Loden gentan — XXVIII.
Mes, kent stagan gant ar c’hendalc’h Eukaristik, hon deus d’arruout en Londrez ha d’ober eun dro dre ar gêr vras evit gallout en em dibab enni hag ober anaoudegez gant he zud.
Eus Folkestone, elec’h hon doa dilestret, e kemeras hon spered an tec’h evit mont d’ober eun enklask war amzer dremenet Bro-Zôz. Distrei di an neus d’ober breman evit kemer hon c’horv hag hen digas gantan ’trezek ar gêr vras. En bagon eta, ha dioustu. Taer heur ê ha ’benn pemp heur hon deus da vean en Londrez. Tregont leo d’ober ’n eun div heur. Ze ’zo mont buhan, me ’gred. Gwir ê ec’h ê plen an hent-houarn, adalek ma ver savet eus an toull eman ennan Folkestone. Digoust eo digeri hencho houarn er vro-man e kichen mac’h ê en Breiz-Izel : pozan ar railho, koulz laret, ha setu eno.
N’et ket da gridi memes tra e vefe hanval ar blenen-man ouz hini ar Bauce, a dreuzer evit mont eus Breiz-Izel da Bariz. Eno, da viz gwengolo, e wel an nen kazi dalc’hmat douaro bet ed enne : setu perak e seller ar Bauce evel unan eus grinielo Frans. Aman e zo nebeud nebeud a douar gwiniz, pe, ’vit laret ervat, nebeud a douaro bet gwiniz enne. Rak me ’zo ’zur, ouz gwelet ar pez a roont, yeot dru pe houpez (houblon), ec’h int gouest da rei ed bara.
Prajeier eo a wel an nen ar muian en daou du d’an hent, prajeier ha bagado saoud enne. Rak ar Zôzon a zo debrerien vras a gig, dreist-oll a gig ejen. Lêz ive ac’h evont kalz, dre mac’h int sot gant te, n’ê ket te rik, mes te gwennet gant lêz. Pa ris ma beaj Kymri, e tigoueas d’in meur a wej gwelet trenio lêz o vont ’trezek Londrez.
Goude ma zo du-man ha du-hont gwe avalo, n’omp ket aman koulskoude en eur vro jistr. Eur bannac’hig bennak a ve grêt : mes kennebeud ken n’eo ket a-boan hen laret. Ha ne ra ket ar Zôzon digas jistr d’ê eus Frans, evel ma reont digas gwin : red eo, herve zeblant, bean ministr evit kaout mat ar sort evaj, rak an otro Asquith a larer ne ve gwej ebet ken distag e deod ha pa ve eur chopinad jistr dirakan.
Bier a rêr kentoc’h, dre aman ! Setu perak e weler houpez o sec’han war meur a dachen douar. Ha c’hoaz n’ê ket bier ’eus ar c’hentan. Deus an Almani e teu ar gwellan eus an hini a ev ar Zôzon.
Hag an ed, pelec’h ec’h eont d’hen kerc’hat, penegwir e hadont kennebeud anean ? D’o c’holonio emichans, d’ar C’hanada ha d’an Ostrali. Ha neuze dibri a reont nebeud a vara. Avalo douar eo a blij d’ê dibri gant o c’hig. Setu perak adalek miz mê e weler o listri o tont da gargan avalo douar abret war geio Sant-Malo, Landreger ha Kastel-Pôl.
Ar c’honverz eo pinvidigez Bro-Zôz hag ive ar vekanikerez. Dre m’he deus mengleuio glaou douar sof kont, dreist-oll en dro da Gardiff, ne goust ket ker d’ar Zôzon sevel ha delc’hen en o zav eur bern uzino.
Evelse ec’h impli Bro-Zôz kalz a divrec’h. Koulskoude n’eus ket eur vro hag e vefe enni muioc’h a dud dilabour. Perak ne larfen ket « muioc’h a bevien » ? Ne larfen nemet eur wirione. Ha pesort pevien, ma Doue ! Du, ken ec’h int. Eun drue o gwelet. Kalz truezusoc’h o stad evit en bro-all ebet. Hag en kêr ê e klaskont labour : war ar mêz, o vean ma lezer an douar da ziskwizan dindan peuri, n’eus kazi tôl-labour ebet d’ober.
Gwel a refet e vo ret d’ar Zôzon, ha ne vo ket pell, sevel diwar ar c’hêrio, a zo deut da vean re vras, evel c’hweet da greuvi, evit goulen digant ar mezo peadra da labourat ha, war eun dro, bevans ha yec’hed.
Ni n’hon deus war hon hent, etre Folkestone ha Londrez, kêr mentek ebet, pe gentoc’h kêr ebet hag he defe kalz a dud. Rak en Bro-Zôz ec’h a kalz a blas gant an tier. N’int ket uhel : eun estaj hepken, gant eul liorzig koant arôk hag eur porz a-dre. Hag oll, ouz o gwelet eus an hent-houarn, ec’h int hanval an eil ouz egile, da vihanan ar re anê n’emaint ket e kreiz kêr hag a zo neve zavet.
Eur memes perc’hen ec’h ê d’ean alies eur ru a-bez, dre ma zo aman tud pinvik-brein. Pa varv eun tad, ne ve ket lodennet e vado : d’ar bugel henan e vent oll ; heman a ro d’ar re yaouankoc’h eun dra bennak evit o zikour d’en ern dennan.
Braoc’h ê bevan en tier bihan ru a gomzan anê evit en tier uhel a gaver en kêrio Frans ha dreist-oll en kêrio an Amerik. Bet on ebarz unan anê, e Cardiff, hag em eus kavet ennan pep tra ’n e lec’h ha pep tra mistr ha koant. Eur c’hao dindan ; eur vinz vihan da zevel en ti ; eur vannel ha daou bez lojeiz en traou, ha diou gambr e-krec’h ; ar gegin a-dre en eur skiber stag ouz an ti.
An dud a chom er sort tier a ve micherourien, pe skrivagnerien. A wejo zoken, konversanted hag eman o stal e-kreiz kêr. Dre ma zo, er c’hêrio bras da vihanan, kiri a bep sort evit mont ha dont, ha kiri hag ac’h a buhan, e c’heller labourat pell diouz ar gêr hep diêzamant.