Loden gentan — II.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 3-5)



§ II. — EUR ZELL WAR ISTOR BREIZ-VEUR. — AR GELTED HAG AR ROMANED


Mes arôk komz eus ar gêr-ze, hag eus ar gouelio kaer a zo da vean enni en enor d’ar Zakramant adorabl, ec’h ê ret d’imp gouzout piou ê ar Zôzon ha, dreist oll, petra a zonjont diwarbenn ar relijion. Ha setu hon deus d’ober eur zell ouz o istor. Ne gredan ket, lenner ker, e kavfec’h an istor-ze divlaz : rak an douar mac’h ê gwriennet ennan ar ween grenv ha bueek a rêr anei rouantelez Bro-Zôz, n’heller ket hen finval hep kaout ennan roujo tado koz ar Vretoned.

Hanter-kant vlâ arôk donedigez Hon Zalver, da laret ê, tost da daou vil blâ zo, ne oa nemet Kelted en tu gwalarn (nord-ouest) eus an Europ, Kelted hag a oa hanvet : Galloed, elec’h eman breman Frans ; Bretoned, en enezen a zo hirie Bro-Zôz Goedeled pe Gaeled, en enezen Iverzon (Irlande), hag en enezenig Man[1]. Enezen ar Vretoned pe, mar dê gwell ganac’h, enezen Breiziz, a douge an hano a Vreiz berr ha berr. Ezom ebet d’he hanvou Breiz-Veur, penegwir, d’ar c’houlz-se, ne oa ket c’hoaz Bretoned en gourenez Bro-Arvor : homan n’he devoa ket c’hoaz, evel m’he deus hirie, an hano a Vreiz-Vihan. Iverzon a oa hanvet Hiberni gant ar Romaned.

Ar Romaned-se, a oa dija kement a boblo en o domani, a fellas d’ê ive lakat o c’hraban war broio ar Gelted.

Hini ar C’halloed a skrapjont da gentan : hanter-kant vlâ arôk donedigez hon Zalver e welomp anê o kemer troad dre oll enni, betek en gourenez Arvor. Ha dre-oll, ar gwasan ’zo, e vougent ar spered keltiek. Yez ar vro zoken na harz ket oute : trec’het ê gant al latin, o yez i : al latin-ze a gemero, pa vo bet drailhet ha dislivet, an hano a c’halleg.

Kant vlâ goude, da laret ê, hanter-kant vlâ goude donedigez Jezus-Krist, eman ive ar Romaned en Breiz, hag int doujet hep dale gant an oll. Esaat a ra ar Vretoned stourm oute : mes, dre ma n’int ket a grenn evit en em glevet, e plegont abret. Mirout a reont koulskoude spered o gouenn, yez ha gizio : abalamour ma oant kaletoc’h a benn evit Kelted Bro-C’hall, ne roent ket kement a grog d’ar spered latin.

Kelted Iverzon, avat, na weljont gwej ebet ar Romaned en o bro. Kaeroc’h so : int eo ac’h eas d’o heskinan en o enezen Breiz. Eul loden anê, Skosiz o hano, a dreuzas ar mor hag ac’h eas da chom er c’hourenez a ra evel eul lost da enez Vreiz war du an hanter-noz. Kaledoni eo an hano a roe ar Romaned d’ar chorn douar-ze. Mes aboe ma oe bet kemeret gant Skosiz, e tougas an hano a Vro-Skos. N’ankouaomp ket ec’h ê Gaeled Skosiz, penegwir e teuont eus Iverzon, hag ec’h int dre-ze breudeur a ouenn hag a yez da Iverzoniz.

Eus o bro neve, eur vro dosennek elec’h ma oa êzet d’ê en em difenn, e tiredent alies war al loden eus Breiz a oa an dostan d’ê hag e skrapent diouti ar muian ma c’hallent a vado. Bean oa lejiono d’o argas. Mes ar Skosed, pa vije poent, a ouie kemer an tec’h hag en em denn en o meneio : ac’hane zoken e rênt gwap ouz ar Romaned. Petra a reas ar re-man ’benn ar fin, nemet sevel diou bikol moger, an hini diwean war vord Bro Skos. Deus homan e chom c’hoaz meur a damm hag a ziskoe ec’h ê ganti an enezen a-dreuz, eus eur mor d’ar mor all : ugent troatad a uhelder he devoa ha pevar-warn-ugent a ledander.


Mad a reas al lejiono he sevel, rak an enebourien ac’h ê war grenvaat. Eur rum Gaeled all, Pikted o hano, a oa deut da rei skoazel d’ar Skosed.

Koulskoude e oa mat awalc’h ar bed gant ar Romaned, gwaskedet ma oant gant an diw voger. Dre-ze ive ar Vretoned a difennent a veve dinec’h, hag ahendall n’o devoa ket re d’en em glemm eus mistri o bro.

Mes setu a greiz oll al lejiono galvet, er bla 410, da zistrei war o c’hiz betek Bro-Chall, laret d’ê kimiadi da vat diouz ar Vretoned. Gwaz a ze evit ar re man, evel m’hen gwelfomp diweatoc’h. In n’hen ouzont ket c’hoaz.

  1. Etre Bro-Zôz hag Iverzon.