Arguamant eus a lizer Jeremi

Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 83-84)






ARGUAMANT


EUS A LIZER JEREMI.


————


Ar Profet, goude ruin antier Jerusalem, separet eus e guenvroys, pere a gare hac a cherisse, en despet d’an droug o devoa grêt dezàn soufr, hac o falvezout dezàn laqat antren en o c’halon an oll gonsolation a beini e voa capabl d’o zoulaji, a scrifas dezo al lizer caër a zo amâ varlerc’h, hac e cargas Baruch, e zisqib hac e zecretour, d’el lenn d’ar Judevien, prest da bartia evit lec’h o c’haptivite. Jeremi a ziouganas dezo, eus a beurs Doue, ne zortiint eus a Vabylon nemet goude seiz rum tud passeet. O exorti a ra da nonpas en em revolti a enep an dorn o sco gant qement a justiç, hac ec’h angach anezo ardammant da nonpas dont da imita ar Vabylonianet er c’hult impi a rentont d’o idolou. E lizer a zo carguet a rêzoniou eus ar re greva, hac eus a gomparêzonou ar re barfeta, evit prouvi o neant hac o vanite. Teulet a ra eur ridicul figus bras var o fals doueou, var ar c’hult profan a renter dezo, var an abomination, an interest, hac ar bividiguez abominabl eus o bêleyen detestabl.

Propter pec ata quœ peccastis ante Deum, abducemini in Babyloniam captivi à Nabuchodonosor Rege Babyloniorum.
Baruch. ch. 6. v. 1.


————