Loden gentan — XVI.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 34-37)



§ XVI. — GWASOC’H GWAZ DINDAN ELIZABET — AN ILIZ ANGLIKAN. — AN DIASANTERIEN.


Elizabet a oa merc’h, hi ive, da Heri VIII, bet ma ’nevoa ’nei eus e eil wreg[1]. Kentan tra a ra eo kemer an hano a renerez an Iliz anglikan (1559}. Ha gwaz d’an neb na zento ket outi. An oll eskibien, nemet unan, a lavar nan. A-goste dioustu hag o c’harg d’eun all !

Mes da biou ? Unan eus an eskibien, an neus pleget d’ar babez neve, a rei eskibien neve. Mes pesort eskibien ? Eskibien a hano hepken. Pa ’neus en em distaget hen e-unan diouz Vikel Jezus-Krist, diouz prins an ebestel, an eus kollet ar galloud da gensakri eskibien-all hag a vo stag ouz Jezus-Krist hag ouz ar gwir Iliz. Torret eo ar chaden a stage Iliz Bro-Zôz ouz an ebestel : n’eo ken eun iliz abostolek.

Mes fors a zo evit eskibien neve Elisabet ? Pinvik e vefont ha, pinvik brein, d’ê kalz a leve da douch, hag arc’hant diwar godel an oll. Rak o iliz, an iliz anglikan, ec’h ê iliz broadus (nationale) Bro-Zôz : ober a rêr anei ive an iliz diazeet (établie}. Distag ê a grenn diouz an Iliz roman penegwir ê gouarnet gant roue pe rouanez Bro-Zôz. He c’hredo ive he deus, eur c’hredo en 39 artikl, hag a zo bet laket war droad gant Elizabet ar bla 1562 : n’eus ezom ebet da laret ec’h ê dishanval diouz hini ar gwir Iliz. Gwelet hon deus dija pesort kredenno a zo bet lezet a goste gant protestanted Bro-Zôz.

Ha gwaz d’an eskibien, gwaz d’ar veleien na larfont ket « amen » da bep artikl eur ar fe neve ; gwaz dreist oll d’ar re na zoujfont ket d’ar babez neve ! Laket int a goste ganti ha kastiet. O liberte, o mado, o bue zoken a goustfe d’ê dizenti. En eur gir, grêt e veje d’ê pez a rêr d’ar gatoliked.

Ar re-man a zo gwasket en eun doare euzus. Pa lenner al levr an neus skrivet diwarbenn ze, ar bla 1826, Wiliam Cobett, eur skrivanier protestant, e sav droug e kalon an nen : n’eus ket bet grêt kalz gwasoc’h en Frans epad an dispac’h vras.

Mes aboe Cobett e zo bet klasket ha kavet kalz a bapero koz all, ha, seulvui mac’h êr, seulvui e kaver peadra da zamman Heri VIII hag Elizabet. Setu e ver o paouez bean moulet en Londrez (1908) eul levr grêt gant mestr ar furcherien en Bro-Zôz, an doktor Gairdner, hag a gaver ennan ar girio-man : « N’hallomp ket lenn, eme an istorier, e pe doare ec’h ê bet boureviet ar verzerien gatolik d’ar mare-ze, hep en em c’houlen ouzimp hon-unan : daoust ha ne oa ket ar gwir a du gant tud a galon ken uhel hag ar re-ze ? Kordan gante eun nebeudig hep kordan a-grenn, e vefe eur vez »[2].

Ha koulskoude an doktor Gairdner, koulz ha Cobett, a zo protestant : n’ê ket eta hep abeg ec’h int tuet war ar poent-man gant ar verzerien gatolik.

Bet e vije mouget ar fe gatolik da vat en Bro-Zôz, fôt a veleien, mar ne vije ket êt eur beleg hanvet Allen, da zevel eur seminer en Rouan, eur gêr eus ar Frans : ennan e vije stumet misionerien sôz hag ac’h ê goude, en riskl eus o bue, da rei konfort d’ar re eus o c’henvroïz a oa chomet fidel d’ar gwir fe[3].

Mes n’ê ket hepken diouz ar gatoliked he devoa droug ar rouanez jentil. E-touez he frotestanted, e wele kalz oc’h ober o fenn fall. Sonjet eta ! Mar plije d’ê ar refurm, ne felle ket d’ê en em refurmi, e-giz Elizabet. « Pab na pabez ebet, eme-int, nag en Rom, nag en Londrez ! Nag eskibien ken nebeud ! Kement ha ’n em distagan diouz Rom, ne viromp netra eus he doare da ren ar Gristenien. »

Ha ne oa ket a-walc’h d’ê laret ; ober a rejont. Ne blegjont ket d’anzao o rouanez evel pabez. Peadra, da zur, da lakat gwad homan da drei : en em gemer a ra ouz an diasanterien (non-conformistes), da laret ê ouz ar brotestanted dizouj, koulz hag ouz ar gatoliked.

Mes seulvui ma wallgas anê, seulvui e kresk o niver. N’eont ket oll avat war a memes tu. Darn a gred eun dra, darn eun dra all. Ar re-man o deus beleien hanvet gant ar bobl gristen dre votadeg (presbiterianed a rêr anê) ; ar re-ze n’o deus nemet pastored karget hepken da lenn ha da zisplegan d’ê an Aviel. Laket war ar marc’had hanter-kant pe tri-ugent rummad-all, hag e welfet petra ê deut ar fe gristen da vean dre fors lemel diouti tamm ac’han ha tamm alese.

Eul liamm hepken a zo etreze : kasoni ouz ar fe gatolik, dreist-oll ouz an Tad Santel ar Pab. « No popery ! Pab ebet ! » Setu ar gir o deve oll leiz o geno anean.

Ar rouane, eus o zu, a gerzas, goude Elizabet, dre an hent he devoa digoret d’ê : gant o farlamant e klaskjont oll, pe vuioc’h pe nebeutoc’h, gwaskan ar gatoliked. O herzel a rênt da heuilh o relijion dirak an oll ha zoken e-kuz ; serri a rênt oute an oll gargo a enor. Ret ê disken, a hed ar c’hantvejo, betek an naontekvet kantved, evit gwelet o skanvaat dorn ar waskerien.

  1. C’hwec’h gwej e timeas : diou eus e wrage a gasas kwit, ha diou-all a reas dibennan. Eur c’haer a bab hag a baeron evit Iliz Bro-Zôz.
  2. Sollardy and Reformation in England (London 1908).
  3. Ar seminer-ze a zo bet dispennet, koulz ha re Frans a-bez, aboe an disparti.