Loden gentan — XV.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 32-34)




§ XV.— AN ILIZ KATOLIK GWASKET GANT HERI VIII. — EUN TAMM EHAN DINDAN MARI TUDOR


Mes, siouaz ! tost da bevar c’hant vlâ goude, er blâ 1533, e sav en Bro-Zôz eur gorventen hag a fell d’ei skuban dre-oll ar fe gatolik. Dont a ra diwar an Almani hag ar Suis, eler’h m’he deus dija dallet kalz a gristenien gant fals-kredenno Luther ha Calvin ha distaget ’nê diouz an Iliz Roman.

Ar brotestantiez eo an avel foll-ze. Eun hirizi e oa, dre ma chanje ar c’hredenno a oa bet beteken hag a viskoaz re an Iliz Roman, gwir Iliz Jezus-Krist, ha war eun dro e oa eur skism, dre ma leme digant an Iliz-ze he bugale, evit o lakat da zenti ouz tud-all.

Koulskoude ar gelennadurez protestant na lare ket kalz tra d’ar Zôzon na d’o roue Heri VIII. Heman a enebas zoken outi da gentan. Mes mar doa eün a spered, e galon a goueas klanv, klanv da vean brein. Skwiz o vevan gant e wreg ha c’hoant d’ean da gaout eun all, e c’houlennas digant an Tad-santel ar Pab, ma torrje e zimei kentan. Heman na blegas ket. « Mâ ! eme Heri : êt ar Pab da vale gant e lezenno. N’am eus ezom ebet anean evit laret d’in petra am eus d’ober. Diwar vreman e fell d’in ober pez o deus grêt prinsed an Almani ; en em zistagan a ran dioutan ha war dro ganin e tistagan ma fopl.

Ar blâ 1533 ec’h ê torret e zimei gant arc’heskob Kantorbery, eun arc’heskob dinerz, ma zo bet, hag ar roue a zime d’an hini an nevoa c’hoant d’ezi. Evel p’an nije bet eur skourje, e lak an darvuian eus penno bras e rouantelez, barnerien, eskibien ha noblans, da blegan d’e frouden ha da rei penn d’ean. Setu-han, er blâ 1534, hanvet mestr pe pab Iliz Bro Zôz.

Ha gwaz d’an neb na gavo ket mat kement-se. Gant e benn e pêo e hardiegez. Fe, meur a benn a goueas evit bean chomet sonn dirakan, en o zouez hini an eskob santel Fisher, ha hini Thomas Morus, sieller ar rouantelez. Prestik goude ec’h ê distrujet ar c’houencho (578 anê), dre urz ar pab neve, ha laeret o mado digant al leaned hag al leanezed. Mar gê esperniet an ilizo, e tizakrer an diabarz anê : d’an avel pe d’an dour relego ar zent, ha d’an horz, d’ar vouc’hal, pe d’ar gontel o foltrejo. Ha koulskoude, tra souezus meurbet, an hini a rê dismanstr en en eun doare ken diboell ha ken didrue kement a lake dindan e zaoulagad an disteran dramskeud eus an Iliz Roman, a fellas d’ean mirout an oll artiklo eus he c’hredo — nemet unan, an hini a ra d’imp kridi ec’h ê an Iliz Roman gwir Iliz Jezus-Krist.

Eur skism hepken eta a reas Heri VIII ! N’eas ket betek an hirizi.

E vab Edouard VI, pe da vihanan renerien e vab (eur bugel ne oa ken), a reas ar gammad-se. Ha, kement hag ober, n’ê ket boulc’han fe an Iliz Roman a rejont, mes he didamman. Herve ar gredo neve, e oa arabad kridi e teu, d’ar goureo, korv hon Zalver da gemer lec’h ar bara war an ôter ; arabad kridi ec’h ê ret d’ar veleien chom dizime ha d’ar gristenien kovesaat.

Ober ar sort difenno a zo bean hiritik, ha n’ê ket ober zin : dizrevel Luther ha Kalvin, daou dad ar brotestantiez. Eun dra, memes tra, a virer en Bro-Zôz hag a oa bet diskaret gant ar brotestanted all : an eskobelez.

Mes kement-se na lake ket ar gristenien d’en em doman ouz ar relijion neve. An darn vuian anê n’houlent ket flastran o c’hredenno dindan o zreid. An eskibien zoken, ar peurvuian, a felle d’ê souzan kentoc’h evit bean hugunod.

Setu perak, pa deu ar roueïg Edouard da vervel, e c’houler evit rouanez eur brinsez katolik, Mari Tudor, eur verc’h an nevoa bet Heri VIII eus e wreg kentan. Mari a glask dispenn pez a oe bet grêt gant he zad hag he hanter-vreur. Mes displijout a rey d’he zujidi ’n eur dimei da Fulup II, roue ar Spagn. Ha setu dispac’herien en em glevet evit he diskar mar galljent. Mes tapet int en o laso. Ha hi neuze, war digare o c’hastian, oc’h ober lakat d’ar maro meur a brotestant. Ze a dalveas d’ei bean lezhanvet Mari Wadek gant ar brotestanted, gant ar memes re a roo d’ar rouanez a deu war he lerc’h al lezhano a Veur hag a Werc’h. Koulskoude Elisabet Werc’h na vevas ket evel eur Werc’hez, a-bell ac’hane, hag Elizabet Veur a lakas gwad zôz da ruilhal kement ha Mari Tudor, ha hep kaout evel ti eun abeg politik. Mes gwad katolik e oa, ha setu hi, dre-ze, didamall evit kalz ; kaeroc’h so : eur rouanez eus an dibab.