Loden gentan — XXIX.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 63-69)



§ XXIX. — EUL LIZER A-BOUEZ SKRIVET GANT EUR BREIZAD DIWARBENN DOARE BEVAN LONDREZIZ.


Meur a dra am eus c’hoaz gwelet ha klevet laret diwarbenn doare bevan ar Zôzon. Mes elec’h rei d’am spered ar boan d’hen reizan evit ma lennerien, e kemeran, diwar eul lizer skrivet gant eur Breizad a zo o chom en Londrez, treo reizet ha tout. Seulvui o devo a dalvoudegez, ma vefont servijet tomm ha tomm.

Marcel Gros, an hini ec’h an da rei d’ean ar gomz, a zo ganet en Pariz breman ’zo triwac’h vla. Mes, o vean ma oa e vamm eus Tredrez, ec’h ê bet savet en ti e dud koz er c’horn binniget-se eus douar Breiz-Izel, ha dre-ze en deus disket ar brezoneg a vihanik.

Distroet da Bariz evit gonit e vara, n’en deus ket lezet e vrezoneg en Breiz. Dalc’het an deus d’hen komz er gêr vras ar muian ma c’halle. Gallout a rê zoken hen ober bemde dre ma veve gant eur Breton-all, eun Tredreziad eveltan, e hano Andre Bouget.

Mes hep dale e pleustras Bretoned-all, en o zouez Eugène Le Clerc, unan eus ma breudeur. Kaeroc’h ’so : sikour a reas unan eus o mignoned, an otro Louiz Weisse, eur Parizian a wad rik, da ziski ar brezoneg.

Setu, ’vit-se, e fin ar bla 1907, êt Andre da Londrez evit kriski e ziskamant ’n eur veaji : kavet an devoa eno eur plas da labourat evel micherour. D’e dro e toullas eno evit e genvroad Marcel, ha heman o vont davetan eun nebeud mizio goude. Pa vin arru en Londrez, e welin anean hag e komzfomp, hen eus Londrez, ha me eus Breiz. Mes, da c’hortoz, e fell d’in lakat aman al loden vrasan eus al lizer a skrivas, eur pennad goude ma distro, ar 7et a viz here, d’e vignon Weisse. Heman a ziskoeas e lizer d’am breur, hag a roas otre d’ean d’e gas d’in da lenn. Hen lennet am eus, mes gant kement a blijadur ma ’m eus goulet, me ma-unan, digant Marcel otre d’hen lakat dindan lagad ma lennerien. Bet am eus ma mennad. O vean m’eo skrivet al lizer en brezoneg, n’am mo netra d’ober nemet hen diskrivan.


Londrez, ar 7 a viz here 1908.


Ma mignon ker,


Hirie ar beure am eus bet ho lizer. Daleet eo bet gant ma dianneadeg. Ho lizero a ra d’in atao kalz a blijadur, a c’hellet kridi, hag ho trugarekât a ran evite. Setu ec’h an da skrivan d’ac’h eun tammig lizer en yez ma Mamm-vro Tredrez, evit rei d’eoc’h eun tanva eus ar yez binniget-se…

Penôs, emeoc’h-c’hwi, e vevan aman ? Fe dam doustek ! drol a-walc’h. Da gentan ec’h ê ret d’in laret d’ac’h ec’h on o labourat en eun ti a ve grêt ennan gweturio otomobil : skrivagner ec’h on eno. Fe vat, ma labour a zo, war bouez nebeud a dra, ar memes hini am moa d’ober ’ti Michelin. Deus ar beure e savan wardro c’hwec’h heur hanter, ha dioustu e tebran ma dijuni ; eun tasad te gant lêz ha bara hag amann. Da nav heur e stagan da labourat betek eun heur. Goude e labouran adarre betek c’hwec’h heur. Neuze e tebran ma c’hoan dioustu evit mont d’ar skol-noz.

Aman e ve debret treo iskiz. Da greiste, e ve roast-beef (lennet rost-bif), da laret eo eur pikol tamm kig ejen, gant patatez ha kôl, pe hariko glas, oll war ar memes asied, ha goude e ve pouding. Met aman e leront pouding eus an oll dreo : riz, simoul, bara gant bleud ha lêz, yod, oll int pouding. Dour ve evet. Met ar bara na ve ket gwelet al liou anean. A-wejo ’ve groet saladen gant tammo konkombr, ognon ha romen, laket er gwinegr. An eoul na ve ket klevet kozeal anean. Kalz a besked a debrer ive, pesked leun a drein hag a uo, ha laket var eur gwele greun pebr. Me na blij ket d’in ar pebr : setu e ven em bleud eno ’vat !

Ar Zôzon n’anaveont ket, evit laret, ar zouben nag ar yod hon de dre du-man. Met e-kichen da ze ec’h anaveont treo fall daonet, ya ’vat. Lakat a reont delio sôz-munut ebarz ar patatez. An hini n’eo ket mat e galon na vefe ket pell o tisteurel diabarz e gov, bouello ha tout. Ober reont ive chaous gant gwinegr ha bom (menthe) da lakat war ar c’hig. Eur bern « Pickles » a ve debret c’hoaz. Ar re-ze a zo bep sort glazur laket er gwinegr, an aliesan kôl ru troc’het a dammigo ! Ar meuz-se na ve ket re fall.

Mont a rêr a-grenn enep d’ar wirione pa larer en Bro-C’hall e tebr ar Zôzon kalz a voued. Evit herve ’m eus gwelet, ne debront ket gwall galz. Met ret ê d’in laret d’ac’h ive ec’h ê arabat barn an oll Zôzon diwar ar pez a weler en ti eun toullad Londreziz hepken.

Ar gêr-man a zo dihanval a-walc’h diouz Pariz. Aman ec’h ê grêt an oll dier gant brikez : n’eus nemet ar monumancho a gement na vent ket.

Daou rann a zo ive, sanset, er gêr-man : rann ar binvidien hag ar gonversanted, ha rann ar beorien hag ar vicherourien. An hini kentan a zo kazi memes tra evel en Pariz ; an hini-all avat n’ê ket. En heman ec’h ê izel an tier : daou estaj d’ar muian. Regennet int evel eur voger hag oll hanval an eil ouz egile. En em c’harter ec’h ê evelse. Memes tra aman e zo muioc’h a ruio ledan evit en Pariz. Muioc’h ive a liorzo, darn anê bras bras, ha muioc’h a virdio.

Hag an dud eta ? Ar re-zeo a zo reo ! Er mare-man e plij d’ê ar Fransijen. Met ne blij ket d’ê ar Brusianed nag an Italianed nag ar Rused. Oll ec’h ouzont laret en galleg evellen : « Parlez-vous? Oui, oui ! » Parlez petra ? Ma fe, et da welet !

Dre drugare eun otro eus Cymri, em eus kavet eur skol gymraeg hag eur skol iverzoneg, ha setu stad ennon. Taer gwej ec’h on bet er skol gymraeg, ha fe (n’ê ket evit kemer lorc’h) kompren a ran dija mad a-walc’h. Mar keret, e welfet n’ê ket dies diski kymraeg. Goulennet an alc’hwe ho po ezom da gât digant an otro Diverrez pe digant an Tad[1] ive, hag e vo roet d’ac’h.

An iverzoneg a zo brudet da vean gwall diês da diski dre al leorio. Met pa glever komz, ec’h ê ezet a-walc’h. Ar skritur anean a zo dishanval diouz al lavar. Setu aman eun tamm[2] : kâd e chinn ? = petra eo heman ? to ché liawar = eul leo eo ; brichti = brago ; karou = (eur) c’hart. Breman girio hanval ouz ar brezoneg : dou = du ; glas = glas ; dorn = dorn (serret) ; liawar = leor ; deuras := dor ; ageus = hag ; kinok = gwenneg ; rêl = real, rêl ; en = unan, eun ; do =daou ; tri = tri ; kle = kleiz, kle, hag all.

Digemeret mat ec’h on bet bepret gant ar skolaerien er skolio-ze . Pa oan êt gant Andre da lakat ma hano evit ar skol almaneg, e komzas hen evellen ouz ar skolaer : « Me am eus c’hoant da diski almaneg. — Almaneg ? — Ya, Almaneg. — Almaneg ? Sôzneg eo ’n hini ho peus c’hoant da laret. — N’ê ket. Almaneg ! — Damen ! c’hwi ’zo alman » eme ar skolaer, a zonje d’ean e oamp Prusianed ; rak an doare ma pouez Andre war ar sillabenno en em zant eun tamm eus doare Almaniz.

Eur wej-all, pa oa êt d’an espozision gall-zôz[3], e oa bet kemeret evit eun Tuniziad, abalamour ma nevoa laret d’eun Arab : « Essalam alek ! — Alek essalam, eme an Arab. Petra ? C’hwi a zo bet en Tuniz ? — N’on ket, ’me a zo Zôz. — C’hwi zo Zôz ? N’oc’h ket laouen. Sellet ouz ho poto. » Andre a oa gantan boto-lêr bego moan, bet prenet en Pariz, hag an Arab an nevoa tôlet ple ne oant ket boto Zôz.

Pa oan bet me o lakat ma hano evit ar skol iverzoneg, e oan bet digemeret gant eun Iverzoniad. Ha me da laret d’ean en sôzneg : « C’hoant am eus da diski iverzoneg. — Mat, emean ; iverzoneg a gomzet ? — Ne ran ket. — Marvat oc’h Iverzoniad ? — N’on ket. — N’oc’h ket Sôz ive, geo ? — N’on ket — Parlez-vous français ? — Oui. — Est-ce que vous êtes Breton ? — Oui. — Ah ! J’ai eté trois ans dans le Finistère à Concarneau. J’ai un nom bien breton : Kilen (an hano-ze ave skrivet Keelan dre aman)…

Sell, sell… ’Meuz aon eman ar vougen o tiredek warnomp. N’on ket re souezet. An delo-man e ve eur vougen denv bep beure hag a ve debret gant an heol ’benn eun heur goude kreiste. A wejo, herve klevet, e ve ken tenv ken n’hell ket an nen gwelet e dreid.

Eur gir c’hoaz diwarbenn ar Zôzon. Gwall bôtred int pa ve meneg da c’hoari foot-ball[4]. Met pa gomzer eus labourat pe studian… n’eus den. Aman n’ê ket disket an dud, pe, da vihanan, mar zo tud disket ha disket kaer, èc’h ê dizisk ar bobl. Me a oar jeografi Bro-Zôz gwelloc’h evit kalz a Zôzon. Ha dispar int ive evit al labour, n’eus fors pehini. ’Vit lac’han o amzer, koulz laret, e seblantont labourat. Ar vekanisianed a labour gant o dilhad kaer, betek gant o « faux-col », hag o manchettezo. hep dilezel o forpan. Hag ordinal war o nanv, « à la papa ».

Ar merc’hed ive a zo gwall verc’hed. Emaint oc’h esa kaout gwir da votan ha bean mestr war ar bôtred ; fe, dont a refont a benn eus o zôl. ’N em vêvi a reont gwasoc’h evit ar bôtred ha hopal a reont ive er ruio dirak heur bern tud.

Pa oan en Pariz e sonje d’in ne oa nemet eno e vije gwelet tud o c’henoegal er ruio : met aman e zo kement-all a c’henoeien.

Bean ’zo aman ive sonio-red evel en Pariz : pa ver krog gant eur zon neve, e ve kanet hep paouez… ken e teu unan-all. Ar re a ganer breman a zo ken diot an eil hag eben.

Bean ’zo ive lavario-red ha na lavaront netra, memes tra evel ma klever dre Bariz « t’en as un œil ! », pe reo-all.

Ha me eta a grede e oa pobl Pariz an hini sotan eus ar bed. En em dromplan a rên : dre-oll ec’h ê ar bobl ar memes hini. Met, c’hoaz eur wej, arabat ê barn an oll Zôzon diwar welet Londreziz.

Setu aze vit ar wej-man. Eur wej-all e vo muioc’h a dreo. M’oarvat ne gomprenfet ket penn da benn ar pez a skrivan d’ac’h. Ar pez na gomprenfet ket, goulennet-an digant an otro Eugène Le Clerc, pe diganin. Ma pe ezom ali diwarbenn ar c’hymraeg, lavaret d’in. Grêt ma gwellan gourc’hemenno, mar plij, da re ar « C’hours de breton » pa o gwelfet.

Da c’hortoz ho kwelet ive d’am zro, e choman d’ac’h a wir galon. Breiz da virviken !

Gros.

Setu ma adress neve :

Marcel Gros, c/o Mr. Francis,
28, Lorrinore Square,
Southwark. London S.-E.

Ac’hanta, lennerien ger, petra a lavaret-hu eus ar lizer-ze ? E talv aour, kwita ? evit neb an neus c’hoant da c’houzout eun doare bennak diwarbenn ar Zôzon. N’ê ket ar skiant-levrio an deus roet danve d’hen skrivan : ar skiant prenan eo. Me zo zur e zo kement a stad ennoc’h goude hen bean lennet ha ma zo bet ennon. Dre-ze e kredan n’efet ket d’am dizanzav pa ’m mo laret da Varcel Gros en ho hano hag en em hini : « Trugare, mil gwej trugare evit bean roet ôtre da lakat ho lizer en « Ma Beaj Londrez ». A-hendall, ma fellfe d’eul lenner bennak trugarekât hen e-unan an ôzer, e c’hell skrivan d’ean, pa oar pelec’h eman o chom. Mes laket eun timbr a bemp kwenneg mar kloz e lizer. Mar skriv war eur garten-bost, e vo a-walc’h frankisan evel pa vefe evit Frans.

Kement-se evit ar re o defe c’hoant da gas o « bennoz Doue ! » da Varcel. Setu aman evit n’eus fors piw a lenno e lizer : kemeret skwer diwarnan evit bean dalc’hmat eur gwir Vreizad, laket e boan da studian ar brezoneg hag e blijadur d’hen skrivan.

  1. An Tad Camenen, eman war e gont ti ar vreuriez La Bretagne.
  2. O vean n’eus ket en moulerezio Frans lizerenno iverzonek, e vo skrivet aman ar girio herve an doare ma teuont gant ar vouez.
  3. Renet he deus en London er bla 1908, epad an hanv.
  4. Lennet fout-bôl. Ar c’hoari-ze a zo damhanval ouz ar vellad pe ar c’hoari ’vell, a oad sot gantan en Breiz-Izel n’eus ket c’hoaz gwall bell.