R. Prud’homme, 1903  (p. xi-xiv)



LIZER PAERONIAJ


SKRIVET D’AN AOZER GANT AN AO. KERJEAN


Person Sant-Marzin Montroulez


————


Va Mignon ker,


Ama, ganeomp-ni, Leonis, ema ar c’his gant ar vugale da vont var an hent, eur pennad eus ar ger, da c’houlen lodik eus ar pardon digant ar re a vez bet o pardona. Gweach ma tapont eun aval pe eur beren, gweach eur vetalen pe eun dizenez[1]. Gant an dra-ze e ve kement a lorc’h enno, pe dost, evel ma vichent bet o-unan o pardona.

Eur galon vad a Vreizad, evel maz eo hoc’h hini, n’helle ket mankout da zonjal en ho kenvrois ; hag, o vont da bardona el lec’h santella a zo var an douar-ma, c’hui a zonje digas lodik eus ar pardon d’ar vignoned a oa chomet er ger.

Ho sonj genta a zo bet ranna ar vad ho poa dastumet en ho peach santel en eur gazetennik goant hanvet Kroaz ar Vretoned, Ar vignoned a gave eno eur begadik bep sizun da zuna, Mes ar begadou-ze n’oant ket founnus avoalc’h da derri naoun o c’halon gristen ha breizad. Goulennet o deus diganeoc’h histor Ma Beach Jeruzalem, n’eo ket tam ha tam, mes en he fez, en eul levr. Hag e kinniget d’ezo hirio eul levr kaer, skrivet gant ho pluen drant ha skanv, en ho yes karet, marellet gant skeudennou koant.

Me ’zonj o devezo joa, goalc’h o c’halon.

Ober a reot, ouspen, eur vad dispar d’ezo.

Eun dra vraz a vanke da gals a Juzevien a veve en amzer Hor Zalver Jesus-Krist : ne gredent ket ’oa Doue an den-ze a velent dalc’h mad dirak o daoulagad, o ren eur vues santel, hag oc’h ober miraklou a ziskueze ervad goulskoude ’oa Mab Doue, Doue evel e Dad a zo en nenv.

Ni, kristenien katolik, a gred stard hag a gompren mad Hon Zalver benniget a oa Doue. Mes na gomprenomp ket kouls ’oa den ives, hag en deus bevet bues an dud, hor bues-ni, en eur c’horn douar a zo pell dious hon hini ha dishenvel dioutan.

Kredi e reomp a dra-zur ’oa den eveldomp ; mes ne gomprenomp ket avoalc’h peseurt mad den ’oa ha pe doare en doa da veva. Gouzout an traou-ze a zo c’huek d’an oll.

C’hui, va mignon, ho peus guelet doare an dud du-ont hag o gisiou. Eno, ar c’his a jench nebeutoc’h eget en hor bro-ni, Breizis. Ar merc’hed a zo goloet ha paket o fenn hag o bleo hirio ken deread hag en amzer ar Verc’hes Vari. Ar zae a zo endro d’ar voazed a zo kel ledan ha ken modest hag an hini a c’holoe Hor Zalver. Meur a veach, marvad, o velet ar vugale gant o zammik sae hag o bleo rodellet, ho peus gwelet en ho sonj ar Mabik Jesus.

An douar dreist-oll na jench ket… hag an douar-ze ho peus breset eo an hini en deus harpet izili tener ar Mabik Jesus e Bethleem.

Bethleem, Jerusalem hag ar c’heariou-all a zo atao, var nebeut avoalc’h a dra, ar pez ma oant en amzer Jesus. Ar menesiou, an traoiennou, ar parkeier a zo ar memez tra, nemet n’int ket goloet gant ar guez glaz hag an drevajou drus, n’int ket marellet gant ar bleuniou koant evel ma oant d’ar mare-ze. Bro Jerusalem n’eo mui hirio ar vro venniget ha pinvidik a rede enni al leas hag ar mel ; milliget eo bet gant justis Doue abalamour d’ar goad a zo kuezet varni. Mes ar fount, ar vein, an douar a zo eno c’hoas, ha warno Jesus a zo tremenet gant e dreid noas. Ar c’horn ze euz bolz an nenv, digoc’hen epad an deis, steredennet epad an noz, eo al leac’h ma save Jesus, noz deis, e zaoulagad krouet war zu e Dad a zo en nenv, du-ont dreist an oabl glas.

Eas eo d’eoc’h brema, pa lennit an Aviel pe ar Skritur Zakr, kompren ha guelet freaz dirazoc’h an Den en deus bevet epad tri bloas ha tregont er c’horn douar-ze evit ho savetei ha savetei an oll dud. Eas eo d’eoc’h beva e sonjou ar feis gristen.

En ho levr « Ma Beach Jerusalem », c’hui a skriv ker piz ha ker sklear kement kamed ho peus great, kement tra ho peus guellet ha kement sonj a zo deuet en ho speret, ma c’hell ho lenner guelet ker sklear ha c’hui ar Vro Zantel.

Konta a rit d’eomp en ho levr pegen koant eo tremen var vor etre an Itali hag enezen vraz ar « Sicile ». En eur vont, o velet taol tagad dudius kear a « Messine » gant an touriou tan hag ar goulaou skedus a lugerne var ribl troidellus ar mor sioul, eur belek eus eskopti Roazon a lavare d’in : « Oh ! peger kaer eo ar veach-ma ! Me a lavaro d’am zud lakat arc’hant a gostes da zont ama. — Va mignon, eme dezan, petra a leveroc’h ’ta pa vezo an Douar Santel dindan ho treid, pa c’hello ho taoulagad para var ar c’hraou m ’eo ganel hor Zalver, var ar bez m’eo bet lakeat e gorf maro, pa c’hello ho muzellou staga var mein Gethsemani ha karrek ar C’halvar !!! — ’Meus aoun, c’hui, emezan, a zo o tizrei evit an eil gweach d’an Douar Santel, — Ya. — Mad, emezan, me ’zonj e rin eveldoc’h ; ha n’am ezo ket avoalc’h gant eun dro da velet traou ker kaer ha ker c’huek. »

« Ma Beach Jerusalem » a zo great ker koant ganeoc’h ma savo c’hoant gant meur a hini eus ho lennerien da vont du-ze. Ar re n’hellint ket ober an dispign pe gouzanv ar skuisder a gompreno (da vihana) skleroc’h iviziken doare ar beg-douar a zo bet test eus bues ha maro Hor Zalver.

Evidomp-ni, va mignon ker, hag ar re a ielo var ho lerc’h d’an Douar Santel, a lavaro a-unan ganeoc’h a greis kalon : « Unan eus ar grasou kaera a c’helle Doue ober d’in, ’oa guelet ti ha bro an Ao. Doue. Kentoc’h mervel, eget ankounac’hat ac’hanoc’h, Bro Zantel Jerusalem ! »

Ra guezo varneoc’h ha var ho levr bennoz an Ao. Doue.

D’eoc’h a greis kalon,


KERJEAN,
person[2].


Lampaul-Guimiliau an 8ed a viz Mae 1903.


————
  1. Eur chapeledik a zek greunen.
  2. An aotrou Kerjean a zo person e Sant-Marzin Montroulez, abaoue an deziou divezan a viz goueren 1903.