Loden gentan — XXV.
Tri bla goude, ar c’hardinal Manning a varve hag a leze gant an otro Vaughan, eskob Salford, e garg a arc’heskob. Setu roet da heman, d’e dro, an tôk a gardinal. Hag hen kenkent oc’h ober ar gammad vras war rôk ’n eur bozan ar men kentan eus eur gatedral neve. Bean e oa kent unan en Londrez, mes en eur c’harter distro ; ha neuze, dister e oa, re dister evit katoliked ar gêr, a gonted 600.000 anê elec’h an 60.000 ma oant er bla 1850. An iliz neve a zaver anei e kalon Londrez, tost d’iliz abati Westminster, eun iliz gaer a oa bet diframmet digant ar gatoliked e-kerz amzer ar Refurm. Bras a-walc’h e vo ar gatedral neve evit lakat enni diou pe daer iliz evel hini Gwengamp. Ha pegen kaer eta ! Breman, pan ê achu an diavêz anei goude nao blavez labour (1894-1904) ha pa zeller ouz ar pez a zo peurc’hrêt en he diabarz, e c’hell katoliked Bro-Zôz he diskoe d’o breudeur dianket, hep kaout da blegan o fenn.
Ar c’hardinal Vaughan, dre ma wele e iliz o sevel, a zante ive nerz e gatoliked o kriski, hag e gomzo o kemer mui-ouz-mui a bouez evite ha zoken evit ar penno brasan eus ar vro. Setu perak e savas hen da gentan e vouez evit goulen ma vije sikouret an oll skolio gant ar gouarnamant, n’eus fors a besort relijion e oa o mestro, ha ma vije muzuilhet ar zikour-ze diwar an niver a vugale a bleustre pep skol. Fe, dont a reas e dol da vat : ar bla 1902 ec’h eo bet botet al lezen a c’houlenne.
Nebeud goude bean bet e vennad evit e skolio, e varvas an otro Vaughan (19 a vezeven 1903). ’Benn neuze e oad krog da gempen an diabarz eus e iliz-veur : drezi eta e tremenas e gorv evit e obido.
Ne oa ket laket gant an Otro Doue evit ofisan enni ar wej kentan : An evurusted-se a oa miret evit an otro Bourne, an arc’hescop neve : heman he binnigas hag a ofernias enni noz an Nedeleg.