Loden gentan — III.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 5-8)



§ III. — PENOS Ê BET KRISTENET KELTED BREIZ-VEUR HA RE IVERZON


Ar pez avat a oar Breiziz, ec’h ê ma tleont d’ar Romaned o fe gristen. Ha meur a bobl all a dle d’ê kement-all. An Otro Doue, ’n eur lezel anê da lakat dindan o domani ar-bed a bez, koulz laret, ha da ziski d’ean komz latin, a zeblante bean digoret an hent da brezegerien an Aviel.

Bepret eo e welomp en Breiz tri eskob, da vihanan, adalek ar bla 314, ’pez a ziskoe he devoa klevet, pell arôk, mouez ar visionerien. Ha kement-se n’ê ket souezus. Meur a gristen en em gave e-touez ar Romaned. Eur gristenez zoken e oa Pomponia Groekina, gwreg ar prokonsul Plautius, a gommandas eur pennad en Breiz armeo Rom. Eur gristenez ive Claudia, eur gristenez ganet en Breiz, hag a oa dimeet d’ar senedour Pudens. En em bleustri eta a rê ar gristenien hag ar Vretoned.

Piou avat a hadas da gentan en Breiz greun an Aviel ? N’ê ket êzet hen laret. Komz a rêr eus sant Alban, eus sant Aaron hag eus sant Julius a Gaerleon  : mes n’ouzer, da zur, nemet nebeut a dra diwar o fenn.

Mar n’ê ket an istor dre skrid, an hini a ziskleri ar gwellan ar wirione, evit laret d’imp penôs ha pegoulz da just e teuas Breiz d’anaveout ar fe gristen, e c’hellomp mont da gât ive an istor dre gomz. Laradenno hepken he deus da gontan d’imp, livet m’eo bet ganti ar wirione. Mes dindan al livaj-se e ve alies treo ha na vent ket bet invantet a bez.

Kontan a rêr ec’h ê Josef Arimati, unan eus an daou zen a zoare a zebelias hon Zalver, abostol kentan Breiz-Veur. Ha setu aman penôs. Ret d’ean tec’hel rak ar Judevien, a wallgase diskibled Jezus, ec’h eas ’trezek ar mor, kemeret gantan ar besel zakr a zervijas d’hon Zalver en e goan diwean. Laket an nevoa zoken ennan eun nebeut takenno eus ar gwad a skuilhas Jezus war groaz : eun tensor talvoudus, mar zo.

Eur pennad amzer goude e tiskenne Jozef war douar en tu ar c’huz-heol eus enezen Breiz, ha gantan daouzek diskibl. Eur lec’hig didud ha dour-mor endro d’ean pe gazi, a gemeras evit e chomaj. Bean a zo hag ac’h ê ar c’hourenez-ze evite enezen Avalon. Sevel a reas Josef enni eur chapelig gant barro haleg kroazet an eil a-dreuz d’egile. D’ar Werc’hez e oe gwestlet ha Jezus e-unan a deurveas he dedian. Er lec’h-se e weler breman kêr Glastonbury, e-kichen gwazien vor ar Severn, en Bro-Gornwal.

Ni, gant hon spered douget da varn ha da bouezan piz pep tra, na gemeromp ket se penn da benn evel eun dra wir. Mes hon zado koz a blije d’ê kridi e oa tremenet an treo evelse. Hag ar greden-ze a chomas beo pell pell en o zouez, penegwir, wardro an 12et hag an 13et kantved e oa ledet dre oll, n’ê ket hepken en Breiz-Veur, hag en Breiz-Vihan, mes en Bro-C’hall zoken, istor ar Graal-Zantel. Rak a gir-ze a deu gantan ar besel zakr an nevoa digaset gantant Josef Arimati. Kontan a rêd e oa bet kuzet ar besel-ze en eur lec’h amwel, eur palez spirituel, ha ne c’halle bean kavet nemet gant eur marc’heg glan ha gwerc’h. Ac’hane an oll gontadenno rimet a zo bet savet wardro an drizekvet kantved en Kymry, enne marc’heien evel Perseval ha Lanselot, o fouettan bro ’n eur glask ar Graal-Zantel.

Kement-man diwarbenn sant Josef Arimati hag ar veaj a rêd d’ean gwejall ober en Breiz evit kas di an Aviel. Hep pouezan pelloc’h war ar sort laraden, heuilhomp hepken an istor dre skrid ha yennomp en hon spered e oa kristen Breiz a-bez a benn ar blâ 410, pac’h eas armeo Rom war o c’hiz ; ya, a-bez, nemet tu an hanter-noz, bro ar Skosed hag ar Bikted. Ha c’hoaz ? ha c’hoaz ? Ar bla-se pe wardro e oa digemeret gant ar re anê a veve an tostan d’ar Vretoned o misioner kentan, sant Ninian.

Ar bla-se ive e oa beleget en Rom eur pôtr yaouank an nevoa evit tad unan eus ar mestro arme a c’houarne war soudarded Rom en Breiz an Hanter-Noz. Mes digoueet e oa gantan bean laeret d’e dud gant laeron eus Iverzon, ha bevan evel prizonier en o bro epad c’hwec’h vla. Hadkavet gantan e liberte, ec’h eas da Rom. Neuze en em lakas da studian evit bean beleg, dre m’an nevoa c’hoant da vont da gas ar gwir fe d’Iverzoniz, a ouie e oa paianed. E hano eo sant Patrik, eun hano c’hoaz karet hirie gant Iverzoniz, hag enoret ive, penegwir e saludont sant Patrik evel patron o bro. Ha n’ê ket hep abeg : hen eo an neus goneet Iverzon d’ar fe gristen ’n eur brezeg hen e-unan ha ’n eur zevel dre-oll skolio ha manatio a lake kristenien da ziwan endro d’ê.

En Armagh e kemeras hen e chomaj hag aboe arc’heskob Armagh an neus dalc’het bepret ar renk kentan e-touez eskibien Iverzon. An enor-ze an neus hirie an ôtro ar c’hardinal Logue, a welfomp ’vit an deio en Londrez.