Lizer ar profet Jeremi

Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 85-99)






Lizer


Ar Profet Jeremi


D’ar Gaptivet


Prest da bartia evit Babylon.


————


Allas ! va broys qèz ! va breudeur, mignonet,
Cetu deut an amzer a voa qen redoutet
Abeurs hon tadou côz, hac am boa, hep rebech,
En eur voela dourec, annonçet meur a vech,

Peini zo bet caos d’am glac’har bete hen !
Ne sonjàn mui em glas ; evurus ma c’halfen
Mont da zoulaji pront anqen ho calonou,
Hac a greiz va c’halon poqat d’ho chadennou !
Mes evurussoc’h c’hoas, ma ve dìn permetet
Partaji ganeoc’h ho poaniou diremet,
Hep ho quitat james na dont d’ho tilezel,
Nemet en heur memes ma vo ret deomp mervel ;
Mes gout a rit va chanch, va destination :
Plijet gant va Doue rêi consolation
Ha nerz d’ho calonou da vouga da james
Ar voëz eus an errol hac eus an dromplerez,
Ha da heuill, er c’hontrol, bepret an avizou
A laqàn dêc’h dre scrit, evel ar guir urzou
Eus hor Mestr, hon Autrou souveren, eternel,
A bini vìn bepret an interprêt fidel.
Anaout a rit dija penos oc’h destinet
Abeurz eun Doue just da veza chadennet ;
Balamour d’ho sotis, d’ho coaliou disqient,
E languisfot epad deg vloas ha tri-uguent
Dindan ar chadennou ponner : pebes anqen !
An Assyrianet a ray dêc’h o douguen.

P’o pezo satisfiet epad an amzer-ze
Evit hoc’h oll grimou d’ar justiç a Zoue,
E teuyo triomfant, gant calz demeus a joa,
Da gaout e victimou, neuze d’ho telivra,
Hac e zeot dirac ar bobl qen inhumen,
Adalec an Euphrat da guichen ar Jourden.
Adguelet a refot ho pro carantezus,
En peini vijac’h bet brêma c’hoaz eurus
Ea ho tranqilite, hep chagrin nac anui,
Panevert ar furor eus hoc’h idolatri.
Rën a ra puissant er c’hontre ledan-se ;
Teulet evez enni da renonç da Zoue,
Rac pelloc’h e velfot ebars en Babylon,
Doueou souveren azezet var an tron,
O receo respejou béleyen tromplerien,
An offranç a bere zo ger vil ha qer yen
Evel o chadennou flêryus ha disprijabl,
O zacrilech horrubl, infam, abominabl.
Douguet vent en triomf, renta rêr dê homach ;
Mes na respetet get o statu, o imach,
Bugale ridicul an dromplerez, an ard,
Falz-doueou forjet dre chanch ha dre hazard.

Pa velot an dud sod o redec d’o zemplou,
Teulet pled, va zud qèz, da heuill o exemplou ;
Considerit erfat o zotis dirêzon,
Ha bezit ferm bepret en ho religion.
Pa rentfont d’an idol Baal o respejou,
Rentit d’an Eternel homach ho calonou ;
Disprizit o c’homzou, disprizit o maliç,
Moëz an Oll-Buissant o reduizo d’e c’his :
Mouga rai o c’holer, o furor diremet ;
Gant eur zell eus e beurz e viont discaret,
En despet d’an arrach demeus o c’halonou,
En em venjo d’e dro demeus o zotizou.
Hac int o deus muioc’h demeus a buissanç
Eguet an idolou, pere gant confianç
A bedont d’o zicour evel o doueou ?
Oguen, pe hellont-i ? pa zeo guir o c’homzou,
Discoursiou disordren, qen dizout hac ar pell,
Evel eur c’hoezaden a nich gant an avel.
Ne zeus netra caeroc’h na muioc’h eclatant
Eguet an decoranç eus o goueliou brillant :
Deiz ar solemnite e veler o fennou
Goernisset a rubi hac a berlezennou ;

Oguen, ar vêleyen, livret d’an interest,
Dre zouplerez indign, detestabl ha funest,
Evite o-unan hac objedou mezus
A rezerv qelies eus a ven precius.
Ha c’houi gredfe biqen, Hebreanet êmabl,
O defe bet ornet o graguez detestabl
A c’halonç, passamant, frouez o rapinerez,
Broderez, diamant, rubanou, dantelez ?
Ar plac’het impur-ze, goude beza douguet
Ornamanchou qer caer hac o bea profanet
En prezanç ar bed oll, er guêr a Vabylon,
O rent d’o doueou hardimant, hep fêçon !…
Alies o gueler en voulouz, pourpr ha sey,
Ar falz-doueou-ze eus ar prénvet ar prey ;
Mes hac exant int-i, daouest d’o guiscamant,
Da vergla, da retorn en poultr hac en neant ?
Eur chaden alaouret, ha carcaniou perlez
A vrill en o c’herc’hen gant eclat alies ;
A boan ar vreg yaouanq zo nevez eureujet,
En em guempen qer brao da blijout d’e friet.
Unan a zoug ar sceptr ha curunen eur prinç,
A reprezant ar chef, ar penn eus eur brovinç,

Mes hac én ell sevel eun arme buissant,
Hac eun nombr infinit a zoudardet vaillant ?
Hac én a ell morse condaoni d’ar maro
Pe lêzel en buez, er fêçon ma caro ?
Un all, hac én armet a dal an troad d’ar pen,
A vel laerez e denpl, hep gallout en difen ;
Mes hac én zo fachet demeus eur sort affroni ?
Hac én zeu da guemer eur vizach divergont ?
Adoratourien vil a guer sôd idolou,
Brizit a doliou dorn hevelep doueou…
O Ministret jalouz eus ar soign d’o difen,
D’al laeron a opoz mil morail, cant croguen ;
Destum a rêr anê qer serret ha qer clos
Hac eul laer assassin e fonç ar basse-fos,
Pe otramant evel eur c’horf marv en e ve,
Pe vel eun den coupabl eus a les-majeste.
Eur gaouen, eur sparfel, ha calz a eünet all,
Var o c’horf, o daouarn, a veler o nijal,
Pere, pa vent fatiq ; coulz en deiz hac en noz,
A nij var o c’heinou da c’hludal, da repos :
En creiz o daou gostez, ar guennili spontic
A boz e neiz, e viou, a straq e asqellic.

Pez seurt doueou-ta c’houi gont int ar reze ?
Ah ! qemerit courach, na rit van aneze ;
Nebeutoc’h danjerus evit nep o ador,
No redoutit-qet ta, na rit dê nep henor.
Hac int o deus biscoas eprouvet santimant ?
Tolet er voull, hac int en em glêm seulamant ?
Mar goeler en o zempl eur c’honcour qer nombrus,
Petra zo caos a ze ?… finessaou mezus.
Ah ! petra, ne rêr qet evit conserv ar charm !
D’eun netra ve sonet an tocsin, an alarm.
Ar sacrificatour, da drompla pobl ar vro,
A ra touza qempen e benn hac e varo,
Ha gant un êr tener, trist ha defiguret,
E vantel e traina, hac e zae difrêzet,
E scô var e beultrin ; a boan en em draino
En eur yudal evel en fest an dud maro.
Ar bobl dall, anchantet, o heuill eus a bep tu,
Ha gant hast peb-unan a zecor o statu.
An templ, a boan serret, e teu gant vanite
Graguez ar vinistret, coulz hac o bugale
Da zouguen en publiq dillat o doueou,
D’en em bari gant reûs eus an ornamanchou.

Mar deif dre ancouez, o livach alaouret,
O figur en instant zo ridicul meurbet :
Ha souden e c’helver artisanet habil
D’o renta caer-ous-caer en eur fêçon suptil.
Antreteni qement idolou hep buez,
Ha n’en deo qet sevel un templ d’ar follentez ?
O hini-int zo bras, n’ouſet qet, ep ruya,
O guelet qer presset da zont d’o zervicha.
Pepini da renta dê respet hac homach,
A c’hoari dirazo eun indign personach :
Unan o briata, var boez en em grevi,
O laqa var e chouq evit o henori ;
Eun all, var e zaoulin, a brezant ezanç dê ;
Emàn zo prosternet humblamant diraze ;
Ennont, en o henor, a gompoz canticou,
Hac erfin, peb-unan a fredon o hymnou.
Oguen, Hebreanet fur, prudant, avizet,
Blamit o manielou, memes o disprijet ;
Rac, mar en em dromplont, penos o tromplfent-y
Dre finessaou vên, qer zod, qen entourdi ?
Disqeuzit hardimant o zroyou, n’en deus fors :
Ra vezint da james devoret gant remors.

Ministret ! offr a rêr d’an doueou vil-ze,
Qig, ha rost, ha bêro ; pebez indignite !
Da biou e virit-u hevelep offrançou ?
Allas ! tud maleurus ! insansibl ous clêmou
An intanvezet paour, hac ar minoret qèz,
En o miret d’ober fest en ho tieguez.
N’en deo qet ar peinter, e vicher, e speret
A forch an doueou ; mes piou benac o fed.
Ar re eus an Egypt hac int a ve qer bras,
Ma n’en em brosternfet pelloc’h dirac o faç ?
Hac int o deus morse reglet ar fortuniou,
Ar bloaz nac ar sêzon, ar miziou, an deiziou ?
Hac int o deus biscoas e nep fêçon rentet
Nac an drouc nac ar mad o deve recevet ?
Hac int a ell lemel pe laqat var an tron,
Hervez o bolontez, en o discretion ?
An Eternel hepqen en deveus ar pouvoar
Da zevel eur roue, p’otramant d’en discar.
Me guev hanval o sceptr demeus eur gos-qeyel :
Hac int a ell ampech an den paour da vervel ?
Hac int a ell ordren d’ar gliz, d’ar glao coeza
Var goure an douar evit e ranima ?

Hac int a rent justic, hac a zeu da venji
Ar rouantelezou vexet dre jalouzi ?
Hac int o deus mouguet an tan-goal e neb lec’h ;
Na lamet ar paour-qèz eus a zindan e vec’h ?
Hac int a ro sicour d’ar minor glac’haret,
D’an intanvez he goaz, ha d’ar goaz e bried ?
Delivret o deus-int biscoas an artizan ;
A c’hrif ar pinvidic, mab hena da Satan ?
Hac int a rent james d’an dud dall ar guelet,
D’ar mab e dad maro, d’an tade vab caret ?
Jujit eus o gallout : en instant ma veler
Sqeud an enemiet er c’hanton, er c’hartier,
Ar vêleyen spontet hac effarouchet oll
A guemer pront an tec’h gant o doueou foll.
Hac int a ve sujet, an doueou ven-ze,
D’ar seurt accidantou trist, faohus evite,
Ma c’halfent gant ur zell, evel an Eternel,
Var ar bobl agressour lanci toliou mortel,
Ha gant eun tarz curun, messajer eus e c’hloar,
Ober dezàn retorn en calon an douar ?
Ar bed oll estonet, princet ha rouane,
A vezo regretant en goelet o ene

Da veza bet heuillet lezennou detestapl
Fals-doueou tromplus qen vil, qen disprizabl.
Penaos, a lavaro pepini eus anê,
Eun devez a zeuyo, ni ta zo bet ar re,
Hon deveus hon-unan roet an exemplou.
Da heuill an idolou, da zevel dê templou ?
Allas ! ne zeus enne nep merq a zantimant :
A vein pe goat int grêt, a aour pe a arc’hant,
Effejou trist un art, pe deus ar follentez,
N’o deus gant ar C’hrouer nep hevelediguez :
Hac int o deus erfin hon rentet-ni mestrou
Var ar bed en antier, curunet hor pennou ?
Allas ! ne dleomp mui beza tam estonet
Eus hon affliction, hor maleur tremenet,
Rac int zo bet qiriec d’hon oll adversite ;
Int o deveus tennet varnomp coler Doue.
O ! ni so bet tromplet !… Cetu pez discourziou
A zalc’hfont, en eur scuill eur rivier a zaelou.
Victimou ar gueyer, bêleyen execrabl,
Pell e tromplet-u c’hoas ho mestrou respectabl ?
Ar C’haldeen memes a ra goab aneze,
Bep moment e vlasfem an Doueou vil-ze.

N’o deus idol ebet brassoc’h eguet Baal ;
Hac int o c’hout erfat penaos netra ne dal,
E c’heont d’an auter eus an idol infam,
Gant eur mud afflijet azalec côf e vam,
Hac e leront dezàn : O ! Doue galloudec !
Hep mar an den-mâ zo bet ec’h andret qiriec ;
Mes priz aziouc’h e benn arrêti da venjanç,
Ha disqeuz ec’h ouzout ancouât an offanç.
Te, Doue puissant, peini gant furnez
A c’houvern hor provinç hac hon rouantelez,
Hac ac’h eus bet crouet ar bed universel,
Te ell e zistruja pa guiri gant ur zell.
Admirabl en peb tra, te zo bet a viscoas
Enoret gant an oll. Hor princet crénv ha bras
O deveus soumetet o stat hac etajou
Dindan da buissanç ha da c’hourc’hemennou ;
Erſin, te peini, dre da vouir vadelez,
Hor c’honsol ordinal en hon tristidiguez ;
Disqeuz da buissanç, sell ar mizerabl-màn,
Rent yac’h ar maleurus, digas ar gomz dezàn,
An Doue ne ra vân ; ar bobl a guemer fent,
Ar sacrificatour a ven coll e sqient ;

Ar c’hlanvour a hirvout, an oll en abandon,
A lèz doueou zo noazus da Vabylon.
C’hoas ar guêr idolatr en em guev henoret
Gant un divinite lubric, ampoezonet :
Ar graguez dizordren, infidel, hep henor,
Deiz gouel an doueez hep mez en em decor
Eus an ornamanchou pinvidic, eclatant,
Brodet, passamantet en aour hac en arc’hant,
Ha neuze vit surpren, deceo pe charmi
Calon ar galantet hac an dremenidi,
E reont en dro dê, gant calz eus a lorganç,
Dêvi parfumou rar hac ar pura ezanç ;
A rubanou fleuriet e formont eur chaden
Evit en em delc’hel assambles a vanden
Da vont d’an heur merqet, pa glêvont ar signal,
D’an Templ d’en em disqeuz, da yudal, da vragal.
An estranjour a deu gant ast evit guelet
Ar vanden impur-ze eus a fumelezet ;
Eno, var daillerou trompus, qer caer stlipet,
E pourmen e lagad lubric hac egaret,
Ha goude beza choazet en e ziscretion
Objet e voal dezir d’e vrutal passion,

An objet-ze effrontet, e lec’h goela dourec,
Demeus e c’honzortez a zispriz ar guenet.
Ennes, Hebreanet, eo an henor affrus
A rentont, deiz he gouel, d’an doueez Venus.
Hac én a so possubl demeus ar galonou
Ober ar sacrifiç da guen vil doueou ?
Mar greont aon d’an nep a zo control deze,
Eo rac ma zeo spontic nep a grën diraze :
N’en dint eta netra nemet guevier, allas !
Errol ha tromplerez e zint bet a viscoas.
Eur fantazi gadal o laca var an tron,
Eun all, en eun istant, o rent en abandon ;
O gloar, o disprizanç en em heuill pen da ben,
Hervez ma teu d’an dud calz pe nebeut ambren,
An astrou merveillus, an eol brillant, al loar,
A zo mat hac util d’an den var an douar,
Ha nonpas doueou dall, ha bouzar, ha mud,
Nemet d’en em drompla ne zervichont d’an dud.
En nozveziou teval, al loar a sclêrijen,
An eol a form an deiz gant e rayonou guen ;
An avel furius, pa c’hoez e zoufledou,
A zisqeus peguer bras eo Mestr ar c’hurunou ;

A c’houabrennou scuëltr en deus ornet ar bed,
Ha pa gomz e parti neuze sounn al luc’het ;
An tanfouëldr, pa gommand, a c’hrill ar meneziou,
A ravach ar c’hoajou, a losq ar blenennou.
N’o pet qet ta aon rac doueou Babylon,
Mui a spont, a vorc’het, nac aprec’hantiou,
Evit eun elefant p’otramant eul loupard,
Rac eur spontail a ve laqet en creiz eur parc,
P’otramant rac ar spern hac an drein eur pincin,
Var bere, bep moment, e trip hac e vadin ;
Pe c’hoas eur c’honqerant rac ar c’horfou maro,
Pere, goude’r gombat a rayo pa garo
Da laqat en douar, potramant da zêvi,
Potramant o lêzo gant ar chass da zêbri.
An den just a zetest ar fals-doueou-se,
Hac bep fent ec’h ador epqen ar gouir Doue,
Hac elêc’h, evelte, caout eur vez eternel,
E dâl a zougo merq ar c’hachet immortel.


FIN.