac’h m’omp deuet er bed, ann ti soul, ar c’hastel,
Ann hent el leac’h m’hon euz c’hoariet p’ed-omp bugel
Ar c’hoat hag ar foennok, ar menez, ann draonienn,
Ann tour a zao ken huel a-zindan ar goabrenn,
An daol euz ann ti-skol ha kador ann Iliz,
Hor iez, hor giziou, kement re zo kenvroiz,
Ar goad c’houek a ro buez ha nerz d’hor c’halounou,
Goad ann hevelep tud, ha feiz koz hon tadou.
Abalamour da ze ni gar kement hor bro !
Kement ! ma iafemp holl evit-hi d’ar maro.
Abalamour da ze ni fell hor be kaloun
Da vale d’ann emgann, pa vo red, hag heb aoun.
Dalc’her penn d’ar Zaozoun evel d’ar Brussianed,
N’eo nemed eur c’hoariel, evid-omp, tud kaled ;
Med ar re-ma n’int ket ann enebour brasa ;
Eunn enebour gwasoc’h a dleomp da ganna,
Eunn enebour fallakr, krisoc’h eged eur bleiz,
Enn hor bro diskennet, hag a vev enn hor c’hreiz,
Eunn trubard hag a sko dre guz hag adre-kein :
Ar Framasoun-Iuzeo, ann den a galoun vrein !
Dalc’homp hiviziken digor hon daoulagad,
Savomp ann dourn d’hon tro : bazad evit bazad !
Na lezomp ket da skuill e-touez hor bugale
Ar skridou milliget, ken louz ha m’int dizoue ;
Skridou Satan a dle beza taolet enn tan,
Rag ar fall er galoun a c’hall grisienna buan.
Hogen ezomm hon euz, muioc’h eget biskoaz,

Da zalc’her start d’hor feiz, rag heb ar feiz, siouaz !
N’ez euz ket a lealded na karantez ar vro,
Kag eur bobl heb kredenn a zo tost d’he varo.
Hon enebour her goar ; setu perag e klask
Mouga feiz hon tud koz, vit berraat hon nask.
N’en em lezomp pelloc’h da veza ken touellet
Gand ho frezegennou trubard ha milliget ;
Goad ann tad a red c’hoaz e gwazied ar bugel,
Gant ma chomo iac’huz, n’eo ket tost da vervel ;
He feiz ivez zo krenv, ha gouzout rai, d’he dro,
Evel gwech’all he dad, difennn nerzuz he vro.


————

D’AR BARZ
————

Epad ma’z oud iaouank, o barz, lez das spered
Ato lemm, ato leal, e pep leac’h da redet ;
Sko war ann dud e karg, pa skrivont lezennou
Da zachel war da vro kement seurt gwall reuziou ;
Med ma teuez enn eunn taol, troidellet gand ann aour,
Da werza da goustians, kentoc’h eget chom paour,
Ma teuez ivez trubard, kentoc’h eged herzel,
Adrenv eur seurt torfed ! gwelloc’h ve d’id mervel.

Sko war ann teodou louz, war ann dud a skouer foll
A glask ampoezouni kalounou didamall,
N’ho lez ket da brezek, na da ziskouez ho flemm
Heb taoler, ma ve red, kren da zourn war ho dremm ;
Med ma teuez da lakat eunn deiz da c’hwisiegez
E skridou divergount hag e levrou divez,
Enn da galoun ma teu techou fall da c’henel,
Adrenv eur seurt torfed ! gwelloc’h ve d’id mervel.

Difenn feiz da dud koz oc’h ar Franmasouned ;
Vit Jezuz hag he groaz kea d’ann emgann bepred,
Hag evit dont a-benn euz ar skridou difeiz,
Kan nerzusoc’h da Zoue, skriv eb ehan noz-deiz ;
Med euz das feiz ma teuez eunn dervez da ruzia,
Heb kaout aoun da lakat da vamm baour da lenva.
Ma nac’hez ar bedenn desket enn da gavel,
Adrenv eur seurt torfed ! gwelloc’h ve d’id mervel.


————

ANN TAD KRISTEN D’HE VAP
————


Pa’z ez d’ar skol, va bugel ker,
N’eo ket a-walc’h deski da gentel,
Goulenn ivez, enn da bater,
Beza dinam ato vel eunn El ;
Rag evit beza den eunn deiz,
Ha chom dispount dirag ar maro,
Da genta dalc’h start mad das feiz,
Muioc’h a ze te garo da vro.

Diouz ar re baour ha mac’hagnet
Na zistro bikenn da zaoulagad,
Difenn kentoc’h, m’eo disprizet,
Gant kaloun, ar paour keaz emzivad ;
Ar bugel ha n’en deuz ket truez
Ouz ann nep a skuill daelou c’houero,
Abred pe zivezad a vez
Disprizet ha kastizet d’he dro.

Arabad d’id ruzia bikenn
Euz ar pez a lavar da goustians,
Gra fae war goaperez ann den,
Enn da gredenn ebken bez fisians ;
Bez ez euz mignouned hirio
Hag a c’hallfe beza treiz warc’hoaz,
Pa vezi dilezet gant-ho,
Pa goustians a vo da vignoun c’hoaz.

Na zelaou ket prezegennou
Al lakipoted fall a vrema,
Krial a reont, leiz ho ginou,
N’ez eo karantez ar vro netra !
Gra skouarn vouzar ha lenn histor
Duguesclin, Janned d’Arc ha sant Loiz
Da galoun a jomo digor
D’ar garantez evit da genvroiz.


————

MARIANNA, LIP DA BAO !
————


Ar gwiniz a zo druz hag huel enn dachenaou,
Gouel ar Zakramant zo, med ar vugaligou
Ne c’hallint ket, er meaz, meuli Krouer ar bed,
Prizouniet eo brema dre ioul hor gannaded ;
Ar baniel ruz avad enn ear zo displeget,
War he lerc’h e weler, o iouc’hal souniou louz
Lampouned ann dispac’h a lezer da redet
Ha da lakat ar freaz er vro gwech’all didrouz.
Na kement-se zo brao !
Marianna, lip da bao !

Evel ann Ebestel, ar Relijiuzed
War ar Relijion a brezege bepred,
Enn hon Iliz-parrez, pa veze Jubile,
Miret ez euz out-ho brema prezek morse ;
Med ann dispac’herien, e pep leac’h, a c’hallo,
Skoazellet ha paeet gand ar Franmasouned
Krial eneb ar Feiz ha karantez ar Vro,
Eneb ann dud didrouz bag ar Gatoliked.
Na kement-se zo brao !
Marianna, lip da bao !

Nag a blac’hed iaouank, eun despet d’ho gened,
Ho deuz, a galoun vad, kimiadet diouz ar bed !
Ia, troet ho deuz ho c’hein d’ar blijadur, d’ann aour,
Evit beza mammou d’ann emzivad, d’ar paour ;
Ar re goz, ar re glanv, ar vugaligou geiz,

Euz ho divreac’h, m’oar vad, a vezo diframmet,
Rag houn-nez eo lezenn al laer hag ann difeiz,
Taolet vezint er meaz hag ho c’houentchou prennet.
Na kement-se zo brao !
Marianna, lip da bao !


————

ABOSTOLED ANN DROUK
————


Tud lorc’hek ha tud heb kredenn
A lavar n’ez euz ket a Zoue,
E pep leac’h ann Natur, ebken,
Eme c’houi, war bep tra zo Roue ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.

Ar Relijion zo krouet,
Eme c’houi, gant ar Veleien
Pere gar dalc’her kabestet,
Vel loened, ar c’hinaoueien ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo.
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.

Ar Baradoz ivez a zo
Eur zorc’henn great evid ar paour,
Evit war ann douar ma poanio,
Heb biskoaz kaout he lodenn aour ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.


Ann Ifern a zo c’hoaz ivez
Eur spountaill, mad d’ar vugale,
Med ann den n’en deuz ket evez
Da daoler oc’h ar spountaill-ze ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.

Rag heb Aviel hor Zalver
Ne vo nemet freuz e pep Leac’h,
Enn ho lavariou ma kreder,
Ann drouk d’ar mad a vezo treac’h,
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.


————

D’AR MINISTR ANDRE
————

Kear Vrest he deuz savet, enn deiz all eur skeudenn
Evid hor zoudarded maro war ann dachenn
Hag hor vartoloded beziet ebarz er mor.
D’ar re zo bet er boan eo dleet ann henor.
Med daoust hag eur skeudenn da-viken a bado
Evit digas da zonj perag ez int maro ?
Nan, Bretouned nerzuz, netra barz er bed-ma
Ne bad oc’h ann amzer, rag pep tra rank uza.
Marvet int vid ho bro, med gwir vugale Breiz,
Oc’hpenn ann nerz-kaloun ho deuz ivez ar feiz.
Perag int ken dispount war dachenn ann emgann ?
Perag, evel leoned, ez eont e-kreiz ann tan ?
Perag ? Abalamour ma kredont enn eunn Doue,
Hag e c’houzont ho deuz vid ann Env eunn ene.
Ha perag enn deiz all, e-c’harz troad ar skeudenn,
Ar ministr n’en deuz ket komzet euz hor gredenn ?
Daoust hag e kav d’ezhan e ve bugale Breiz
Nerzuz, ma ve lammet euz ho c’haloun ar Feiz ?
O ! nan, aotrou ministr ; ar Vretouned a dle,
Evit karet ho bro, da genta karet Doue.
Ho prezegenn dizoue, dirag hon re varo
Ho deuz skuillet ho goad evit difenn ho Bro,
A zo bet evid-omp, Bretouned a feiz kren,
Evel eunn taol kountel roet gand eur iud, adren.
Andre, dalc’h evid-oud, enn distro da Baris,
Das spered franmasoun, ni zalc’ho start d’hor Feiz !


————

BREIZ-IZEL
Hag ar spered republikan
————


Ober vad d’ann nesa, n’euz fors euz pe leac’h eo,
Euz a berz eur c’hristen n’ez euz netra ken brao,
Pe ve gwenn pe zu-pod, pe ve ruz pe velen ;
Eur gwir gristen a wel ar garantez ebken.

Med da genta, michans, araok kemeret truez,
E tleer sellet mad ha beza war-evez ;
Rei, war ar boull-galoun, tomder d’eunn aer-viber
Ho flemmo da c’houde, zo beza re dener.

Ni, Bretouned, a zo re vad vid meur a dud
Pere c’hoarz dira-z-omp hag adre-kein zo iud ;
Ma teuont re c’hallouduz, re lorc’hek, enn hor bro,
Hon drantel heb dale vezo lipet gant-ho.

Ni ioa ken euruz gwech’all gand hor giziou,
Gand hor feiz katolik ha gant iez hon tadou,
Ma chomomp sebezet o welet divroidi
O komz brema gronsoc’h eged-omp enn hon ti.

Ia, brema pa c’houzont ho deuz enn hon dachenn
Kemeret, start da-vad ha doun braz, ho grisienn,
E fell d’ezho beza kalz muioc’h c’hoaz enn eaz,
Ha gant-ho, marteze, ni vo taolet er meaz.

N’hon defe nemet lenn eunn nebeud ann histor
Vit gwelet peur d’ann drouk hon euz bet roet digor :
Adaleg ar mare m’omp bet diot a-walac’h
Da jom sioul, heb herzel oc’h spered ann dispac’h.


Hag oc’h ar spered-se, spered republikan,
Ma n’hon euz ket kaloun da vale d’ann emgann,
Heb dale ni vezo sklaved-holl, Bretouned,
Dindan ann dud difeiz hag ann haillevoded.

Bretouned, diskouezomp hon euz c’hoaz nerz-kaloun,
Dalc’homp d’hor spered koz, ha bazad d’al laeroun ;
Breiz-Izel zo d’e-omp, hor iez hag hor gredenn ;
Evel Jezuz, enn Templ, kemeromp ar gordenn.


————

KANNADED AR C’HINAOUEIEN
————


Anavezout a rann e-touez ar Gannaded
Kalz tud a vuez direiz, eur rumm haillevoded,
Pere gwech’all a ioa, vel eur c’hrisienn heb dour,
Dizec’het gand ann naoun, truillek, laouek ha paour ;
Med ma ne garent ket labourat vit beva,
Ho deuz kavet ann tu da festa mad brema,
Ha n’eo ket sebezuz, teod ar c’hlabouserien
A deu ken eaz a-benn euz ar c’hinaoueien !

Elektourien, m’ar plij ! digorit ho kinou
Ha gwelit pe gen braz e teu kov hoc’h Aotrou.

Anavezout a rann e-touez ar Gannaded
Kalz a bennou goullo, ken diot hag azened,
Ne gouient ped favenn a ia vid ober nao.
Ho baz a gemerent ato pa veze glao ;
Ha koulskoude, gwelit, kavet ho deuz, d’ho zro,
Ann tu da vont e-touez pennou brudet ar vro ;
Ma n’ho doa ket spered eunn nebeud enn ho fenn
A-leiz ho c’hov ho doa kas oc’h ar feiz kristen.

Elektourien, m’ar plij ! digorit ho kinou
Ha gwelit o tremen, goapauz, hoc’h Aotrou.

Anavezout a rann e-touez ar Gannaded
Tud hag a lavarfet dinam evel eled,
Roet e vije, m’oar vad, heb kovez, absolven
D’ann dud-se deread-holl gand al labourerien ;

Hogen, tra sebezuz ! n’oant nemet iudazed
Gwerzet d’ar Iuzevien ha d’ar Franmasouned ;
Brema, pa m’int e karg, gan-e-hoc’h savet huel,
E lounkint kement tamm zo c’hoaz war ho trantel.

Elektourien, m’ar plij ! digorit ho kinou
Ha gwelit, digor braz, kraban laer hoc’h Aotrou.


————

DIWALL, FRANS
————


E-kenver da wir vugale,
Frans, te vez aliez didalvez,
Diwall da gaout keuz, heb dale,
Ha da veza goloet a vez ;
Lezet ec’h euz ar Iuzevien,
Ho c’henseurted Franmasouned,
War ho lerc’h ann dud heb kredenn
Hag a bep seurt haillevoded,
Da flastra dindan ho zeuliou,
E Bro-C’hall kerkoulz hag e Breiz,
Kement frankiz, kement gwiriou,
Das lezennou koz ha das feiz.
Dall a-walc’h oud bet d’ho lezel
Da daoler er meaz euz ho bro
Tud leal pere, beteg mervel,
Enn despet da ze, das karo,
Rag hon Roue, Lur-Salus ha Buffet
Ne zonjent nemed enn eunn dra :
Klask, araok ma vijez kouezet,
Das talc’her c’hoaz drant enn da za ;
Ho c’haloun a rann gant glac’har
Enn eur welet ho mamm ken ker,
Brudet e pep korn euz ann douar,
O tont da veza ken dister.
Siouaz ! chomet oud pounner-gleo,
D’ho zelaou p’oa koulskoude red,

Hag ar pez a zelaouez, eo
Prezegenn iud ar forbaned
Pere da zuno, da zraillo,
Hag evel ar Pologn gwech’all,
Gwasket a bep tu, te ranko
Mervel, kaer e pezo iudal.


————

OBEROU SPERED ANN DISPAC’H
————


Araok ma teuaz war hor meziou
Spered ann dispac’h da dremen,
Ni ioa lorc’hek euz hor giziou,
Euz hor iez hag euz hor gredenn ;
Ar bragou braz, ann tok ledan,
A ioa gwiskamant ar goazed,
Ar c’hoef gwenn hag al lostenn c’hloan,
Ebken, a blije d’ar merc’hed.

Brema ne c’hallfet ken anaout ar Vretouned,
Evel ar vourc’hisien ar goazed zo gwisket,
War gern ar penn, m’ar plij ! e weler ar merc’hed
O spillenna tokou gant roz faoz kurunet.

Hor iez koz ha kaer n’oa ket c’hoaz
Gand iez all ebet sklabezet,
Gwenn a ioa gwenn, glaz a ioa glaz,
Brezounek mad veze komzet,
Da bep eured, d’ar pardouniou,
Enn ho za war eur varrikenn,
Ar barzed a gane souniou
Ha gwerziou Breiz-Izel ebken.

Brema Per ne gredfe mui prezek evel Iann,
Abalamour ma c’hoar, eunn nebeud, iez Bro-C’hall,
Lavaret a rei’ta non, kentoc’h eged nan,
Ha lorc’hek braz oc’hpenn eo gand he c’hallek fall.


Ne veze ket ruziet neuze
Euz feiz krenv ar vamm hag ann tad
Nan, biskoaz, rag ar vugale
Ne garent nemed ho skouer vad ;
Evel-se, buez holl ar Bretoun
A ioa didamall ha difre,
Hag enn he dremevan, heb aoun,
E c’hede barnedigez Doue.

Brema gwir ann den zo laket er renk kenta,
Euz hor C’hrouer, avad, e nac’her ar gwiriou ;
Kement azen a gred eunn den gwisiek beza,
Pa ne c’hoar ket ped dant en deuz enn he c’hinou.


————

EUNN NEBEUT FISIANS
————

Ann heol a zo kuzet, hag ar meneziou glaz
A zo ruziet ho lein gant liou ruz ar pardaez,
Ann holl meziou zo sioul, a-boan, war ann hent braz,
Ma klever trouz eur c’harr, a-boan ma kren ar gwez.

Ann ed er parkeier a zo sounn enn ho za,
Med ho fennou melen a lavar int dare,
Hag e rankint, warc’hoaz, dindan ar falz koueza,
Kerkent ha ma vezo goulaouet ar beure.

A-boan ma vez gwelet enn Env eur steredenn,
Ma c’hen em zastumer enn dro d’ann daol zero,
Abretoc’h ema koan, abretoc’h ar bedenn,
Rag warc’hoaz, mintin-mad, labour denn a vezo.

Ia, warc’hoaz, hag oc’hpenn pemzek dervez goude,
Ar c’houezenn a ruillo diouz tal al labourer,
Euz he bouez e tle koll ugent lur, marteze,
Med daoust hag hen, d’ann eost, a zell ouz ar skuizder ?

Nan... rag gant ma vezo klozet-mad er c’hrignol
Ar greun enn deuz hadet, teilet ha dastumet,
Gant ma c’hoar e vezo bara vid ar Frans holl,
Micherour ann dachenn euz he boan ne glemm ket.

O ! pa zellann ouz-id, labourer va mignoun,
Pa welann ez euz c’hoaz euz da seurt enn hor Bro,
E sonjann gant fisians : enn despet d’al laeroun
Ha d’ann dispac’herien, ar Frans n’eo ket maro !


————

BOTREL
————

Klevet hoc’h euz Botrel o iouc’hal he zouniou ?
Her c’hlevet hoc’h euz c’hoaz o vous-kan he werziou ?
Ne gan ket enn hor iez, e iez ar Vretouned,
Med he galoun zo tomm hag he benn zo kaled ;
Bez en deuz eunn dremm leon, gand daoulagad eunn er,
Eunn tal huel, eur jestr braz, eur vouez nerzuz ha kaer ;
Heb klask hentchou distro, e lavar krenn, heb aoun,
Ar wirionez ebken, hag a-greiz he galoun.
Epad ma’z oud iaouank, kan heb skuiza, Botrel,
Lavar d’ar C’hallaoued eo c’hoaz beo Breiz-Izel,
E kar ar Chouanted ato kement ho Roue,
Ha ne fell ket d’ezho nac’h ho feiz hag ho Doue.
D’ezho lavar oc’hpenn ez euz c’hoaz enn Arvor,
Goazed dispount war zouar ha bleizi koz war vor ;
Ne garont ket avad lampouned ann dispac’h,
Herzel a raint out-ho varc’hoaz, kement a deac’h,
Kentoc’h eget lezel, a-zindan ho skilfou,
Mouga feiz ho zud koz, goapaat ho giziou.
Lavar d’ar C’hallaoued e kar ar Vretouned
Frans Sant Loiz, Duguesclin, kement hag hi bepred,
Rag bikenn ar Zaozoun n’ho lako da blega,
Evel m’ho deuz pleget hi, deac’h, e Fashoda.
Lavar d’ar C’hallaoued, pa vint skuiz a-walac’h
Gand ho follenteziou, gant klenved ann dispac’h,
Ha pa vezint gwasket gand ann enebourien
Ez euz e Breiz-Izel tud a galoun, a benn,
Pere ielo d’ann tan evit difenn Bro-C’hall,
Eun despet m’ho deuz sonj euz ann dispac’h gwech’all.


————

ADARRE HOCHE
————

Setu Hoche ann disleal, enn araok adarre,
Dre re c’hlaz Breiz-Izel ! (ma’z eo gwir ann dra-ze !)
Nan, n’euz ket eur Breizad hag a vefe dibenn
Da c’houlenn e ve great d’eunn disleal eur skeudeun.

Ar re c’hlaz-se n’int ket gwir ouenn hon tadou koz,
Ho frezegenn zo iud hag ho dremm a zo faoz ;
War digarez beza mignouned ar frankiz,
N’int nemet trubarded e-kenver hor c’henvroiz.

Selaouit, Bretouned : ann dud a ro skoazel
D’ar re, war ho meno, zo re c’hlaz Breiz-Izel,
Ho deuz enn ho gwazied goad ann dispac’herien,
Ha, dre-ze, d’ar Frans holl int gwir enebourien.

Ar re-ma, da-viken, zo gwerzet da Zreyfus ;
Kollet ho deuz ho foan o labourat dre guz,
Rag e Breiz e Bro-C’hall, ez int brema barnet ;
E Brest, vel e Paris, ne vezint mui kredet.

Harz ar re c’hlaz ! ato, Breiziz, va mignouned,
Ha ma’z euz tud penn-foll a-walc’h d’ho darempred,
Chomit bepred nerzuz, dalc’hit ho kaloun iac’h,
Ha lakit ar re ziot gand ar re c’hlaz, er zac’h.


————

ENN ARAOK KATOLIKED
————
War ton : Dieu de paix et d’amour, lumière de lumière
————


Eunn avel fall a c’houez, skrijuz, war hor bro garet,
Eunn ampoezoun marvel, beteg mel ann eskern,
A vrein ar bobl a Frans diouz feiz he dud koz distroet,
Gant prinsed ann ifern.


DISKAN

Enn araok tud a feiz, enn araok Katoliked,
Eneb ann enebour a glask hor chadenna,
Eneb ar Iuzevien, eneb ar Franmasouned,
Evid ho diskara.

Hon Arme gallouduz, ha ken brudet a-viskoaz,
Brema zo disprizet, goapeet a bep giz,
Kollet gant-ho fisians, hor zoudarded keiz, warc’hoaz,
A ielo war ho c’hiz.

N’ez euz e nep leac’h mui, nep frankiz ha nep lealded,
Kement tiez-barn a zo dindan galloud ann aour,
Evid ar varnerien n’ez euz nemet daou dorfed,
Beza den leal, pe baour.

Hor bugale gristen, ganet evid ann Envou,
Er skoliou milliget a deui da nac’h ho Doue,
Ne zelaouint, siouaz ! nemet mouez treiz ar ioulou,
E leac’h mouez ann Ene.


Heb dale ne vo mui badisiant na dimezi
Ouz-omp e vo prennet dor ann holl ilizou,
E giz relijion ne vo gwelet, e pep ti,
Nemet dans ann ankou.

Re bell amzer int bet chomet kroaziet hon divreac’h.
Poent-braz eo d’ann oaned koueza war ar bleizi,
Euz ho fallagrieziou, Breiziz ho deuz a-walac’h,
Hag euz ho laerounsi.


————

GWECH’ALL HA BREMA
————

Gwech’all goz, e bro Gress, skridou kaer ar barzed
Gant paour ha pinvidik oa prizet dreist pep tra ;
Hep bloaz, e-kreiz eur gouel, e veze kurunet,
Gant lidou braz-meurbed, ar barzed gwisieka.

Dudiuz oa neuze gwelet ho tiredet,
Niveruz hag a bell, enn ho dillad kaera,
Ar boblou, laouen-holl, gand ar c’hoant da glevet
Rimadellou dispar hag euz ar re goanta.

Neuze spered ar barz e pep leac’h a ioa Roue,
N’euz fors pe c’halloud all a dlie dont goude,
Ia, neuze c’hoaz e gouient tridal ar c’halounou.

Oc’h ar barzed e Frans e prenner ann diouskouarn ;
A-walac’h eo gouzout pignat war eur marc’h-houarn ;
D’ann divesker ebken e vez savet priziou.


————

ARAOK
————


Hor breudeur euz Tramor, euz ouenn ar Vretouned
Dindan ar Zaozoun griz, a c’houzomp, zo sklaved ;
Bretouned Breiz-Izel ivez a rank diwall
N’en em gafe gant-ho, marteze, kement all.
D’hor frankiz ann dispac’h en deuz roet eunn taol braz ;
Da Roue Frans hon Dugez Anna, pa zimezaz,
A reaz meur a varc’had, touet, ha dre skridou,
Evit ma ve da Vreiz dalc’het meur a wiriou.
Hogen, ar Republik, frouez brein al lac’herien,
Enebourez touet d’e-omp, labourerien,
He deuz, iud ha trubard e-kenver al lealded,
Freuzet kement marc’had miret gand hon Rouaned.
N’eo ket’ta sebezuz he defe Breiz-Izel,
Hon tadou Chouanted, gant nerz, klasket herzel
Oc’h ar Varianna dreiz ; rag enn eur goll ho Roue
E kollent ho gwiriou. Daoust ivez hag ho Doue
Gand ann dispac’herien n’ez eo ket bet harluet ?
Daoust hag hon Ilizou n’int ket bet dismantret,
Hag hor gwir veleien, a grede chom er vro,
Redet evel gidoun vid ho c’has d’ar maro ?
Mad, evel d’ann dispac’h e klasker a-nevez
Ober brezel d’hor feiz ha goapaat hor iez.
Ar re, war ho meno, zo re c’hlaz Breiz-Izel,
Evel em euz gwelet, a zigor ar brezel.
Enn deiz all e welenn imach louz Marianna,
War eul levr digristen, o tiskouez o para,
M’oar vad, heol ann dispac’h, adrenv d’hor meneziou.

Hag ar goz loudouren, glaourenn leun he ginou,
E justin eur Breizad gand he c’hraban deou krog,
A gred iouc’hal d’ezhan hor ger nerzuz « araok ! »
« Araok ! » evit petra ? Lavar’ta, loudouren !
Eneb d’he iez, m’oar vad, hag eneb d’he gredenn !
Rag imach ar Breizad a zo, dre c’hoaperez,
Laket, e-c’harz da dreid, war he zaoulin gan-ez ;
Eur c’houlaouenn danet enn eunn dourn a welann,
Eur chapeled oc’hpenn enn dourn all, a gredann,
Breizad, chom daoulinet vid achui da bedenn,
Goude vezi krenfoc’h enn eur zevel da benn ;
A wir galoun goude, prim ha drant enn da za,
Kri nerzuz : « Enn araok ! Bazad da Varianna ! »


————

KAN A VREZEL
PAOTRED BREIZ-IZEL
————
War ton soun ar re c’hlaz (La Marseillaise)
————


Enep Iudas, ar Franmasouned
Hag holl dispac’herien ar vro,
Savomp drant enn hor za, Bretouned,
Evit gallout herzel out-ho ;
Enn hon touez, evel aered-viber,
Ec’h en em ruzont niveruz,
Diwallomp ouz ho zeod flemmuz,
Ha flastromp, enn eunn taol, penn ann aer.


DISKAN

Enn araok, Bretouned, vid hor iez hag hor feiz,
Bazad d’ann enebour a daol he droad e Breiz.

Ouenn ann dud nerzuz hag a galoun,
Biskoaz n’oud bet eat war da giz ;
Daoust ha dont a rafez da gaout aoun ?
Ne garez mui’ta da frankiz ?
Ar goad a red a-dreuz da c’hwazied,
Daoust ha n’en defe mui tomder ?
Da zourn ne ve mui ken pounner,
Ma kren dirag ann haillevoded ?


Petra ! tud fall leun a c’hwarisi,
A du gand hon enebourien,
E Breiz-Izel a deufe mistri,
A rafe d’e-omp al lezenn ?
Bugale iaouank ar Chouanted,
Kentoc’h eget difenn ho bro
Ha redet d’ann tan evel-d-ho,
A ve jugellet evel loened ?

Taolomp er meaz euz a Vreiz-Izel
Ann den difeiz hag ann divroad,
Enn hor bro ne lezomp ket sevel
Bugel ebet euz eur seurt goad ;
E Leon, d’ar moc’h ne roer ket gwiniz,
Na sistr, e Kerne, d’ar bleizi,
D’ho bro ni rai d’ezho distrei,
Breiz-Izel, holl, a zo da Vreiziz.


————

MARO AR IUZEO
————


Enn eur gampr louz, war eur c’holc’hed hanter vrein,
Ar Iuzeo kriz zo war-nez da vervel ;
War he ialc’h aour, kuzet gant-han adre-kein,
Bep eunn amzer, gand aoun, e taol eur zell ;
Med spez Lazar kerkent a zo dira-z-han :
« Ar madou-ze, frouez euz da falloniou,
« Eme Lazar, evid-oud, vel a welann,
« Ne c’hallont ket prena buez ann Envou.


DISKAN

Hag evit klask, pellaat ar gwell skrijuz,
Ec’h astenn prim he zivreac’h laosk ha treuet,
He zaoulagad, da welet, a zo spountuz,
He zent a stlak evel pa ve daonet.

Gwasket brema dindan pouez he dorfejou,
Enn he c’houzouk ar gomz a jom mouget,
Kerkent e wel c’hoaz o tont a vandennou
Ar re gwech’all en deuz bet kastizet :
Bugaligou, mammou geiz, hanter e noaz,
En deuz taolet er meaz euz ho lojenn ;
Skrijal a ra, rag, war-laez, e kred, siouaz !
Gwelet ivez eur c’hleze dreist he benn.


Evid achui, war dachenn ruz ann emgann
E wel breudeur enn ho goad astennet ;
Na pebez spount ! krial holl a reont war-n-han :
« Trubard ! trubard ! en deuz bet hon gwerzet. »
Dre ma kriont, enn he c’hwazied hag eskern
E kred e rinkl prenved, enn eur grignat,
Kaout ra d’ezhan e kouez e puns ann ifern,
Hag er flammou beza devet vel Coat [1]


————

AR BEORIEN ER C’HEARIOU
————


Koummoul loued ha pounner a zo, leun ann Envou,
Euz ann holl diez e kear ez eo gwenn ann doennou,
Ann amzer a zo ien, hag a dammou ledan
Ann erc’h, gand ann avel, a nij evel gwenan.
Ebarz enn eur vantell, spillennet dreist ar penn,
Ann nep enn eunn tavarn a gar chom a-ziaskren.
Ne ia ket enn noz-ma da redet ar ruiou,
Ha mont a ra d’he gampr, prim-meurbed he baziou.
Med epad ma kouez puill ann erc’h, heb ehana,
E-kreiz eur pondalez, enn eur huanada,
Ez euz eur paour keaz koz, heb tan hag heb goulou ;
Med den ne zonj enn-han, den ne glev he glemmou,
Rag ar fae pinvidik, kousket tomm heb dale
A ra fae war ann nep n’en deuz ket a wele.
Evel-se, d’ar mintin, pa deu troad he vatez
Da vale war eur c’horf a-dreuz ar pondalez,
E lavar, o floura gand ann dourn he varo :
« Eur vad enn he genver en deuz great ar maro ! »
Euz a diez ar re glanv ar skolaerien, d’ar red,
A gouez war gorf ar paour ; araok mont d’ar vered,
Evel eunn aneval, ar c’horf gand ar re-ma
A zo digoret-holl ; ho daouarn, heb krena,
A deu da zizolei kaloun ha bouzellou ;
Goude beza war-n-ho taolet mad ho zellou,
Enn eur welet n’euz ket a voued er vouzellenn :
« Marvet eo gand ann naoun ! a zonj ar skolaerien.

A-boan ar gigerien ho deuz great ho labour,
Ma teu karr ann ankou, karr bered ar re baour ;
Ar c’horf, brema stripou, zo stlapet enn arched,
Heb na ve, war he-ma, kurunenn na boked ;
Na kerent, na mignoun, war-lerc’h enn eur ouela,
N’euz nemet pevar den, paeet vid hen bezia,
Pere ia, laouen-holl, a-hed hent ar vered,
Heb doujans hag heb feiz, enn eur ziviz bepred.
Kerkent war ribl ann toull, digor enn eur c’hougn-tro,
Ar re-ma, d’hen diskenn a zo mall-braz gant-ho,
Ha den, enn eur dremen, ne lavaro varc’hoaz,
Piou zo beziet eno, rag n’euz hano na kroaz !


————

E SKOL VA FARREZ
————


A-boan me ioa ken huel ha botez eunn archer
Ma’z oann kaset d’ar skol evit deski gallek
Hag euz ar iez-se c’hoaz ne gouienn ket eur seurt ger
Ne gouienn evel va mamm, nemed ar brezounek.

M’ho pije va gwelet diskabel ha diarc’henn,
Oc’h en em gaout er skol, holl ho pije c’hoarzet.
Va ginou, digor-braz, e pep leac’h e sellenn,
Gand em fenn daoulagad eur bugelik dianket.

Renket oc’h eur voger, evel ar zoudarded,
Tro-war-dro d’ann ti-skol, me wele taolennou
Warn-ho livet e du pep seurt anevaled
Gand ann aotrou skolaer [2] hanvet lizerennou.

Med ne jomiz ket pell eur c’hrouadurik gouez ;
Sonjezonou nevez a deuaz buan em spered ;
Ann anevaled du, kentoc’h hag eiz dervez,
A ioa deuet da veza va brasa mignouned.

Ma vijenn bet ken fur ha m’oann mad da zeski,
N’em bije ket skubet ann ti-skol d’ar pardaez,
Med evel m’oann dibenn, ha ma karenn c’hoari,
Em euz skubet, siouaz ! leur ann ti-skol allez.


Biskoaz n’em euz klemmet o chom e pinijenn
Da c’houde beza great eur farserez-bennag,
Lenvet em euz avad o kaout ar zimbolenn
Evit komz brezounek ; goulenn a rit perag ;

Ra zigoro Sant Per d’in dor ar baradoz,
M’em euz hen gounezet dre gement a zaelou ;
Med penaoz pardouni d’ann aotrou skolaer-koz
D’am beza kastizet vit komz iez hon Tadou ?


————

ANN TEOD FLOUR
————

Bugel, bez war evez, dreist holl ouz ann teod flour
A lavar ez eo mad ar pez a rez a fall,
N’ez euz ket war ann douar eur brasoc’h enebour,
Ma n’oud c’hoaz nemed born, he-ma das lako dall.

Ma’z eo bet, e Cana, distroet e gwin ann dour,
N’eo ket eunn den er bed a rafe kement all ;
Vel eur c’hillek, eta, gwintet war beg eunn tour,
Ma troez gant pep avel, ouz ann teod flour diwall.

Rag hen-nez, adre-kein, heb dale da werzo,
Muioc’h-mui, dira-z-oud, ann trubard a vezo
Bep gweach a du gan-ez, vit gwelloc’h d’as plega.

Setu perag, kerkent m’ec’h euz en em faziet,
Kred ann nep hen lavar krenn, heb troidell ebet,
Rag hen, e gwirionez, eo da vignoun gwella.


————

JANNED
————

Pa ieaz Janned e kear, n’he doa nemet koefou,
Med evid heul ar c’hiz e tougennaz tokou.

Gant Janned, ken nebeut, n’oa nemed eul lostenn,
Kemeret a reaz diou, ruz unan, he ben gwenn.

He c’herc’henn oa ken eaz a-zindan he zae c’hloan !
En em c’hwaskel a reaz evit kaout kerc’henn voan.

E brezonnek ebken e kane kantikou,
Enn eur gallek divez e kan brema souniou.

Klevet a rea bep sul oferenn, gousperou,
Hogen ar zul brema zo roet d’ann ebatou.

Iann, ne dal mui gouela Janned da zousik koant,
Rag e kear-veur Paris e kav goazed, dre gant.

Med heb dale weli Janned, war hor meziou,
Roufennet raok ann oad ha goloet a druillou.


————

PATATEZENN BIEL
————


Anavezet hoc’h euz Biel ?
Ia, Biel euz ar C’hozkastell ?
Er skol eo bet chomet pemp bloaz,
Heb n’en defe gallet biskoaz
Ar skolaer lakat enn he benn,
Stag-oc’h-stag, peder lizerenn.
Evel-se pa’z eaz d’ann arme
Oe truezuz-meurbed he zoare.
Rag kaer en doa klask ober mad,
Digeri braz he zaoulagad,
E teue da zevel a-wechou
He zourn kleiz e leac’h he zourn deou.
Al lampouned Parizianed
A gav abeg er Vretouned ;
Ha diwar-benn Biel, bemdez,
E reant a bep seurt farserez ;
Dreist holl, eur c’hoz tamm lakipod
A ioa c’hoaz flemmusoc’h he deod.
A-benn eunn nebeudik miziou
Biel a zeskaz meur a c’heriou.
Hogen er c’hazarn, eunn dervez,
Edeur o kignat patatez.
Hag ar Parizian da gana,
O c’hoapaat, ann diskan-ma :
« Ar patatez vid al loened
« Hag ar c’hroc’henn d’ar Vretouned ! »

Ruzder a deuaz e penn Biel ;
Hag hen da daoler eur gwall zell
War eur batatezenn bounner
Ha, da c’houde, war ar goapaer.
Biel euz ar batatezenn
A zalc’he gant-han ar c’hroc’henn ;
Med ar batatezenn kignet
Kerkent gant Biel a zo stlapet
Oc’h ginou braz al lakipod,
Ken kren, ma chaokaz beg he deod.
Ann holl zoudarded a c’hoarze
Ha, d’he dro, Biel a gane :
« Ar patatez evid-oud-te
« Hag ar c’hroc’henn evid-oun-me ! »


————

AR BARZ HAG HE VINIOU
————


War ribl ann hent, e-skeud ann deliou
Poultrennet euz eur c’harz,
Mantret ha beuzet enn he zaelou,
Em euz gwelet ar barz ;
He dal a ioa tenval ha soublet,
Ha gand eur vouez truezuz
E roaz, heb dale, d’in da glevet
Ar c’homzou-ma klemmuz :


DISKAN


Brema, siouaz ! ne vez mui kanet,
E Breiz-Izel, gwerziou, souniou,
Hon amzer gaer a zo tremenet,
Marvomp eta, paour keaz biniou !

Sonj ec’h euz, gwech’all ar Vretouned
A galoun a ioa gae,
Hag er pardoun koulz hag enn eured
Ann dud holl a zanse ;
Me, gant va mouez, ha te, gant da zoun,
A skuille levenez,
Evel ann heol, ebarz e kaloun
Tener ann den-nevez.


Evit gallek draillet eunn hanter
E lozer ar iez koz,
D’en em vezvi, da zul, e chomer
Er bourg beteg ann noz ;
E leac’h dansal hag e leac’h kana,
Ann dud iaouank, hirio,
Ne c’houzont mui nemed azeza
Da c’hoari domino.

Ne garomp nemet iez Breiz-Izel
Biniou, va mignoun ker,
E-touez Breiziz, ma teu da vervel,
Petra c’hallfemp ober ?
Doue ra viro n’ho defe keuz-braz
D’ar barz ha d’he viniou,
Sklaved vezint ma kollont, siouaz !
Ho iez hag ho giziou.

Med, petra lavar mouez ann ekleo,
War eunn ton kaer-meurbed ?
Klevet a rann, e iez c’houek ar Vro,
O kana c’hoaz barzed ;
Daoust ha Gwenned, Leon, Treger, Kerne
En em glev vid herzel,
Daoust e ve dihunet adarre
Spered koz Breiz-Izel ?


DISKAN DIVEZA


A ! m’eo gwir e tle beza kanet,
E Breiz-Izel, gwerziou, souniou,
Hon amzer gaer n’eo ket tremenet
Hag e vevimp c’hoaz, va biniou !


————

AMZER GOLLET
————

Evel eunn huvre kaer, evel eul luc’hedenn.
Va iaouankiz a zo tremenet da-viken,
Hag evel-d-hi, brema, levenez ha frankiz
A zo nijet a bell, heb mui dont war ho c’hiz.

Setu perag, siouaz ! euz ann nevez-amzer
Ne c’hallinn mui karet ann derveziou ken kaer,
Ar bokejou n’int ket, a gav d’in, ken skeduz
Ha kan al laboused n’eo mui ken dudiuz.

Euz ann diskar-amzer ann derveziou tenval,
Ar mor braz e-kounnar, ann avel o iudal,
A blijo d’am spered leun a denvalijenn
Ha d’am c’haloun beuzet er glac’har, enn anken.

Perag em euz klasket en em zevel ken huel,
Evit koueza dostu, torret va diouaskel ?
Feiz, kaloun ha frankiz, ann aour a zo brema,
Gant Satan, mestr ar bed, c’houi ne dalit netra.

Ne glaskenn koulskoude nemed ober ar mad,
Digeri d’am c’henvroiz muioc’h ho daoulagad,
Hogen gwell eo gant-ho sellet oc’h ann tu kleiz
Ha mont, diot ha dallet, war-lerc’h ann dud direiz.

Nac’het ho deuz, siouaz ! ho zadou Chouanted,
Euz ar re C’hlaz, o mez ! e reont ho mignouned !
O Bretouned ! dre druez, ne nac’hit ket ho pro,
Evel ho tadou koz kit kentoc’h d’ar maro.


————

AR GROAZ TREAC’H ATO
————

Euz ar sklavaj m’eo bet diframmet ar boblou,
M’eo deuet ar garantez e leac’h ar gasoni,
M’euz levenez el leac’h n’oa nemed ann daelou
Ha m’eo dleet lezel he wir gant pep hini.

Eo dre m’en deuz Jezuz, gand he brezegennou,
Trec’het ar bed paian, mougot ar gwarisi.
Ha dre m’en deuz, gwelloc’h c’hoaz eget dre gomzou,
Skuillet, dre garantez, he c’hoad evid-omp-ni.

Med eunn ober ken kaer ne blij ket da Zatan,
Er bed kristen n’eo ket mestr vel er bed paian,
Setu perag e klask, a-nevez, diskibien.

Kavet en deuz he c’hoant ; rag ar Franmasouned
Ho deuz touet da rei, da Brins ann drouk, ar bed ;
Med eur C’hrist franmasoun ne vo kavet bikenn !


————

TREFLEZ HA STER AR ZEAZ
————


Treflez, perlezenn Leon, ken koant gant ster ar Zeaz,
Gand eunn aot ken ledan, leun a reier, a dreaz,
Siouaz ! gouela rann c’hoaz ann amzer dremenet,
Amzer va iaouankiz, evid ato nijet.
Bugelik, war ann aot pa redenn, skanv, diarc’henn,
Enn eur daoler enn ear, er mor, mean ha krogenn
E chomenn enn eunn taol, vel eunn den, da zonjal,
O welet eul lestr-tan o tremen er penn all ;
Rag enn despet d’am oad, ar c’hoant braz da welet
Ar pez a ioa larkoc’h a skuize va spered ;
E fraillou reier huel ann avel o iudal,
A-uz ann houlennou laboused o krial,
Ar goabrenn a stoke, du-hont, oc’h ar mor doun,
Pep tra, deue da lakat da dridal va c’haloun,
Hag eur vouez, treiz m’oar vad, a grie din ato
Kimiada diouz Treflez ha mont da redet bro,
Ster ar Zeaz, me gare, ken sklear ez oa da zour,
Dont da zellet enn-oud, evel er mellezour,
Evit gwelet va skeud, ken koantik o krena,
Pa deue gand ann avel ann dour da roudenna !
Hogen, e ribl ar ster evel e ribl ar mor,
D’ar vouez treiz me zalc’he, siouaz ! va skouarn digor ;
Ar c’hoant braz da veza brudet ivez eunn deiz
A gemeraz grisienn, ken doun, ebarz em c’hreiz,
Ma n’am oa ket gallet out-han pelloc’h herzel,
Ha me da vont enn hent, digor va diouaskel.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

O mouez ! te lavare : « bugel leun a spered,
« Evit chom er vro-ma n’oud ket ebken ganet,
« Da c’hwisiegez eunn deiz a dle rei d’id ar brud,
« Ha lorc’hek ac’hanod vezo Breiz ha da dud. »
O ! pegement oann diot, o sonjal e c’hallfenn,
Evel ar pinvidik, paour keaz, sevel va fenn,
O sonjal oa brema gwelloc’h tud war ann douar,
Hag e tigemeret oc’h taol ar paour Lazar !
Geier holl kement-se ! rag ebarz er c’heariou
Em euz gwelet ato Lazar war ann treuzou,
Enn despet d’he c’hlac’har, ar pinvidik a-boan
Ma taole, gant dispriz, he zaoulagad war-n-han ;
Dirag ann aour ivez, prins gallouduz ar bed
Ar barner a stoue, troet he gein d’al lealded.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Mouez, te lavare c’hoaz, em c’henver ato treiz :
« Kemer delenn ar barz, heb ehan kan a-leiz
« Ar garantez dispar, ar feiz hag al lealded,
« Hag e vezi meulet e pep leac’h, ha bepred. »
Siouaz ! va c’hanaouenn zo chomet heb ekleo ;
D’ar re lorc’hek ha diot va c’han oa re c’haro,
Ne c’hallenn ket kana vit c’houeza ioulou fall,
Na mouga va c’hounnar dirag eunn dra disleal,
Setu perag, ato, daelou puill a skuillan,
Er paour keaz barz Gilbert, em gwall-eur, pa zonjann.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Delenn, va mignounez, perag chom er c’heariou
El leac’h n’euz Doue, nemed ann aour hag ar ioulou ?
D’am bro Treflez, gan-ez, me fell d’in mont raktal ;
Eno ni gano c’houek, pa glevimp o voudal,

E menez ann Toupet, eunn avel iac’h er gwez,
Hirvoud dour ster ar Zeaz a-dreuz halek Pountlez,
Ha du-hont, enn aot braz, e-c’harz tevenn Arvor,
A-dreuz ar reier huel, krosmol ann tarsiou mor.


————

VA MAMM
————


Enn eur zonjal em iaouankiz
Hag em bro gaer ha karet,
E taolann eur zell war va c’hiz,
Gand eur galoun glac’haret ;
Gwelet a rann, noz ha beure,
E lojennik ar menez,
Va mamm, evid he bugale,
O pedi gant karantez.

Pa vez dister eur bugelik
Ez eo diez-braz da zevel.
Me ioa, siouaz ! gwall reuzeudik,
Ato war-nez da vervel ;
Da va distera klemmadenn,
Va mamm a veze gwelet,
He c’haloun beuzet enn auken,
Enn eunn taol, o tiredet.

E-kichenn va c’havel aliez
(Me gav d’in he gwelet c’hoaz)
Pell-braz e veze war-evez,
Heb en em skuiza biskoaz,
Ia, beteg ma vije prennet
Gand ar c’housk va daoulagad,
Hed ann noz e vije chomet
Ato dihun, va mamm vad.


Nag a gerent, a vignouned,
Hon euz karet war ann douar !
A-boan er meaz euz ar vered,
M’hon euz mouget hor glac’har ;
Med, da-viken barz em c’haloun,
Eunn dra jomo grisiennet,
Bepred doun-braz : ar zonjezoun
Euz va mamm muia karet.


————

AL LABOURER
o vont d’he dachenn
————
————


Ann erc’h a zo deuet da deuzi,
Ha kerkent, enn holl prajou,
Ar ieot da zevel a-zrevi,
Da ziwann ar bokejou.

Al labourer, drant en he za,
A zigor dor he lojenn,
Hag al laboused, o kana,
Hen galv da vont d’he dachenn.

Al labourer ivez a gan,
Rag he galoun zo laouen,
O kerzet a-dreuz ar balan,
E mogidel ann draonienn.

Ar werelaouen lugernuz
A jom, beteg ar beure,
A jom, beteg ann Angelus,
Da goinmz d’ezhan euz he Zoue.

Da c’houlou-deiz, ann alc’houedez
A nij huel dreist ar meziou,
Pedenn al labourer ivez
A zao beteg ann Envou.


Ha nerzusoc’h gand ar bedenn,
Hed ann deiz, al labourer,
A labour kement ha daou zen,
Heb sonjal enn he skuizder.

Evel-se me lavar d’e-hoc’h :
Na d-it bikenn war-zu kear,
Rag n’ez euz den eurusoc’h
Eged al labourer-douar.


————

AR C’HONIKL
————


Enn eur goaremm alaouret
Gant bleun melen al lann,
Ar c’honikl a zo ganet
Etre daou skourr balan ;
Puchet ez eo ken braoik
War eur gwele raden,
Hag he benn zo ken koantik
Gant daoulagad melen !

Her gwelet rann a-wechou,
Kerkent deuet ar beure,
O redet er c’hrinennou,
Ken seder ha ken gae !
Mad a ra lammet, c’hoari,
P’en deuz, evit netra,
Ar ieot tener da zebri,
Ar gliz evid eva.

Euruz epad c’houeac’h miz,
E-kreiz he rouantelez,
En deuz bevet e frankiz,
Heb anaout ann enkrez ;
Hogen eunn dervez, siouaz !
Evit-han pebez gwall,
Enn he goaremm pa glevaz
Eur rumm chas oc’h harzal


Brema n’eo mui ken kuzet
E-touez ar bodennou,
Ar chas ho deuz hen c’houeset
Em’int war he roudou ;
Dreist ar c’hleuz, evit tec’het,
E lamm er wenodenn,
Kerkent ez eo diskaret,
Maro-mik, gand eunn tenn.

Ema war daol ar c’higer
Ar c’honikl, evit-mad,
Astennet he zivesker,
Tenval he zaoulagad ;
Achuet en deuz da lammet,
Hag e-verr, evit koan,
E vo poazet ha fritet
War ar billik-vihan.


————

AR GOUKOU
————

Diskabel evel diarc’henn,
Bugelik gae pa redenn
Er c’hrinenn leun a vokejou,
Va c’halounik a dride,
Enn eur wezenn pa gane
Rouanez ker ann hanv, ar goukou.

Ouz breac’h va muia karet
A dlie beza va fried,
Pa zistroenn euz ar pardouniou,
Va c’haloun, krenv, a lamme
Em c’hreiz, bep gweac’h ma kane
Rouanez ker ann hanv, ar goukou.

Med abaoue, war ann douar,
Em euz bet meur a c’hlac’har,
E-kreiz ar grevusa poaniou ;
Dilezel a rann va foan,
Enn eur mare, pa glevann
Rouanez ker ann hanv, ar goukou.

Euz a wezenn da wezenn,
Koukou, losk da ganaouenn,
Dindan ann envou ken skeduz ;
D’ar galoun e levenez
Ha d’ar galoun enn enkrez,
Da ganaouenn zo dudiuz.


————

KARANTEZ AR VRO
————

\relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup { \italic Andantino}
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    d4 e8 f\fermata  e f | d4. r4 d8 | a'4 a8 a a g | \break
    f4. r4 f8 | g4 a8 bes4 g8 | a4. r4 d,8 | d4. f8 e d | \break
    d c4 ~ c r8 | d4 e8 g e f | d4. ~ d4 f8 | \break
    f4 g8 a4 bes8 | a4.( g4.) | f4. r4 a8 | g4 f8 e4 f8 | \break
    g4. ~ g4 d8 | f4 e8 d4 c8 |  d4. ~ d4 r8 \bar "|."
}
\addlyrics {
Va bro ga -- ret Tre -- flez Per -- le -- zenn gaer Breiz -- I --
zel El leac’h ma ’zoun gan -- net E leac’h ma kar -- fenn
mer -- vel Enn eur goll va fran -- kiz Eunn
der -- vez em euz Siou -- az ki -- mia -- det diouz das
ster da de -- venn da vor braz.
}


Va bro garet Treflez, perlezenn gaer Breiz-Izel,
El leac’h ma’z ounn ganet, el leac’h ma karfenn mervel !
Enn eur goll va frankiz, eunn dervez em euz siouaz !
Kimiadet diouz das ster, da devenn, da vor braz.

Bez ez ounn kastizet evit ken braz follentez,
Em spered, em c’haloun, mui n’ez euz a levenez
Ha gant keuz divezat, enn eur ouela noz ha deiz,
Meur a weach e tistroann war-zu va iaouankiz.

Gwelet rann va zi soul, va breudeur, va c’hoarezed,
Gant va zad ha va mamm, bodet enn dro d’ann oaled,
Hag epad ma vez hed ar goanv, ann nozveziou,
Dirag euun tan balan holl e kanomp gwerziou.

Gwelet a rann ivez ar gelerenn er prajou
Hag ar c’horriganed o lammet er meneziou,
Klevet rann ar zabbat ebarz enn dachenn dosta
Hag ar gannerez-noz e Pountlez o kanna.

Setu deuet ar zadorn araok sulvez ar Bleuniou ;
Da venez ann Toupet ez eont ar vugaligou,
Skourrou pin gant teir voul, evid ann oferenn bred
A deu da goueza stank e daouarn ar baotred.

Setu c’hoaz ar mare vid ar foenn hag ar medi ;
Labourat a rer start ha kalz e ranker c’houezi,
Med da noz ar perzourn e leuner ar gwerennou
Ha dindan ar stered e sao kanaouennou.


Da c’houde gousperou, pa deu miz ar c’hraon-kelvez,
Paotred ha paotrezed a ia da goajou Koatlez ;
Ar c’hodel zo ken leun ha ken pounner ar vruched,
E,n eur zistrei d’ar gear, ma vez beac’h o redet.

Evel-se kement sonj euz va bloaveziou gwech’all
A laka va c’haloun, enn eur mare, da dridal,
Med ann huvre zo berr, henvel ouz eul luc’hedenn
A weler o finval, eunn nebeud, er goabrenn.

Va bro garet Treflez, perlezenn gaer Breiz-Izel,
El leac’h ma’z ounn ganet, el leac’h ma karfenn mervel !
Evid-oud e vezo va diveza sonjezoun,
Rag ne varvi bikenn em spered, em c’haloun.


————

TEC’HIT DIOUZ AR C’HEARIOU
————


Hirio, kalz a labourerien
A lavar adie d’he zachenn ;
War ar meaz eo ken fall ann traou
Ma c’hen em daolont er c’heariou,
N’ez euz, eme-z-ho, war ar meaz,
Da zebri, nemed iod gant leaz,
Eunn tamm bara pounner ha fall,
Duoc’h eged ar siminal.
Hogen e kear, da vihana,
Ez euz boued skanv, gwennoc’h bara,
Soubenn zruz, rata mad ha gwin,
E leac’h dour ha soubenn irvin,
Eur bae vraz ha nebeud a boan,
Netra d’ober da c’houde koan,
Rag chatal ebet da goania,
Lann da bilat, kraou da garza...
Mad, me lavaro, m’ar kirit,
Tud keiz, ec’h en em faziit ;
Gand eiz real, ha zoken eur skoet,
N’ho pezo ket a gik bep pred ;
Aliez, gand eunn antreprener,
Nemed eiz real ne c’hounezer,
Goude c’hoaz, evel forsaled,
Labourat pell-braz ha kaled.
Oc’hpenn, da zul, da c’houel, aliez,
E tleer labourat ivez ;
Oferenn ebet a-wechou,

Nebeutoc’h c’hoaz a c’housperou,
Hag e-touez ar vansounerien
Arabad, o sevel ho penn,
Komz euz a Zoue nag euz ho feiz,
C’hoarzet e ve d’e-hoc’h, tud keiz !
Ar c’homzou louz hag ar sakreou,
Eo relijion ar c’heariou.
Evel-se chomit war ar meaz,
Rag gwelloc’h eo iod kerc’h gant leaz,
Ann ear vad gant kalz a frankiz,
Bered ho tud hag hoc’h iliz.


————

AR VRAE HAG AR BALUC’HENN
————


Ar vrae nevez lemmet gant gwer
A zo da Iann al loc’h all ;
Harpet eo gant daou vean pounner,
Evit na c’hallfe finval.

Rag Iann, en deuz divreac’h ken teo,
Ken nerzuz ha limouniou ;
Dira-z-han, braeerien ar vro
N’int nemet bugaligou.

Med hirîo n’eo ket ouz eur goaz
En devezo da c’hourin,
Rag el leur, ivez, setu Soaz
Deuet, adalek ar mintin.

A-c’haolliad war he faluc’henn,
Soaz a zalc’ho penn da Iann,
Rag kerkent braeet ar stec’henn,
Paluc’het ez eo ken buan.

Iann o welet eo gleb he dal
A daol he dok gant kounnar
Koef Soaz ivez a ia raktal,
Evel ann tok, prim d’ann douar.

Ann heol a deu tommoc’h tomma ;
Iann a ziskar he justin,
Ha korf-sae Soaz, kerkent ha tra,
Zo stlapet war ar bern lin.


Ne jom mui nemed eur stec’henn,
Gant Iann nemed he vragez,
Ha gant Soaz nemed he lostenn.
Pebez goaz ! Pebez maouez !


————

AR ROZEL
————
War ton : Soun ar c’hafe
————


Pa zistroaz Fanch d’he vro
Ne gouie mui brezounek
Ne gouie, war he veno,
Nemet chaokat gallek.

Edeur gand ar gwiniz
El leur p’en em gavaz,
Hag evel eur bourc’hiz
Fanch, lorc’hek, a stouaz.

Hag ann holl sebezet,
Dirag kement a stran,
Buan ha buan da redet
Evit diviz gant-han.

D’ar genta prezegenn
E klask digareziou,
Enn eur hejal he benn,
Digor-braz he c’hinou.

Ne c’hallann ket kredi,
A lavare Biel,
Mastin, ne gouifez mui
Hano forc’h ha rastel.


Lavar da vihana,
Enn eur glask enn da benn,
Petra c’halver hou-ma
Great gant euun tamm plankenn ?

Fanch a stok er blankenn,
Oc’h ober arveziou.
Ha troad ar benvek, krenn,
A lamm ouz he c’hinou.

Neuze Fanch e-kounnar,
Dostu da lavaret,
Oc’h he zaoler d’ann douar,
« Sapre Rozel daonet ! »

Ar Rozel a ziskouez
Da gement den lorc’hek,
Ne dleer ket kaout mez
O komz e brezounek.


————

D’AR GWENNELI
————
War ton : Elez euz ar Baradoz
————


Lavar gwenneli bihan,
Euz a be leac’h e teuez,
Ama, kemer eunn hean,
Komz a fell d’in gan-ez,
Euz va bro muia karet
Digas a rez kelou ?
Va c’haloun a zo rannet
Ha skuill a rann daelou.

Rag adalek ar mare
M’em euz, ô follentez !
Evit keariou ken dizoue,
Dilezet va farrez,
Hed ann noz hag hed ann deiz
Ne rann nemet sonjal
Em zi soul hag em c’henvroiz,
En amzer gaer gwech’all.

E-touez ar bobl hag ann trouz
Va fenn a zo torret,
Henvel ounn ouz eul labous
Laket enn eur gaoued ;
Dont a rann da gastiza,
Gwennaat ra va bleo,
Beac’h em euz o chom em za,
Dem-zost eo va maro.


M’em bije, va gwenneli,
Evel-d-oud diouaskel,
Me nijfe kerkent d’am zi,
Eno ve kaer mervel ;
Rag e bered va farrez
Euruz ve beza
Beziet, beteg ann dervez
Euz ar varn diveza.


————

VA BRAGEZ
————


D’ar zadorn araok ar Bleuniou,
A vandenn ar vugaligou,
Kerkent ha m’oa peder heur skoet,
A veze gwelet o redet
Etrezek eur c’hoat a wez pin,
Rag pep hini, d’ar zul vintin,
A felle kaout, da vihana,
Eur skourr pin evit benniga,
Eur skourr kaer, gant teir voul e kroaz
Med tizout ar skourr n’oa ket eaz.
Hogen, c’hoarvezet oa gan-en,
O pignat oc’h beg ar wezenn,
Enn dra skrijuz-meurbed, eunn dra
Hag em lakaz buan da grena.
Va bragez, er skourrou speget,
Enn eunn taol kount oa gwall roget ;
Eur bragez nevez-flamm, ken kaer,
Ha trouc’het er gwella mezer !
Eur bragez, gant roudennou gwenn,
Prenet e marc’had Lesneven !
Va skourr, gand he zeir voul e kroaz
A deuaz da veza ker, siouaz !
Rag kerkent war dreuzou va zi,
Setu va mamm, droug-braz enn-hi,
D’am gourdrouz, ha zoken, oc’hpenn,
D’am skei kement gand ar gordenn,

M’oant bronduet-holl va divesker.
Ha setu perag ar paotr Per
Abaoue, da zul ar Bleuniou,
E leac’h eur skourr pin gant boulou,
Ne zoug mui nemed eur skourr beuz,
Easoc’h da dizout ouz ar c’hleuz.


————

SOUN
————


Avelik ann abardaez,
Euz Breiz-Izel dont a rez,
Da gomz d’in ouz va bro garet ?
Daoust e Breiz ez euz ato
Bruk, balan ha gwez dero,
Tud kalounek, pennou kaled ?

Da guz-heol, er strejou doun,
Klevet ec’h euz bet eur zoun,
War eunn ton ann dudiusa ?
Ann dud iaouank, vel gwech’all
Gwelloc’h eo gant-ho dansal
Eget chom er bourg vid eva ?

Gwelet ec’h euz bet ivez,
E lojennik ar menez,
Ann hini gwech’all a garenn ?
Daoust ha sonj he defe c’hoaz
Euz hor iaouankiz, siouaz !
Tremenet vel eul luc’hedenn ?

Daoust hag e korn ann hentchou
Ann holl, dirag ar c’hroaziou,
Heb kaout mez a ra sin ar groaz ?
E kaloun ar Vretouned
Ar feiz koz n’eo ket mouget,
Daoust ha ken krenv e vefe c’hoaz ?


Tud ha meziou Breiz-Izel
N’int ket mui, siouaz ! henvel,
Nag enn Arvor, nag er Menez ;
Evel gwech’all goz, hirio,
Ne zalc’her ket enn da vro
D’ar giziou, d’ar feiz ha d’ar iez.


————

PRIZOUNIET
————

\relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup { \italic Andantino}
    \autoBeamOff
    \time 3/4 
    \partial 4*1
    a'4     a4. a8 e f | g2 e4 | \break
    f4. g8 e f | d2 a'4 | a4. a8 e f | g2 e4 | \break
    f4. g8 e f | d2 a'4 | a4. a8 g f | \break
    g2 c4 | c4. d8 c b | a2 a4 | a4. a8 e f | \break
    g2 e4 | f4. g8 e f | d2 r4 \bar "|." 
}
\addlyrics {
Klem -- mit Klem -- mit Klem -- mit dou --
ri -- gou ster Pount -- lez enn eur re -- det a -- dreuz ar
raoz hag ar c’hres -- soun Rag er bloaz -- ma siou --
az! ne d-inn ket da Dre -- flez e kear e -- kreiz ann
trouz e rank chom ho mi -- gnoun.
}

Klemmit, klemmit, klemmit, dourigou ster Pountlez,
Enn eur redet a-dreuz ar raoz hag ar c’hressoun,
Kag er bloaz-ma, siouaz ! ne d-inn ket da Dreflez ;
E kear, e-kreiz ann trouz, e rank chom ho mignoun.

Sonj hoc’h euz, warlene, d’ann abardaez ez eann,
Evit gwelloc’h huvreal, aliez e ribl ann dour,
Hag e welenn va skeud, ivez skeud ar pount mean,
Ken freaz ebarz er ster eged er mellezour.

Evel p’oann bihanik va c’haloun a dride
Perag ? Ne c’hallfenn ket avad hen lavaret ;
Eul levenez ken braz er galoun, enn ene,
E komzou nag e skrid ne vez ket displeget.

O welet ar frankiz a gollann er bloaz-ma,
Tenvaloc’h ha strisoc’h o kavinn va frizoun,
Noz-deiz va daoulagad n’ehanint da ouela
Enn eur zonjal er ster, enn tevenn, er mor doun.

O ! perag e rankann beva pell diouz va bro !
Rag me blij d’in kement c’houez ar bizin, ar foenn,
Ann avel zall ha c’houek euz ann tevenn a zao
Hag a zo ken iac’huz d’ar galoun ha d’ar penn !

Klemmit, klemmit, klemmit, dourigou ster Pountlez,
Enn eur redet a-dreuz ar raoz hag ar c’hressoun,
Rag er bloaz-ma, siouaz ! ne d-inn ket da Dreflez ;
E kear, e-kreiz ann trouz, e rank chom ho mignoun.


————

ENN DISTRO DA VREIZ-IZEL
————

Gand eur galoun ha kazi displet,
E teuann das kaout, va bro ger Breiz-Izel,
Douar ann Arvor em euz eunn deiz dilezet,
Enn eunn taol penn, evit redet a bell ;
Sonjet em oa gounit eunn dervez, d’am zro,
Eunn hano braz hag e pep leac’h brudet,
Siouaz ! gwelloc’h e ve bet d’in chom em bro,
Ato dinam, euruz ha kuzet.

Rag er c’heariou, dirag ann dud gallouduz
Em euz kanet noz-deiz, med heb ekleo,
Ha glac’haret, enn eur skuilla daelou druz,
E teue d’in sonj euz douar ar gwez dero ;
Nag a bed gweach, evit mouga va foaniou
Em euz ivez, evel eunn den nec’het,
Klasket kana goustadik gwerziou, souniou !
Ankounac’heat, siouaz ! oant em spered.

Neuze, mantret, ounn en em laket enn hent ;
Bro Breiz-Izel, truez vid ar map dianket !
Rag me fell d’in dont da vugel evel kent
Ha nevezi va feiz hanter vouget ;
Evel gwech’all, va c’haloun iac’h a-nevez,
E redinn skanv ha gae dre da veziou,
A-dreuz ar bruk, e-touez balan ar menez,
E-tal ann aot hag enn da draoniennou.


————

D’AR PARDAEZ-NOZ
————

Pa vez kuzet ann heol adre d’ann torgennou
Me gar mont da bourmen, sioul, a-dreuz hor meziou.

Klevet rann er goaremm kanaouenn ar grilled
Da behini, kerkent, respountont ar raned.

Eunn avel fresk a voud a-dreuz ar gwez dero,
Trouz ann dourigou-red a deu d’in enn ekleo.

Ar steredenn enn Env a zo skeduz ha koant.
Al loar a skuill er ster he sklerijenn arc’hant.

Ha va c’haloun em c’hreiz a zo neuze ken gae,
Ma teu d’in c’hoant kana meuleudi da va Doue.

Rag enn nozveziou sioul, pell diouz trouz ar c’heariou,
Ann den a gav d’ezhan eo tostoc’h d’ann Envou.

Ne lakit ket bikenn enn ho penn, Breiziz ker,
Dilezel ho ti soul, ho meziou zo ken kaer !

Ia, nozveziou keriz zo nozveziou torr-penn,
E leac’h ho nozveziou zo gae, labourerien.


————

O PALARAT
————

Sell mad, paotr and alar, rag ann ero zo kamm,
Toull ama, tort du-hont ; souc’h ann alar a lamm.
Mousik, dalc’h tost Pichoun, diwall da vont a-gleiz,
Rag Bouji da vlenier, a welann, zo direiz.

Jakez, paotr ann alar, pe leac’h ema da benn ?
Perag e tiskrogez pell diouz al letonenn ?
Ha te mousik penn skanv, perag oud eat a-dreuz,
E leac’h beza bleniet eeun beteg ar c’hleuz ?

Ne venn ket sebezet e ve Iann e-kounnar,
Rag gand al lodenn-benn, pa ziskrog ann alar
Keit diouz al letonenn, e ranker hast affo,
Palat, araok ma vez ar c’hezek enn distro.

Krogit heb koll halan, krogit start, Fanch ha Per,
Ma chomit da dermal, dem-zost vefot re verr ;
Taolit a-leiz ar bal ann douar a vruzunou,
Buan, vit ma ne vo ket al loen war ho seuliou,

N’euz nemed Alanik ha ne ra ket he lod,
Nerzusoc’h e vefe ma karfe debri iod,
Ne dal ket ar butun a zev dindan ar c’harz,
Pec’hed e ve d’he goan rei d’ezhan kik ha fars.


————

PICHOUN
————


Pichoun, a lavare va zad,
A ioa glaz enn he iaouankiz ;
D’ar foar, kerkoulz ha d’ar marc’had,
Pa’z eann gant sac’hadou gwiniz,
Ann holl a jome sebezet
Enn eur welet eul loen ken kaer ;
Ma n’em bije ket her c’haret,
Pichoun a ve bet gwerzet ker.
— Ma n’oa ket falvezet d’am zad
En einm zizober ouz Pichoun,
Me gav on doa great ennn dra vad,
Rag n’oa ket, o giz loen limoun,
Loen all ebet er Finister
Evid, evel-d-han, dibrada
Heb mouzat, enn eunn taol kolier,
Eur c’harrad euz ar re vrasa.
Me n’em euz ket anavezet
Pichoun, p’oa c’hoaz glaz he vlevenn ;
Her gwelet em euz ato treuet,
Koz kenan, ha gand eur bleo gwenn ;
Med ma ne veze starnet mui,
Da vihana, beteg mervel,
En deuz bet alo da beuri,
Ivez ato leun he rastel.
Karet oa gant braz ha bihan.
Euruz e venn c’hoaz hirio,

Ma c’hallfenn gwelet anezhan
Koz kenan evel kent, ha beo.
— Med eur vintin, pebez anken,
Pebez glac’har ha rann-galoun,
Pa weliz, e-c’harz he speurenn,
Maro-mik ar paour keaz Pichoun !


————

AR PESKETER
————
War ton : Sonjit, pec’her, ez eo red d’e-hoc’h mervel



Eunn heol skeduz d’ar mintin a lugern,
Ar pesketer a bign oc’h beg ar vern.
Ha dreist ar vag, henvel ouz diouaskel,
Al lien a zo digor-braz d’ann avel.

Ar pesketer a ia war ar mor doun,
Leun a fisians ha laouen he galoun,
Rag dreist he benn n’euz ket a goabrennou,
Dindan he dreid eo berr ann houlennou.

War ann tevenn he bried, he vugale,
War ho daoulin, evit-han a bed Doue,
Ha ne zistroint ket war ho c’hiz d’ar gear,
Epad ma vo chomet a wel d’ann douar.

Pesked, er vag, a ziskenn a-zoare ;
E-verr e vo bara d’ar vugale,
Chom a ve c’hoaz eunn nebeud gwenneienn
Ha sistr iac’huz a vo leun ar werenn.

Siouaz ! du-hont, setu deuet eur goabrenn ;
Al labous-mor a losk eur griadenn ;
Eur barr-amzer a gouez euz ann envou ;
Ar vag a zo dizroet gand ann tarsiou.


E-tal ann aot e weler d’ar beure,
Enn dro d’eur c’horf, ar pried, ar vugale ;
Med e leac’h klemm ha nac’h ann Aotrou Doue,
E c’houlennont baradoz d’ann ene.

Kerkent ar mab, oajet a bemzek vloaz
A lavar krenn : « Daoust ha me n’ounn ket goaz !
Evid-omp holl pa ’z eo va zad maro,
War ar mor doun brema me ia d’am zro ! »


————

PAOTRED AR BIZIN TONN
————

\relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup { \italic Lento}
    \autoBeamOff
    \key c \major
    \time 6/8 
    a'4 b8 e4 d8 | c b c a4. | b8 d c b4 a8 | \break
    c( b4 ~ b) r8 | a4 b8 e4 d8 | c b c a4. | \break
    b8 d c b4 a8 | g4. a4. ~ | a8 r r2 \bar "|."
}
\addlyrics {
Ar mor a lamm dreist ar rei -- er Ar c’hoabr zo leun a
luc’hed Ke -- zek er meaz euz ho krei -- er
ke -- me -- romp hor c’hrog pao -- tred
}

Ar mor a lamm dreist ar reier
Ar c’hoabr zo leun a luc’hed,
Kezek, er meaz, euz ho kreier,
Kemeromp hor c’hrog, paotred.

Ann noz a zo ien ha tenval,
Kazarc’h zo gand ar barron,
Med ann avel a c’hall iudal
Pa vez bizin a verniou.

Ar bizin a zo da genta
Teil karet ann Arvoriz,
Rag heb bizin n’ez euz netra,
Na patatez, na gwiniz.

Deomp er mor beteg ar gerc’henn
Ha krogomp holl, a-zoare,
Ma’z ei dek gweach war ann tevenn
Ar c’harr, araok ar beure.

Ann treaz gand ar gourventennou
A stag ouz hon divesker.
Ne garomp ket dougenn lerou,
Kroc’henn hon euz evel ler.

Dindan ann dillad n’eo ket klouar,
Pa vez gleb, lost ar roched,
War ar bragez, o vont d’ar gear,
Me vez ket hanter zec’het.

Med perag ober arveziou ?
Daoust ha n’omp ket tud kaled ?
N’omp ket kizidik ouz ar riou
Aun douar a vezo teilet.


————

ARABAD EN EM FAZIA
————

Euruz int keriz : gwenn ho dourn, flamm ho fenn !
Gwisket gant dillad du, ken kaer ha bourc’hisien,
Labourerien ar porz, labourerien war gear
Pa ’z eont enn tu-bennag, da zul, a zo dispar,
Henvel oc’h aotrounez ; rag ervez ho doare
E lavarfac’h ho deuz eur c’hastell a leve.
Mad, tostait eunn nebeud, sellit pell ha gwelloc’h :
Enn taol lagad kenta, me gav d’in, e weloc’h
E kuz fall ann dillad ar pez a zo dindan,
Hag pa vez eul liou flamm aliez e vez kov moan,
Eur iec’hed reuzeudik a ra d’e-hoc’h sonjal
Ez eur araok ann oad da welet ar bed all.
Ia, labourerien-douar, arabad eo kredi
E ve buez paotred kear gwell eged hoc’h hini,
Arabad barn ann den dioc’h gwelet he zillad,
Kement-se ne c’hall ket diskouez en deuz kovad ;
Dillad hirr ha lostek a zo war meur a gein,
Siouaz ! ar c’hov n’eo ket diroufenn goude lein.


————

VA GWEZENN DERO
————

Ebarz e liorz, e-kichennik va lojenn
Gwelet hoc’h euz eur wezenn gaer dero ?
Enn he disheol, va mamm ger, war he barlenn,
He deuz desket d’in komz e iez va bro ;
Karet a reann klevet a-dreuz ho skourrou
Eunn avel iac’h o voudal d’ar pardaez,
Hag o kana, kuzet e-touez he deliou,
Epad ann deiz laboused a bep mouez.

Gwezenn dero, da zisheol ec’h euz ivez,
Enn ho c’hozni, roet d’am mamm ha d’am zad,
Da bep eured e veze d’ann dud-nevez,
Atlo savet ann daol e-c’harz da droad ;
Nag a bed neiz n’ec’h euz-te ket bet kuzet,
Enn amzer gaer, ouz ar vugaligou !
Al laboused n’ho deuz ket das tilezet,
Ha meulet oud enn ho c’hanaouennou.

Goude beza treuzet ken aliez ar mor
Oann kastizet, eunn deiz, o redet bro ;
Kavet em euz ar iec’hed e-tal va dor
Hag a-zindan va gwezenn gaer dero ;
Ma tle koueza va gwezenn, gand he c’hozni,
Araok ma ’z inn da gousket d’ar vered,
Er gwella koat me fell e ve great enn-hi
Peder blankenn vid ober eunn arched.


————

AR C’HORRIGANED
————


Klevit hoc’h euz d’ann diskar-amzer,
E-kreiz ann nozveziou tenval,
Pa lamm ar mor braz dreist ar reier,
Pa vez ann avel o iudal,
Klevet hoc’h euz, enn traon d’ar menez,
Eur jabadao ken kounnaret,
Ma ro d’ar spered spount hag enkrez ?
Tec’hit diouz ar c’horriganed.

Dourn-oc’h-dourn a-dreuz ar bodennou,
Enn eur zansal, enn eur gana,
Ez eont da glask er wenodennou,
Eunn tremeniad evit laza ;
Diwall, diwall paour keaz tremeniad,
Rag gant-ho ma’z oud dizoloet,
Evit redet eo divezad,
Tec’hit diouz ar c’horriganed.

He zaoulagad a den da zrelli,
Heb dale ne wel ket ann hent,
Ne ra neuze nemet trei, distrei,
Ha gand ar spount e skrign he zent ;
Rag enn eur c’helc’h ledan, ar vandenn,
Enn dro d’ezhan a zo bodet,
Ema kabestet gand ho jadenn,
Tec’hit diouz ar c’horriganed.


Ar c’horrigan braz a daol eur zell,
Enn eur c’hoarzin, war ar paour keaz ;
Enn he zourn eo digor eur gountel,
Gand goad eunn all ruz-tan eo c’hoaz :
Hag e-kreiz trouz ar mor, ar gurun,
E kriont holl : « ra vo lazet !
Rag keit amzer zo ma’z omp war-iun ! »
Tec’hit diouz ar c’horriganed.

Gand eunn taol kountel, enn eur vodenn
Eo diskaret war he c’hinou ;
Ker buan int deuet enn eunn anduillenn
He galoun hag he vouzellou ;
Ha d’ar mintin euz ann tremeniad,
Ebken, sotu zo bet kavet :
HHe dok ledan hag he voutou koat.
Tec’hit diouz ar c’horriganed.


————

ANN NEIZ
————


E-kreiz eur vodenn lann, pemp labous, enn eunn neiz,
Digor ho daoulagad abaoue goulou-deiz,
A c’hed didrouz ho mamm eat, kerkent ar beure,
Da glask eunn nebeud boued evid he bugale.


DISKAN


Bugaligou, na rit kel a vrezel
Bikenn d’al laboused,
Sonjit, p’edoc’h gwech’all enn ho kavel,
Gand ho mamm oac’h karet.

Enn eunn taol er goaremm e lamm bugaligou,
Bugaligou fallakr, dibouferien neiziou ;
Al labousigou keiz, a-boan ma’z int marbluet
Ma ’z int euz ho bodenn, neiz hag all, diframmet.

Setu boued leun he beg, sederik ha laouen.
Ar vamm o tont brema, du-hont, hed ann draonienn ;
Ober ra troiou kamm, evid en em guzet,
Ha gallout mont enn neiz, heb beza bet gwelet.

Evid ar vammik keaz, siouaz ! pebez anken,
Pa wel ez eo laeret ann neiz euz ar vodenn !
Hag abaoue, noz-deiz, a-uz d’ar bodennou,
Heb ehan ha truezuz e klever he c’hlemmou.


Mamm baour ne c’halli mui gwelet das laboused,
Adalek ar mintin em’int enn eur gaoued ;
Kouik.... das kervel a reont, enn eur grena gand aoun,
Hag ho beg a zigor gand ar zec’hed, ann naoun.

Sionaz ! re iaouank int evit gallout beva,
Rag ne c’houzont ket c’hoaz na debri, nag eva.
Bugale griz, warc’hoaz ho gweloc’h o vervel,
Araok m’ho devezo plu war ho diouaskel.


————

AR VILTANSOU
————


Gwelet hoc’h euz, hed ann nozveziou,
Pa bar al loar hag ar stered,
Ar c’hornandouned er goaremmou,
Kendirvi d’ar c’horriganed ?
Ne lazont ket ann dremenidi,
Karet a reont avad farsal ;
Na zistroit ket divezad d’ho ti,
Ma n’hoc’h euz ket a c’hoant dansal.

Klevit mad ann dra burzuduz-ma
Arruet gant Jakez, eunn nozvez ;
D’ar bourg ez eaz da brena bara,
Eur foultren tor a galz a bouez ;
Hogen, enn eunn tavarn e chomaz
Keit amzer dirag eur werenn,
Ma n’oa ket gwall abred pa zistroaz,
Gand ann dorz pounner war he benn.

Arruet o goaremm ar c’honikled,
Pell diouz ann tiez hag ann hentchou,
E kouez e-touez ar c’hornandouned
Hanvet ivez ar viltansou ;
Kerkent enn he zaou zourn eur kroget,
Ha Jakez, e-kreiz ar vandenn,
A rank, sentuz, dansal ha lammet,
Gand ann dorz pounner war he benn.


Kement e lammaz hag e tansaz,
Hed ann noz, gand ar viltansou.
Ma teuaz da ziskenn enn he ziskoaz
He c’houzouk, he c’hronch, he c’hinou
Da c’houlou-deiz ann amezeien
A gavaz Jakez enn he za,
Nemed, o burzud ! e leac’h he benn
N’oa mui nemed ann dorz vara !

Setu neuze gwella ma c’hallont,
Hi, da zachell kren war ho vleo.
Gant fisians d’hen lakat, evel kent,
Da vihana ma’z oa c’hoaz beo ;
Euz he c’houzouk n’ho doa ket gallet
Diframma nemed ann hanter,
Setu perag eo bet leshanvet
Er vro : Jakez ar c’houzouk verr !


————

MARO AR C’HI
————


Eur vintinvez, da foar vras Lesneven,
Ar paour keaz Tom a dorraz he jadenn.
Hogen he vestr, adalek ar beure,
A ieaz enn hent, gand eul loen, d’ar foar-ze.
Dihun abred, ar c’hi Tom ho gwelaz
O vont er streat, etrezeg an hent braz.
Tenval he benn, hag he lost war-ziskenn,
Enn eur c’houesa, setu da Lesneven
Hen da redet ; buan e c’hen em gavaz,
Louz e vlevenn gant poultrenn ann hent braz.
Pell e klaskaz a-dreuz, a-gleiz, a-zeou,
He zaoulagad beuzet gant an daelou,
Pa deuaz kerkent eur fallakr da grial ;
Harz ar c’hi klanv ! Bazad d’ann aneval !
Enn eun taol kount, evel ar chas taget,
Haillevoded war-n-han a zo saillet.
Iudal a ra, rag ar bisier, ar vein,
A gouez skrijuz, a bep tu, war e gein.
Gallet en deuz evelato tec’het ;
Er meaz a gear, leun-c’hoad ha mac’hagnet,
Ec’h en em stlej, a-dreuz ann dachennou,
Faoutet he benn, er maez e vouzellou,
Gant, war e lerc’h, an holl haillevoded.
Setu kuz-heol, enn eun dachennad ed,
Ar paour kaez Tom a deu d’en em astenn,
Kuzet da-vad e-touez ar greun melen.

Eunn nebeud c’hoaz ha mui ne vezo klanv.
Pep tra brema zo ruz enn dro d’ezhan :
Ruz-tan ar goad dindan he vouzellou,
Ruz ar roz-ki, ruz oc’hpenn ann Envou.
Enn dro d’ezhan pep tra zo sioul ivez :
Al laboused ne ganont ken er gwez
Hag enn Envou, pa zao skeduz al loar,
Epad ma kousk muntrerien kriz ar foar,
Ar paour kez Tom a zo kousket d’he dro,
He zaoulagad prennet gand ar maro !


————

ANN DIWALLER LOENED
————
Ton : Air du petit berger dans Mireille
————


E Breiz-izel,
Gwir douar ar barzed hag ar feiz,
Me zo ganet, hag e gwir vugel,
Vit Breiz em bezo, beteg mervel,
Kaloun em c’hreiz
Hag eur gwir garantez a-leiz ;
O tiwall va loened er strejou
Hag er meneziou,
Ounn euruz da gauut eur vuez didrouz
Evel buez al labous ;
Euz ar menez beteg ann draonienn,
Ann avel a gas va c’hanaouenn,
Enn hor iez kaer,
Epad ma redont war va delenn,
Prim-meurbed, va bizied tener.
Ha ha ! ha ha ! ha ha !

Ouz ann domder
E-kreiz ann anv em euz ato
Ann dour-red, fresk ha sklear, euz ar ster ;
Evit disheol, a-uz ar reier,
Ar gwez dero
Baradoz karet ann ekleo ;

Bez em euz, pa deu d’in c’hoant mori,
Eur gwele kinvi
War behini m’en em ro da gousket
Oc’h kan al laboused ;
Ober a rann huvreou kaer-meurbed :
Huvreal a rann ounn euz va loened
Ivez ar Roue,
Ha n’em euz er bed-ma mestr ebet
Nemet va c’houstians ha va Doue.
Ha ha ! ha ha ! ha ha !


————

EUNN TECH HUDUR
————

Malloz, malloz war-n-oud, ia, malloz da-viken,
Euz a berz kement den en deuz ar feiz kristen,
Mezventi, mezventi, mezventi milliget,
Binim gwasoc’h eget binim ar chas taget,
Poezoun deuet, a zaillad, euz a buns ann ifern,
A zev ar boull-galoun, a vrein mel ann eskern !
Ar grevusa vosenn, ar gwasa brezeliou,
A zo pell-braz da gaout niver da c’hwall-euriou ;
Te laz goaz ha maouez araok hanter ann oad,
Hag ar pez zo skrijuz, da vinim, eat er goad.
Euz eur rumm d’egile grisiennet er gwazied,
Euz ar vugale geiz a ra kornandouned.
N’eo ket ebken d’ar c’horf ann tech hudur, siouaz !
A ra drouk, heuz ha spount, d’ann ene gwasoc’h c’hoaz,
D’ar re zo war ho tro, kerent ha mignouned,
Pere gand ho skouer fall enn enkrez zo bepred.
Nag a diegeziou kaer, n’euz ket pell c’hoaz brudet,
Gant tech ar vezverien a zo buan diskaret !
Nag a vugale fall, enn eur en em vezvi,
A ra mez ho c’herent enn amzer ho c’hozni !
Rag tan ar gwin-ardant, a-boan ma sao d’ar penn,
Ma c’houez ar ioulou louz e kov ann den oc’hpenn.
Malloz, malloz war-n-oud, ia, malloz da-viken,
Euz a berz kement den en deuz ar feiz kristen,
Mezventi, mezventi, mezventi milliget,
Binim gwasoc’h eget binim ar chas taget,
Poezoun deuet, a zaillad, euz a buns ann ifern,
A zev ar boull-galoun, a vrein mel ann eskern !


————

MARO FANCH
————


Ato Fanch, enn he iaouankiz,
A ioa bet eunn den a skouer vad,
Karet kenan gand he genvroiz,
Evel m’oa bet karet he dad.

Setu perag e timezaz
D’eur benn-herez iaouank ha koant,
Rag gwelloc’h eo dibaba goaz
Gant furnez, eget gand arc’hant.

Ken euruz e vije bet,
Hed he vuez, enn he vereuri !
Med siouaz ! eur pardaez, touellet,
E c’hen em daolaz da c’hoari,

Da c’hoari gant Iann ar mezvier,
Eunn amezek, brudet er vro
Evit beza brasa lounker
Euz oc’hpenn dek leo tro-war-dro,

O tont euz ar bourg, eunn nozvez,
Iann a varvaz gand he govad,
Med pleg ar mezvier a zo diez
Da lammet, eur weach eat er goad,

E leac’h dont da veza furoc’h,
Goude maro Iann ar mezvier,
Fanch a lounke brema gwasoc’h,
Muioc’h eget dek glabouser.


Ha stal Fanch a iea da stalik,
A-nebeud, ferm ar benn-herez,
Oe gant-han gwerzet-holl, prestik,
Vit kendelc’her he lountregez.

He bried keaz hag he vugale
A vije bet er baourentez,
Pa falvezaz eunn deiz da Zoue
Ouz ann dud keiz kemeret truez.

Eunn nozvez, Fanch, mezo-meurbed,
Hag ar glaourenn leun he c’hinou,
A ioa, gant gadik ar vered,
Bet dianket e-touez ar beziou.

Pa deuaz goulou-deiz, ar c’hloc’her
A gavaz astennet, d’he dro,
Fanch, a-dreuz bez Iann ar mezvier,
Gand he govad ivez maro.

O Bretouned ! va mignouned,
Tec’hit krenn diouz ar vezverien ;
Ar vezventi, siouaz ! er bed,
A gas kement tra da dorgenn.

It d’ar gear goude gousperou,
Hag evit ebken sistr iac’huz ;
Ho pried hag ho pugaligou
Evid-hoc’h vo trugarezuz.


————

MIN-DU
————

Adalek ar mintin, da foar vraz Lesneven,
Al leue bihan a zo dispartiet diouz he vamm,
Hag abaoue, Min-du, tenval-meurbed he fenn,
Ne ra nemet blejal ha ne beur ket eunn tamm.

Paotr ar zaout, nec’het-braz, ne c’hall ket he diarbenn,
Rag enn despet d’ezhan, dreist kement kleuz e lamm ;
O klask he leue bihan er menez, enn draonienn,
E red, vel penn-follet, a-hed ar strejou kamm.

Man ! man ! man ! a respount truezuz-holl ann ekleo,
War ribl ar prajou glaz, e-kreiz ar c’hoat dero
Euz al leac’h ma tec’hont al laboused, spountet.

Man ! man! man! a glever c’hoaz, hed ann noz, er c’hraou ;
Ha beteg ar beure, Min-du, gand he c’hlemmou,
Ne lez ket, eur mare, tud ann ti da gousket.


————

D’AR VUGALE
————


Bugel, da zaoulagad a c’hall chom digor-braz
Evit sellet ouz ann Envou ;
Da dal zo ken dinam ! a-zindan ar c’hoabr glaz,
Ken lugernuz eo da zellou !

Ar pec’her, evel-d-oud, ne gred ket digeri
Braz he zaoulagad, gant frankiz ;
Enn ober he Grouer e c’hoar ne c’hall ket mui
Lenn, evel enn he iaouankiz.

Bugel, vel eunn Elik, gant da vouez dudiuz,
Kan eur werz da Grouer ar bed,
Hag enn da galoun flamm n’euz netra sklabezuz,
Evel ann erc’h eo gwenn bepred.

Mouez ann den fall avad a douaz ken aliez,
Ma rank tevel hivizikenn ;
Ar vouez-se ne dle ket kana gand ann Elez ;
Iudal a ra gand ann anken.

Bugel, lak gant fisians, e daouarn ann El mad,
Da bedennou, mintin ha noz,
Rag pedenn El ann douar, gand hor Mamm hag hon Tad,
Zo selaouet er Baradoz.

Kement Iudaz avad, pa deu deiz ar c’hastiz,
Kaer en deuz pedi gant glac’har.
Ne vez ket selaouet ; oc’h pedenn ann den treiz
E vez great ato skouarn vouzar.


Bugel, te c’hall mervel, heb krena gand enkrez,
Hag ar baradoz zo da vro,
Ha beteg kador Doue, da vreudeur ann Elez,
Holl enn eur gana, da zavo.

Siouaz ! ann den difeiz, hag a nac’h he Grouer,
N’en deuz da c’hedal, d’he varo,
Nemed ann nec’hamant, ann ifern enn eur ger,
E-kreiz ann holl boaniou garo.

Bugel dinam ha gae, gwelloc’h eta mervel,
Ma teuez eunn dervez da ziroll ;
Er Baradoz, dostu, kentoc’h ober eunn El
Eged beva vit mont da goll.


————

ENN EUR LUSKELLA
————


Meur a weach ma’z euz dienez
Enn hor stad,
Ec’h euz, enn distro, karantez
Da vamm vad ;
Ma n’ec’h euz ket, va bugelik
Ken karet,
Gwele vel ar re binvidik
Da gousket,
Da gavelik n’eo ket ien
Ha kempenn eo great gan-en.
Gra da gousk, sioulik evel eunn El,
Rag ato,
Da vamm vad, e-kichenn da gavel,
A jomo.

Ma ne welez enn eunn huvre
Paleziou,
E welez digor marteze
Ann Envou,
A-zindan ann heol ken skeduz
Greun melen,
Er c’hrinennou bokejou ruz,
Glaz ha gwenn.
Ha laboused a bep liou
O nijal dreist ar meziou.

Gra da gousk, sioulik evel eunn El
Rag ato,
Da vamm vad, e-kichenn da gavel,
A jomo.

Da zillad prenet gant va foan
A zo paour,
N’em euz ket evit da zae c’hloan
Spillenn aour,
Ha pa zihunez, va bugel,
Ne c’hallann
Diskouez d’id nemed eur c’hoariel :
Ar groaz stean
Euz va japeled, bemdez
Chapeledet d’ar Werc’hez.
Gra da gousk, sioulik evel eunn El,
Rag ato,
Da vamm vad, e-kichenn da gavel,
A jomo.


————

PAOLIK
————

Tri bloaz en deuz Paolik, abaoue miz genver,
Oc’h ann daol ec’h azez brema, koulz hag eur goaz.
Med vit tizout ar pod,he vreac’h a zo re verr,
He vamm a vesk eta iod enn he skudellad leaz.

N’eo ket figuz nemeur ar Paolik, mab da Ber,
Leun al loa veuz ar iod, euz ar skudell er meaz,
A zo stlapet gant-han, a-dreuz hag a benn err ;
Med enn he gornaillen ne rinkl ket holl, siouaz !

Hag ar pez ne ia ket, avad, enn he c’hinou,
Zo stag ouz he zivoc’h hag ouz he vuzellou,
War he vruched ivez e kouez eul lodenn vraz.

Koulskoude, den enn ti n’hen gourdrouzo bikenn
D’hen gwelet gand ar iod hag al leaz digempenn,
Rag ar glanded a verv enn he zaoulagad glaz !


————

Klemmou ar c’hlanvour iaouank
————


Laboused koant ar c’hoat, ehanit da gana,
Bezit truez ouz anken hag ouz glac’har ho mignoun,
Kuzit ho levenez, hirio da vihana,
Va lezit da vervel, heb kreski va rann-galoun.
Rag ne d-inn ket hivizikenn,
Gant levenez, e-skeud ann deliou,
Da c’hourvez e-c’harz eur wezenn
Evit klevet ho kanaouennou.

Gwez a garenn gwelet glaz, d’ann nevez-amzer,
Dindan avel ann hanv a-boan ma teuec’h da finval ;
Evit diskouez warc’hoaz ho kaon d’ho mignoun ker,
Lezit eunn avel grenv enn ho skourrou da voudal.
Hag hivizikenn ne d-inn ket
E-c’harz ho troad, dindan ho teliou.
D’en em astenn evit klevet,
A-dreuz d’e-hoc’h, pep seurt hirvoudou.

Sterik arc’hant ar prad, sklear vel eur mellezour,
Gwelet a reann va skeud enn-oud oc’h en em dreza ;
Dindan eur goabrenn zu ra vo tenval da zour
Warc’hoaz, pa lavarinn adie da vuez ar bed-ma,
Hivizikenn, er ieot livriz,
N’em gweli ket enn-oud o sellet,
D’ar pardaez-noz pa gouez ar gliz,
Pa’z oud gand al loar sklerijennet.


Mor, enn derveziou kaer ez eann em bagik skanv,
Gand he lien digor-braz, du-hont, pell da besketa ;
Pa vezinn tremenet, gra vel e-kreiz ar goanv,
A-zindan da darsiou, d’ann holl reier braz krena.
Rag heb dale, va bagik keaz
War ann aot a vezo dilezet,
Kazi goloet holl gand ann treaz
Hag he lien gwenn, evel-d-onn, breinet.


————

JEZUZ HAG AR VUGALE
————

Enn dervez-se Jezuz, skuiz gand he brezegenn,
A reaz eunn ehanik e-c’harz troad eur wezenn ;
Ar bobl oa niveruz, mesket enn dro d’ezhan,
Ar publikan a ioa dem-zost d’ar farizian.

Ar c’helc’h, heb dale pell, a ioa deuet kalz strisoc’h,
Rag ann holl a glaske gwelet Jezuz tostoc’h ;
A-boan ma c’halle Per, e penn ann diskibien,
Dalc’her eunn dachennik frank enn dro d’ar wezenn.

Prinsed ar veleien a lavare da Ber :
« Ni fell eunn nebeudik diviz gand ho mestr ker,
« Evit gouzout hag hen zo profed war ann douar. »
Hogen, ouz ho fedenn Per a rea skouarn vouzar.

Klask stourm out-han pelloc’h, ne dale ket ar boan ;
Pennek vel eur Breizad, ha kazi drouk enn-han,
Per a jomaz ken mud ouz ar farizianed,
Mud ato, mud ivez ouz ar publikaned.

Hogen, setu merc’hed, gant-ho peb a vugel :
« Lezit hor bugale da bokat d’he vantell. »
Ha kerkent oe klevet eur vouez karantezuz.
Skiltroc’h eged ann ear ; houn-nez oa mouez Jezuz :

« Simoun Per, eme-z-han, bezit madelezuz,
« Lezit ar vugale da zont beteg Jezuz,
« Rag den, e gwirionez, ne ielo d’am Envou,
« Ma n’eo ket ken dinam hag ar vugaligou. »


————

JEZUZ HAG AR PINVIDIK
————

Ar brud euz a Jezuz a ioa skignet a bell ;
Hogen, eunn den iaouank, pinvidik braz-meurbed,
A deuaz da c’houlenn mont e renk ann Ebestel.
« O Mestr ! hoc’h heul a rinn e pep leac’h, ha bepred. »

Jezuz, goude m’en doa taolet war-n-han eur zell,
A respountaz d’ezhan : « Kimiadit diouz ar bed,
« Roit d’ar paour ho tanvez, roit beteg ho mantell,
« Goude-ze m’em bezo mall d’ho tigemeret. »

Ann den iaonank a ieaz war eeun d’he vro,
Med evid heul Jezuz ne deuaz ket enn distro,
Rag he galoun a ioa re stag ouz he zanvez.

« Easoc’h eo d’eur c’hanval mont dre doull eunn nadoz
« Eged d’eur pinvidik gounit ar Baradoz. »
A lavaraz Jezuz. Doujans d’ar baourentez.


————

ANN DEN
————

Bihan vel eur c’houibuenn a-zindan ar c’hoabr glaz,
Enn draonienn, er menez, pe c’hoaz war ar mor braz
Ann den, petra c’hallfe talvezout war ann douar ?
Daoust hag ar zonjezonn a nij euz ho spered
Ne c’hallfe ket pignat dreist ann heol, ar stered,
Beteg eur sklerijenn ha n’he deuz ket he far ?

Euz a vil vloaz da vil vloaz pa weler ar reier
O chom heb uza tamm a-zindan ann amzer,
Perag e vrein ann den evel eunn amprevan ?
Ha perag beza roet d’ezhan kaloun ha penn ?
Perag he vuez zo berr evel eul luc’hedenn
A red er c’houmoul du d’ann derveziou taran ?

Perag ? Abalamour n’eo ket great vid ann douar,
Ganet eo vit gounit eunn deiz ar vro dispar
Ho doa kollet hon tad hag hor mamm dizentuz.
Bepred ann den a dle sevel hueloc’h he benn,
Bez en deuz eunn Ene, bez ez eo dioc’h eur ouenn
Ha ne c’hall ket mervel ; ouenn ann Doue gallouduz.


————

Ar c’holonel euz Villebois-Mareuil
————
————


Du-hont, enn Afrik ar c’hresteiz,
E veve didrouz, e frankiz,
Eur bobl nerzuz hag a galoun,
War-n-han pa gouezaz ar Zaozoun.

Gand eunn nerz vraz, unan oc’h dek,
Heb ehan, ar bobl kalounek
Ouz ar Zaozoun a gred herzel ;
Frankiz ! eme-z-han, pe vervel !

Enn eur welet kement a nerz
Kement a lealded er Boers,
D’ann Transvaal e ia Fransisien,
Villebois-Mareuil enn ho fenn.

Villebois zo pinvidik-braz,
Tad d’eur plac’hik a bemzek vloaz ;
Euruz e c’halle beza
Enn he vloaveziou diveza.

Med Villebois-Mareuil n’eo ket
Eunn den hag a c’hall chom kousket,
Epad ma lazont, forbaned,
Bugale kement ha merc’hed.


Kenavo, merc’h ! kenavo, Frans !
Hag hen enn hent, leun a fisians
Enn he c’hwiziegez,[3] enn he nerz,
Evit difenn gwir ar Boers.

Noz-deiz, e penn he zoudarded,
E koueze war ar forbaned :
Nag a bed kant, e Colenso,
En deuz terc’hennet, anezho !

Siouaz ! war dachenn ann emgann
Ez eo skoet, gand eunn tenn forban ;
Med da c’hoad, enn Afrik skuillet,
O Villebois ! n’eo ket kollet.

Da c’hoad, soudard nerzuz euz Frans,
Da-viken a grio venjans !
Rag, enn despet d’ar Zaozoun kriz,
Bevet ar gwir hag ar frankiz !


————

BAZAD D’AR ZAOZOUN
————

Eur gounnar vraz a verv e kov ann aneval ;
Bezomp war hon evez, Breiz-Izel ha Bro-C’hall,
Rag Bro-Zaoz, a-nevez, a ziskouez he dent lemm,
Ar c’hoant braz d’hon lounka zo skrivet war he dremm.

Chomomp ato dihun, Bretouned, noz ha deiz
Rag, evel a c’houzomp, ar Zaozoun a zo treiz,
Ma n’hon euz ket bepred hon daoulagad digor,
Ho listri buan a vo dem-zost d’hor porsiou mor.

Ma ne vezomp ket treac’h, ann histor hen diskouez,
N’euz netra da c’hedal, diouz ar Zaozoun didruez,
Nemed eur maro kriz, goude kalz a boaniou,
Er prizouniou tenval ho deuz war ho bagou.

Enn da za ! pesketer, ha te, labourer douar,
Ha bazad d’ar Zaozoun, war vor evel war zouar ;
Bouc’hal ar martolod a dle faouta pennou,
Ha talc’h al labourer diframma bouzellou.

Pesketerien Arvor n’int ket kornandouned,
Vel Cornic ha Surcouf int gwir vartoloded ;
Tud ar menez ho deuz, gant kaloun Duguesclin,
Penn ann tregont Breizad euz emgann Josselin.


————

AR ZAOZOUN DIGALOUN
————

Eiz dervez, noz ha deiz, gand he bevar mil leoun,
Al leoun Kronj a zalc’h penn d’hanter kant mil Saozoun
Enn despet d’ho niver, ha da galz kanoniou
Pignet gand ar re-ma e lein ar meneziou,
Epad ma chome c’hoaz gand ar Boers eunn tenn
Ar Zaozoun a goueze niveruz vel kelienn.
Med siouaz ! petra dal kement a nerz-kaloun,
Pa vez enn hoc’h eneb ann niver hag ann naoun ?
Hag ar pez zo gwasoc’h, ar boan skrijuz, garo,
Da gaout ann halan, brein, gant c’houez ar re varo !
Rag ar Boers ivez a goueze puill brema,
Evid en em zifenn pa n’ho d’oa mui netra.
Merc’hed ha bugale, beuzet holl enn ho goad,
A goueze maro-mik, kement ha pried ha tad.
Kronj, evid ho bezia, da c’honlenn’ta neuze,
Digant Roberts ar Zaoz, eunn nebeudik mare.
Hen gwech’all, pa’z oa treac’h, den leal hag a galoun,
En doa lezet ober kement-se d’ar Zaozoun.
Bretouned, selaouit ar pez a respountaz,
D’ar jeneral leal Kronj, Roberts ar muntrer braz :
« Evit bezia da dud, ne dal ket d’id ar boan
« Goulenn, eunn heur ebken, da devel ann emgann !!!
Ouz ar Zaozoun ken kriz, ha leun a c’hwarisi,
Piou’ta n’en defe ket, leiz kaloun, kasoni ?


————

ENN EUR VONT D’ANN TONKIN
————

Hon lestr a rog ar mor ; ann douar zo pell, da-vad ;
Eur c’hougn euz ar Provans, e liou ruz ar pardaez,
A jom c’hoaz eunn nebeud dirag hon daoulagad
Leun a zaelou tener, leun a dristidigez.

Tenval, ha ken pounner eged hor c’halounad,
Eur pennadik goude, war-n-omp ann noz a gouez !
« Kenavo ! bro gaer Frans ! mamm ar gwir hag ar mad ! »
A ganomp holl kerkent, enn eur zevel hor mouez.

Kenavo !... ger tener, hag ivez kriz-meurbed,
Enn nozvez-se dreist holl, e ginou soudarded ;
Koulskoude ni gouskaz, heb sonjal er maro.

Daou vloaz zo tremenet ; med nag a bed, o Frans !
Euz ar re gane d’id « kenavo », gant fisians,
Zo marvet evid-oud, heb klemm, pell diouz ho bro !


————

GOUDE ANN EMGANN
————

Hanter varo kazi gand ann naoun, ar skuizder,
Enn eul leac’h dibabet, d’ann noz, p’en em gaver,
Louz holl gand ar vouillenn,
War eur c’holo fleriuz astennet war ar pri,
Araok en em daoler eur mare da vori,
Me lavar eur bedenn.

Ann hini lavarenn gwech’all, noz ha mintin,
P’oann c’hoaz eur bugelik, war bennou va daoulin
Ha va daouarn e kroaz,
Ar bedenn desket d’in gant va mamm em c’havel
Hag a deue da gerc’het enn eur c’halir, eunn El,
Gand eul levenez braz.

Me bed Mestr ann Elez ha Mestr ar zoudarded
Da gemeret enn Env eneou va mignouned
Maro war an dachenn,
Hag pa’z eo gwir, siouaz ! ne c’hallint er bed-ma
Beza didamallet, Doue, ro da vihana
D’ezho da gurunenn.

Goude, me zouj er gear, er c’hougn goullo, siouaz !
Oc’h pehini va mamm a zell gant glac’har vraz,
O ouela d’he bugel,
Hag em c’housk e kav d’in gwelet va mignounez
O tont beteg enn-oun, gwisket vel ar Werc’hez,
Gant diouaskel eunn El.


————

MARVET WAR DACHENN ANN EMGANN
————


Mignoun, te pehini zo bet test euz va foan,
Pa goueziz mac’hagnet war dachenn ann emgann,
Hag evel eur gwir vreur ec’h euz va dastumet,
Heb aoun ebet, das tro, da veza diskaret,
Araok mervel, mignoun, me da drugareka
Ha da bed da zelaou va c’homzou diveza :
— Euruz te c’hallo war douar Frans diskennet,
Da vihana mervel el leac’h ma’z oud ganet ;
Kerkent ha ma laki war douar hor bro da droad,
Lavar d’ann ekleoiou, da gement tremeniad,
Ounn e-kreiz ann emgann, e gwir zoudard, maro,
Enn eur zalc’her bepred ar zonj c’houek euz va bro.
Ma teufez da dremen eunn deiz dre va farrez,
Etrezek va zi soul e karfenn e iafez ;
Pell da veza maner, bihan eo va lojenn,
Med koantik eo kenan, gand he mogeriou gwenn,
E disheol gwez dero leun a ganaouennou,
E-c’harz troad ar menez ha war ribl ar prajou.
Kea pelloc’h, er jardrin kelc’het gand eur c’harz beuz ;
Tro-war-dro d’eur feunteun a zour iac’huz, ez euz
Eul letonen glaz-kaol, dindan gwez avalou ;
Diou vaouez a weli beuzet enn ho daelou ;
Ann diou vaouez-se n’ho deuz nemed eur zonjezoun,
Nemed eur garantez e gweled ho c’haloun :
Unan a c’hed he map, holl fisians he c’hozni,
Hag he ben ar mignoun dlie beva gant-hi.
O va mamm ken tener ! O va gwir vignounez !

Er Baradoz ebken ho kwelinn eunn dervez.
Med te, va mignoun ker, ma iafez euz va ferz
Evit rei d’ho c’haloun eunn nebeudik a nerz,
Lavar em euz em feiz dalc’het ato fisians,
Hag ounn marvet, enn eur grial : « Bevet ar Frans ! »


————

ENN DISTRO EUZ ANN TONKIN
————


Ne jom mui seurt ebet euz va zi soul Pountlez,
Nag eur pennad moger, nag eur mean enn he bez,
Ann douar am euz flastret em iaouankiz, diarc’henn,
Ann oaled, leur ann ti, zo brema letonen.
Ato me zalc’ho sonj euz ann dervez m’oann bet,
O tont euz ann Tonkin, d’am bro Treflez distroet ;
A-boan arruet e Brest, heb chom da varc’hata,
Setu me, war va zroad — rag em ialc’h n’oa netra —
Da gemeret ann hent a gas war-zu va bro,
Heb sonjal lavaret da Vrest kenavezo.
Klevet reann enn ekleo kanaouenn ar goukou ;
O ! na me rede skanv, enn eur dreuzi Gouesnou,
Plabennec, Lesneven, heb aoun d’en em skuiza,
Rag du-hont, em zi soul, e sonjenn ehana.
C’hoaz eur pennadik hent, hag e welfenn ar mor,
Euz meziou Plouider, ha dor va zi digor,
E-kichenn ar menez, e ribl ster koant ar Zeaz
A ruill he dour arc’hant a-dreuz ar prajou glaz.
Evel eur pesketer, tizet war ar mor doun
Gand eur gwall barr-amzer, hag a drid he galoun
Pa wel, enn eunn taol kount, ann avel o koueza,
Hag ar pors mor el leac’h ma c’hallo c’hoaz douara,
Evel-se me, kerkent eat war-laez ar meziou,
Enn araok ha dillo da daoler va zellou :
War menez ann Toupet, a wez pin goloet holl,
Dindan pere gwech’all e c’hoarienn enn disheol,
War halek ster ar Zeaz, tro-war-dro da Bountlez,

War di soul ann draouienn, e-c’harz troad ar menez.....
Siouaz ! ann huvre kaer, siouaz ! al levenez,
A nijaz a-zindan halan griz ann enkrez,
Rag eunn avel diroll a ioa bet tremenet
El leac’h-se, kaer araok, ha brema dismantret.
Na kriadenn, na kan, enn ear dreist ar meziou
Al laboused a ioa tec’het a vandonnou,
Rag dindan ar vouc’hal ar gwez oa diskaret
Hag a-douez ar skourrou kement neiz diframmet ;
O veza ma n’oa mui gwez evit rei disheol,
Leton glaz ar menez oa brema gwevet holl ;
Ar ster, e pehini, iaouankik e welenn
Skeud ar raoz, ann halek hag ar gwiniz melen,
Skeud kement a loened pere, diouz ar pardaez,
Enn eur vlejal, a deue da zoura da Bountlez,
Ar ster, ken kaer gwech’all, gant skeud kement a draou,
Oa dizolo, siouaz ! a-zindan ann Envou,
Hag er ioul, diwanet el leac’h m’oa leur va zi,
Eunn amprevan, enn heol, a weliz o vori !...
Kollet gan-en fisians, ha va c’haloun rannet,
Setu me da bignat war menez ann Toupet
Euz al leac’h ma weler a-bell ar meziou braz ;
Azezet war eur roc’h, ac’hano me daolaz,
Mantret, war ann draonienn, euz zell hirr ha truezuz.
Ha va zal em daou zourn, neuze me lenvaz druz !


————

D’AM C’HOAR HENA, LEANEZ
————

\relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup { \italic "Allegretto moderato "}
    \autoBeamOff
    \time 6/8 
    a'4 c8 a4 g8 | f g g a a4\fermata  | a c8 a4 g8 | \break
    f g g a4. | a8 a a bes4 a8 | g f e d4. | \break
    e8 f g a4 a8  | g4 d8 e4. | a8 a a c4 a8 | \break
    g a f d4. | e8 f g a4 g8 | e4 f8 d4. ~ | d4 r2 \bar "|."
}
\addlyrics {
Sonj ec’h euz va c’hoar ger euz Tre -- flez Euz hon lo -- jen --
nik a Bount -- lez El leac’h m’hon euz gand hon tud ka -- ret,
Hor iaou -- an -- kiz gaer tre -- me -- net El leac’h m’hon euz gand
hon tud ka -- ret Hor iaou -- an -- kiz gaer tre -- me -- net.
}


Sonj ec’h euz va c’hoar ger, euz Treflez ?
Euz hon lojennik a Bountlez
El leac’h m’hon euz, gand hon tud karet,
Hor iaouankiz gaer tremenet ?

Eiz bugel ez oamp d’ar mare-ze,
gwiziegez, seder ha gae ;
Aliez brema, pa zonjann em bro,
E teuann da skuill daelou c’houero.

Rag ann amzer-ze diouz-omp zo pell,
Ha ni, digor hon diouaskel,
A-gleiz, a-zeou, siouaz ! zo nijet,
Heb mui gallout en em welet.

Rag du-hont p’ounn bet o pardouna,
N’em euz anavezet netra ;
Hor meziou ken glaz, ken dudiuz,
Hirio zo melen ha truezuz.

Gwez ar menez holl zo diskaret
Hag he leton a zo gwevet ;
Euz hon ti ne jom ket eur voger,
Ha trouc’het int halek ar ster.

Evel enn eunn huvre, koulskoude.
Em euz ho kwelet adarre
E ribl ar ster, e ieot ar prajou,
O redet evel oanigou.


Ha diouz ann noz, enn em d’ann oaled,
Dirag eunn tan balan bodet,
Ho kleviz, a vouez huel, o kana
Eur werz kaer da Zantez Anna.

Siouaz ! ann huvre n’eo ket padet,
Ha va c’haloun zo bet rannet
O lavaret, gant tristidigez,
Kenavo da veziou Pountlez.

Va c’hoar ger, plijadur ar bed-ma,
Evel a welann, n’eo netra,
Setu perag sec’homp hon daelou ;
En em welet raimp enn Envou.


————

ENN EUR VONT D’AR PARDOUN
————


Nemed, e-skeud ar c’hleuz, eur roudenn a zisheol,
Heoliet kaer-meurbed oa, mintin mad, ann hent holl ;
Ann dud, a strolladou, re vraz ha bugale,
Dibreder, hed ann hent, vel ann heol a ioa gae ;
Eur zulvez oa, m’ar plij ! deiz eur pardoun oc’hpenn ;
Ar merc’hed, gwisket kaer, a zivize laouen,
Ar goazed, ken kaer all, puret gwenn ho boutou,
A glevet o farsal hag o kana souniou,
Hag a bep tu d’ann hent al laboused ivez,
Evel vid heul ho c’han, a zavo skiltr ho mouez.
Klevet a reat oc’hpenn ar chas stag, oc’h harzal,
Ann anevaled korn, enn draonienn, o vlejal,
Hirvoud ann avelik e lein ar meneziou
Ha klemmadenn ann dour a-dreuz mein ar goueriou.
Kanaouenn, hirvoud, trouz, a-dost koulz hag a-bell,
Enn ear a zave skanv war askel ann avel.
Kement a levenez, a reaz, evel gwech’all,
D’am c’haloun enkrezet, enn eur mare tridal.
Evel da c’houezek vloaz, setu me da gana
Ha da farsal kement eged ar rt c’haea ;
Ne zonjenn ket en doa dourn ann amzer, siouaz !
War va zal roufennek skrivet ann oad, doun-braz.
Enn eur zellet ouz-in, ar re iaouank, m’oar vad,
A deue da vous-c’hoarzin ha da va goapaat,
O lavaret izel : « Sellit, ar c’heazik koz
Ne zonj ket eo ken tost, euz he vuez berr, ann noz ! »
Petra ra-ze, p’eo gwir em oa c’hoaz, eunn dervez,

En eur vont d’ar pardoun, tanvet al levenez,
Hag ann amzer didruez, siouaz ! a vale buan,
Hag ar gozni n’eo ket pell diouz ar re vihan.
Nemed, e-skeud ar c’hleuz, eur roudenn a zisheol,
Ann hent a vezo c’hoaz, da bep hanv, heoliet holl,
Ha pa vezinn maro, dreiz-han e vo gwelet,
O vont gae d’ar pardoun, koz ha iaouank bepred.


————

AR GOZNI
————

A baziou prim hag hirr kement bloaz a dremen,
Amzer griz ar gozni zo dem-zost d’in siouaz !
Em bleo, gwech’all ken du, meur a vlevenn zo gwenn,
Beac’h ar bloaveziou zo pounner vid va diskoaz.

Dizale me ranko kimiada, gand anken
Diouz ar c’hoajou dero, diouz ann draoniennou glaz,
Va daoulagad prennet ne c’hallint gwelet ken
Ar mor o lammet huel dreist reier ann aot braz.

M’em euz kement a geuz o tilezel ann douar
Ma’z eo va c’haloun baour rannet gand ar glac’har,
O sonjal eo ken tost ar mare da vervel,

N’eo ket n’am befe mall da welet va C’hrouer :
Aoun em euz na ve ket ar Baradoz ken kaer
Eged va bro Treflez, perlezenn Breiz-Izel.


————

CREDO AL LABOURER-DOUAR
————
Tennet euz ar gallek : war ann ton gallek
————


Al loar, ann heol hag ar stered enn Envou,
Ar mor ken doun, ann draonienn, ar menez,
Ar ieot er prad, er c’hrinenn ar bokejou,
O Doue krouer ! holl a zo great gan-ez ;
Labourer-douar, dirag eunn ober ken braz,
War-dro kuz-heol pa zoun ann Anjelus,
Va mouez dister a bign euz ann dachenn glaz,
Beteg enn-oud, o Doue ken gallouduz !


Diskan

Me gred enn-oud, Mestr, rag gand eur c’houezadenn,
Enn eunn taol e peb leac’h, da bep tra te ro buez ;
Doue gallouduz, en deuz bet krouet ann den,
Me gred enn da vrazder hag enn da vadelez.

Enn eunn ero, digoret gand ann alar,
Va dourn ledan a daol ann had a-leiz,
Evel ieot druz buan e tiwanont enn douar,
Ha war bep had e sao pennou gwiniz ;
Divezatoc’h ma teu, gand eur barr-amzer,
Ann dachennad holl da veza stoket,
E leac’h sevel va fenn eneb d’am c’hrouer,
Evit pedi, kentoc’h, ez eo soublet.


Ann douar a ro, goude va labour bounner,
Magadurez d’am fried d’am bugale.
Ne rofenn ket evid ar paleziou kaer.
Va lojennik ha va meziou ken gae !
Rag holl, da zul, enn dro d’ann daol dastumet,
Etre va fried, va merc’h ha va mipien,
Em euz fisians da veva pell d’ho c’haret,
Ha va c’haloun em c’hreiz a zo laouen.

Eunn dervez c’hoaz, evel gwech’all ma teufe
Enebourien da goueza war hor bro,
Kerkent, du-hont, gant va mipien me iafe
E-kreiz ann tan, evid herzel out-ho ;
Evit difenn va bro garet, er brezel,
Me garfe rei, ma vije red, va buez,
Hag a vouez huel e kanfenn, enn eur vervel,
Eur weach all c’hoaz, araok diskenn er bez :


————

KOLACH LESNEVEN
————
D’ann Aotrou Roull, rener kolach Lesneven
————


Hor c’holach, er c’huz-heol, a skoe war ar meziou.
Ha diouz ann hanter-noz, oc’hpenn, oa mogeriou
Ken huel, ma ne c’hallo lagad ebet, gwelet
Kear Lesneven, na skouarn, trouz ar ruiou klevet.
Ann or, ato prennet, a ioa war eur ru striz,
Den o tremen enn-hi, nag enn noz nag enn deiz,
Da zeiz ar loar ebken, da lun, tadou, mammou,
A lezet eunn nebeud da vont dreist ann treuzou,
Hag enn eur zal, a-gleiz, e c’hedent ar mare
Da c’hallout eur pennad gwelet ho bugale.
Er c’holach oa daou bors : war unan e welet,
E tri renk, ar zaliou vid ar skol, ar c’housked,
Hag enn eur c’hougn, a-zeou, delesiou da bignat
D’eur chapelik el leac’h, kent eget labourat,
E taoulinemp bemdez, mistri-skol, bubale ;
Eno, pedennou c’houek a zave war-zu Doue.
Dre zor vraz ann ti-kreiz e kouezet er pors all ;
O ! na me blije d’in ar pors braz-se, gwech’all !
Ar pors-se ioa karet, a gav d’in, gand ann holl,
Rag he gwez huel, enn hanv, a roe d’e-omp disheol.
Eur voger, eur c’hael houarn goloet holl a zeliou,
A ioa d’ann traon d’ar pors ; goude-ze jardrinou,
Gand a bep seurt gwez frouez e pere laboused,
Euz ar beure d’ann noz, a gane kaer-meurbed,
Heb, dirag hor mistri, na spounta, na nijal,
Pa’z eant er vali glaz, sioul, da lenn ho brevial.
. . . . . . . . . . . . . . . . .


Eunn deiz, o kimiada diouz va c’holach karet,
E leziz war va lerc’h mistri vad, mignouned
Pere ouelann, siouaz !
Taolet ha distaolet er bed vel eunn divroad,
Euz mignouned ken ker e c’houzounn, divezad,
Em euz dienez braz !

Siouaz ! neuze me ioa ken iaouank, ken dibenn.
Ma n’am oa ket gwelet, e-touez mel va gwerenn,
Ivez eur vestl c’houero ;
Aliez ar c’homzou flour a guz kalz a c’heier ;
A-zindan eur mor sioul ar paour keaz pesketer
A c’hall kaout ar maro.

Evel-se, va spered faziet gant kalz huvreou,
P’az iz diouz Lesneven evit redet broiou
Hag evit klask ar brud,
Ne zalechenn ket pell d’anaout em oa kollet
Al levenez, ar peoc’h hag em oa selaouet
Euz ar bed ar vouez iud.

Evel-se, ken koantik a-zindan ann Envou,
Eur ster a ruill he dour a-dreuz ieot ar prajou,
Skeduz evel ann heol
Beteg ma c’hen em gav war ann aot da redet
El leac’h e-touez ann treaz, eo kerkent killaret,
El leac’h ma ia da goll.


Meur a vloaveziou zo tremenet abaoue,
Med bemdez e sonjann, a vare du vare,
E kolach Lesneven ;
Hag evel pa welfenn dirag va daoulagad
Ann amzer dremenet ha va mignounned vad,
E lavarann laouen :

O ! distroit a-nevez, va bloaveziou ken kaer,
Kalz re gaer marteze, vit beza bet ken berr,
O ! me fell d’in : nijal dreist menez ha traonienn,
Evit das kwelet c’hoaz, o kolach Lesneven !
Klevet va mistri-skol o komz euz Roum, Athen,
O tiviz e daou iez Siseron, Demosthen,

Me lavar... med kerkent e klevann enn ekleo
Eur vouez o c’hoapaat, o respount : « kenavo,
« Kenavo da-viken !
« Ar pez ec’h euz kollet, zo kollet evit mad,
« Ha ne dle chom gan-ez mui nemet kalounad
Mui nemed ann anken ! »
. . . . . . . . . . . . . . . .

Kenavo da-viken eta, p’eo gwir eo red,
Amzer va iaouankiz, va gwella mignouned
Ha va mistri karet ;
Kalz ac’hanoc’h brema marteze zo maro,
Em c’holach marteze ne gafenn, enn distro,
Mestr na mignoun ebet.


Med n’euz fors e pe leac’h hoc’h eat ivez brema,
Em c’haloun e talc’hann ar fisians ar vrasa
D’ho kwelet eunn dervez,
Rag holl omp bet maget gant leaz ar feiz kristen ;
Enn despet d’ar maro, skolaerien Lesneven
Ne gollint ket ar vuez.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

C’houi pere zo brema pleget war ann taoliou
El leac’h ma labouremp, ô c’houi, bugaligou
Ken dinam a galoun !
Deskit kement kentel a zispleg ho mistri,
Evit gallout eunn deiz ouz ann drouk enebi,
Gant nerz vraz hag heb aoun.

Ho iaouankiz a zo vel ann nevez-amzer,
Dirag ho taoulagad pep tra zo brema kaer,
Kement tra zo laouen ;
Labourit vid herzel oc’h ann amzeriou kriz
Ho pezo da dremen, rag al luc’hed eunn deiz
A lintro dreist ho penn.

Hag evel-d-omp, d’ho tro, c’houi vo treac’h d’ar ioulou,
C’houi vezo vel reier pere, dindan tarsiou
A jom sounn, heb krena,
E leac’h beza, siouaz ! ruillet ha diruillet
Evel meinigou skanv pere ne gavont ket
Netra d’en em harpa.


Ia, kredit ac’hanon, ennn deiz ar zonjezoun
Euz kolach Lesneven a roi d’e-hoc’h kaloun
Da zalc’her d’ho kredenn ;
Gand ho mignouned ker ec’h en em weloc’h c’hoaz,
E disheol ar gwez huel ha glaz euz ar pors braz,
Enn eur ziviz laouen.

Meur a weach e sonjoc’h enn ho mistri karet
Pere, vel tad ha mamm, ho deuz d’e-hoc’h desket
Beza mad ha nerzuz,
Hag a-uz ann aoter, e weloc’h er chapel,
Digor-braz he divreac’h, evel vid ho kervel,
Ho Mamm karantezuz !


————

VA GOURC’HEMENNOU DIVEZA
————

\relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup { \italic Allegretto.}
    \autoBeamOff
    \time 6/8 
    \partial 8*1
    d'8 c4. bes8 a g | g f4. r8 a | \break
    c4. d8 f d | c4. r4 c8 | c4. a8 bes c | \break
    d c4. r4 | f,8 g a c4 a8 | g4. ~ g8 r c | \break
    c4. a8 bes c | d c4 ~ c r8 | f, g a bes4 g8 | f4. ~ f8 r4 \bar "|." 
}
\addlyrics {
Pa ve -- zo deuet ar ma -- re E --
vid -- oun da ver -- vel Va le -- zit c’hoaz em
gwe -- le Da ga -- na Breiz -- I -- zel Va
le -- zit c’hoaz em gwe -- le Da ga -- na Breiz -- I -- zel
}

Pa vezo deuet ar mare
Evid-oun da vervel,
Va lezit c’hoaz, em gwele
Da gana Breiz-lzel.

Lakit etre va bizied
Kroaz hor Zalver Jezuz
Ha, gand he groaz, chapeled
Ho Vamm karantezuz.

D’am dremenvan, heb dale,
Tanit eur c’houlaouenn
Me zonjo gwelet neuze
Enn Env eur steredenn.

Pedit holl war ho taoulin
Evid-oun, hed ann noz,
Vit ma vo roet, d’ar mintin,
D’am ene Baradoz.

Ha kerkent barz enn Iliz
Al Libera kanet,
Va lakit er bez, kenvroiz,
War menez ann Toupet.

El leac’h, p’oann c’hoaz eur bugel,
E pignenn ken aliez !
Vid gwelet holl, enn eur zell,
Va bro garet Treflez.

Marteze, beteg enn-oun
E teui, bep eunn amzer,
Trouz ann houl euz ar mor doun
O skei war ar reier.


————
  1. Ar Protestant euz Tremel
  2. Mestr-skol.
  3. En em faziet em euz,er penn kenta euz va levr, gand ar ger gwiziegez : he-ma a dle kemeret al lizerenn z, e leac’h al lizerenn s.