N° XLIII. — M’ho kar, Gwerc’hez.
Diskan.
Mari, ma Itron ma c’harantez,
Renit em c’halon ha bemnoz ha bemdez
Renit em c’halon ha bemnoz ha bemdez.
- M’ho kar Gwerc’hez hag ho karout ma Itron
’vel ma Salver fell d’in diouz ma gwella
M’ho kar Gwerc’hez ha bepred ’kreiz ma c’halon
Goude Jezuz c’houi a vo ar genta.
- M’ho kar, Gwerc’hez, rak me ’glev war ar C’halvar :
Ar Groaz hoc’h eus glebiet gant ho taerou
O lavarout : Ar Werc’hez ivez da gar,
Pa ro he Mab evit da bec’hejou.
- M’ho kar, Gwerc’hez, ha ganeoc’h ez oun karet,
Ho karantez, ganti ’vin bepred krenv ;
Nag a c’hrasou dre ho taouarn binniget
D’an neb ho kar a ziskenn eus an Nenv !
- M’ho kar, Gwerc’hez, pet gwech dirak hoc’h aoter,
N’em eus ket me kontet d’eoc’h ma foaniou ?
C’houi ’roe d’in nerz ha fizians, Mamm dener !
Mari, ma Mamm, c’houi sec’he ma daerou !
- M’ho kar Gwerc’hez, hag evit ma vin karet
En holl amzer, ganeoc’h c’houi muioc’h-mui,
Me a viro ma ene ouz ar pec’hed
Ha ne garin nemet Jezuz ha c’houi.
|