Lajat, 1909  (p. 215-Ton)



MA C’HOULMIG


I


Gwechall e hirvouden
Ebarz ar c’hoajou dôn ;
Breman me a zo laouen,
Tridal ra ma c’halon !

Evit bezan eürus
Me a glaske bemde,
Eun êlig madelezus
Ha leun a garante…

Breman p’am eus kavet
An êlig a glasken,
Ma bue zo kompouezet,
Tec’het eo ma anken !

II


O redek ar c’had rouz,
Ar c’had rouz eun devez,
Ebarz kreiz eur c’hoat didrouz
E kavis eun heiez !

Diraki e chomis,
Stereden a zudi !
Ken koant ha hi na welis,
Na welis c’hoaz hini.

Neuze, tra zouezus,
N’ouvean kaer petra,
Ma c’halonig evurus
Na re nemed krena…

Ha hi dimeus he zu,
A zeblante nec’het ;
Deut he oa da vezan ru,
He mouez a oa stanket…

Warnon hi a dolas
Zellou dôn ha tener ;
He daoulagad a oa glaz
Hag he diouchod ru-skler.

III


En eur zevel he fenn,
Hi a laras doanik ;
— « Ouz ma hano penn-da-benn
» A ve groet Annaïk… »

— « Annaïk, ken karet,
» Klevet en han Doue,
» Me ho ped n’ankouaet ket,
» O nan, ma c’harante…

» Evidoc’h me a vo,
» Ya, ar gwellan mignon ;
» Oh ! miret d’in, en distro,
» Eul lec’h en ho kalon !

» Na c’houllan ket nemeur,
» Gout a ret, me ho kar,
» Mar karet e vin d’ac’h breur
» Ha c’houi a vo d’in c’hoar ? »

— « Dimeus ma c’harante,
» N’eo ket eun tam hepken,
» Ma c’halon diwar hirie,
» A zo d’ac’h da viken ! »

Sed aze, mignoned,
Petra a zo kiriek
E kanan seder bepred
Ma zonig brezonek :

— Gwechall e hirvouden
Ebarz ar c’hoajou don,
Breman me a zo laouen,
Tridal ra ma c’halon !


————


MA C’HOULMIG



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \tempo \markup {\italic Andantino}
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  e4 e8 e4 g8 | e4. d4. | e4 e8 e4 g8 | e4. d4. | \break
  c8 d e g g f | e4. d8 c d | f8 e4 c \bar "||"
}
\addlyrics {
  Gwe -- chall e hir -- vou -- den E -- barz ar c’hoa -- jou dôn;
  Bre -- man me a zo la -- ouen, Tri -- dal ra ma c’ha -- lon!
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #123
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }