Le Dault, 1950  (p. 147-153)




Magetpell


Pell-pell ’zo abaoe an dra-mañ, hag e oa daou bried : Jakez ha Paia. Eur bloaz warnugent a oa e oant dimezet, ha n’o devoa bet bugel ebet.

Eur wech, abardaez anezi, Jakez a oa o tont d’ar gêr. Pa voe e-kichen moger bered ar barrez, setu eun den aet war an oad o tont d’e gavout.

« Perak eo teñval da benn, Jakez ? » emezañ.

« Soñjal a ran na badin ket gwall-bell ken, ha n’em eus na paotr na merc’h da bokat d’in. »

« N’eo ket lavaret e chomi atao dishêr, hep kaout bugel ebet. »

« Eo, kredabl. Paia a zo koz dija. »

« Doue a zo bras e c’halloud, Jakez. »

« Gwir eo. Bennoz d’ezañ, ma ro eur bugel d’in. »

« A-benn nao miz ac’han az pezo eur mab. Kred ac’hanoun. »

Jakez, laouen e galon a redas etrezek ar gêr. Hag heñ ha displega da Baia komzou an den koz.

« Goap en deus graet ouzit, Jakez. »

« Gwelet a vezo. »

A-barz c’houec’h miz goude, Jakez e welas e roje Paia eur bugel d’ezañ. Ha fouge a oa ennañ, e c’hellit kredi. Hag heñ ha kregi raktal da lakaat urz war-dro e verouri da zigemerout e bennhêr.

En deiz ma edo Paia gant ar boan-vugale, e plante Jakez eur c’hlastenn-dero e-tal dor e di. Pa ouezas e oa ganet eur mab d’ezañ, en devoe ker bras levenez ma torras eur wazienn en e greiz ha ma varvas. Gwall-boaniet e voe Paia o klevout kement-se, hag hi ha lavarout d’he mab :

« Me a vago ac’hanout gant va laez ken a vezi gouest da ziwrizienna ar wezenn edo da dad o planta pa ’z out deuet er bed. »

Jakezig e voe anvet ar bugel. E vamm her magas e-pad seiz vloaz. Neuze e kasas anezañ da gavout ar wezenn da welout hag he displanta a c’hellje. Ne voe ket evit hen ober.

« Ma ! » eme ar vamm, « seiz vloaz e vagin ac’hanout c’hoaz. »

Ha me lavar d’eoc’h, gouestoc’h eget Jakezig ne oa bugel ebet.

Tapet e bevarzek vloaz gantañ e voe kaset adarre d’ar wezenn. Ma oa kresket ar bugel, an dervenn ivez he devoa taolet gwriziou mat ha start. Ha Jakezig ne voe ket eviti.

« Seiz vloaz-all e vezi maget, » eme ar vamm.

A-benn neuze e oa kollet e ano Jakezig. Magetpell e voe lesanvet, hag al lesano-se ne oa ket eul lesano laeret, evit sur.

Tremenet ar seiz vloaz-mañ, ar paotr a oa kreñv ha terrubl evel eur ramz.

Hag heñ d’ar wezenn, hag e vamm d’ezañ :

« Displant an dervenn-se. Banne laez ebet n’az pezo ken diganin ! »

Magetpell a dufas en e zaouarn hag a grogas e treujenn ar wezenn. D’an hejadenn genta, an douar a grenas eun troatad warnugent tro-zro. D’an eil, an dervenn a voe kostezet. D’an deirvet e voe displantet, ha da heul he gwriziou e teuas douar, peadra da garga seiz karr-tumporell.

« Te eo karantez va c’halon, » eme ar vamm neuze. « Ne oa ket re rei laez d’it e-pad eur bloaz warnugent. »

« Mamm, » eme Vagetpell, « start eo bet d’eoc’h maga ac’hanoun abaoe ma ’z oun bet ganet, ha me eur bloaz warnugent d’in. Bremañ me a zo mall ganin ober eun dra bennak evidoc’h ivez, ma vezo sioul ha didrabas ho kozni. Houmañ eo ar wezenn genta tennet ganin gwriziou hag all. Gant he c’hef, me a zo o vont d’ober eur vaz d’in da gerzout. »

Hag e tap eun heskenn hag eur vouc’hal, hag e troc’h hag e tiskolp ar wezenn. Lezel a ra eun troatad warnugent a hed ganti, hag er penn huela eun ulmenn (skoulm) ker bras ha kloc’h bras Brasparz. Hir e oa ar vaz, pounner ivez avat. Met ne oa ket pounneroc’h eget eur gorzenn-blouz da Vagetpell.

Antronoz-vintin, Magetpell a lavar kenavo d’e vamm hag, e vaz gantañ, ez a en hent. C’hoant mont da vevel en deus. Hag e kerz beteg palez roue Gorre-ar-Ster.

« Petra ’fell d’it ? » eme ar roue.

« Mont da vevel davedoc’h, mar plij ganeoc’h. »

« Eur vicher ac’h eus ? »

« N’em eus ket, Aotrou Roue ; gouest on d’ober avat kement pe vuioc’h a c’hell gour-all ebet ober. »

« Mat ! » eme ar roue. « Greomp marc’had. Ma ’z out evit kas da benn kement a c’hourc’hemennin d’it ober, e-kerz c’houec’h miz, e roin d’it kement a aour ha ma c’helli dougen hag, ouspenn c’hoaz, va merc’h da bried. A-hend-all e vezi krouget. Gra da soñj. »

« Graet ar marc’had, Aotrou Roue. »

« Kae d’al leur, ha dorn endra ’c’helli ken a vezo aozet lein. »

Ha Magetpell a ya d’al leur hag a gemer eur freilh. Re zister eo ar c’houist anezañ. Ha gant e vaz eo ez a d’an ed. Ne voe ket pell o torna kement a oa war al leur. Hag heñ d’ar porz. Eno e oa pemp gwrac’hell-ed. Dorna anezo a reas raktal gant e vaz. Ar roue a oa o tigouezout neuze :

« A-walc’h ! a-walc’h ! » emezañ. « Te a zo gouest da gas va holl draou da get ! Kae da gerc’hat daou zailhad-dour d’am mevelien : pa vezi distro e vezo pare ar yod. »

Ha Magetpell da vont gant an daou bicher. Met o tremen e-tal an ti, e welas eno daou benton (kelorn, bailh).

« Buanoc’h graet a vo gant ar re-mañ, » emezañ. Hag e tapas unan e pep dorn, ha goude beza aet d’o leunia d’al lenn e tigasas anezo dirak an ti. Souezet e vo ar roue, hag heñ da Vagetpell :

« Eun den gouest a zo ac’hanout ! Deus tre, ha debr yod leiz da gof. »

Ar roue avat a yeas da gavout e sorser.

« Petra, sorserig, » emezañ, « a c’hellan-me rei da Vagetpell da ober ? »

« Livirit d’ezañ disec’ha al lenn a zo du-ze hag ober kement-se a-barz an noz hirio. »

Hag ar roue a c’halvas Magetpell.

« Disec’h al lenn a zo aze, a-barz an noz. »

« Mat, Aotrou Roue ; met e pelec’h e lakain an dour ? »

« En draonienn a zo e-kichen. »

Etre al lenn hag an draonienn ne oa nemet eur voger, hag an draonienn a oa eun tammig izeloc’h eget al lenn. Magetpell a gemeras eur langede (pig, pigell) hag eur bal, hag heñ d’al lenn.

« Ma n’eus nemet an dra-mañ avat, » emezañ, « ne vezo ket hir an abadenn. »

Hag heñ a ra eun toull dindan ar vur, ha an dour a red anezañ e-unan, pesked hag all, betek ar gamboulenn (traonienn pe stankenn vihan). Diou vag a oa ivez war al lenn. Magetpell a dap krog enno dre o staon hag o stlap dreist ar voger er saonenn. Hag e stank an toull graet gantañ evit an dour.

Ar roue a oa neuze o sellout dre brenestr e gambr, ha mantret e chomas o welout goueled ar ster ken hesk ha palv e zorn. Prestik e voe Magetpell en e gichen.

« Echu al labour, Aotrou Roue, » emezañ. « Petra ’zo d’ober c’hoaz ? »

« Seurt ebet ken hirio. Warc’hoaz avat e savo bec’h war da ler. »

« Ne gav ket d’in. »

Ar sorser a voe galvet da gavout ar roue.

« Petra ’roin d’ober da Vagetpell ? » eme hemañ. « Riñset eo bet ar poull gantañ ker buan ha tra. »

« Me a oar eun dra ha ne vezo ket evit ober. Skrivit d’ho preur, roue Penn-al-Lenn, ha livirit d’ezañ rei d’eoc’h dek mil lur ed, ha grit da Vagetpell digas anezo a-benn warc’hoaz da noz. Kas a c’hello gantañ ar gazeg koz hag ar c’harr bras. Ne gredan ket e vefe amañ warc’hoaz. »

Antronoz, ar roue a c’halvas Magetpell.

« Kae da Benn-al-Lenn da di va breur a zo roue eno. Goulenn digantañ dek mil lur ed evidoun. Kas ar c’harr bras hag ar gazeg koz ganez. »

« Ken ’emberr, Aotrou Roue. »

Ha Magetpell en hent. Ar gazeg ne rae ket eul leo bep eur. Hag heñ a vout anezi er c’harr, hag a samm ar c’harr war e ziouskoaz, ha yao ! Digouezet, e lavar da roue Penn-al-Lenn :

« Ho preur, roue Gorre-ar-Ster, va mestr, a zigas ac’hanoun davedoc’h da gerc’hat dek mil lur ed. »

« Er solier aze emaint. Kemer a pez a gari, ha gra va gourc’hemennou d’am breur. »

Hag ar gazeg el limon, ha karga ar c’harr. Ne oa ket mil lur ennañ pa rannas kein al loen dre an hanter.

« Dal ! » eme Vagetpell.

Ar c’harr ivez a vrevas. Ha Magetpell a daolas an ed er solier en-dro, hag heñ d’al lenn. Kement fun a oa ouz al listri a yeas gantañ. Hag heñ neuze toulla dindan ar c’hrañch, tremen ar c’herdin dre an toullou, skoulma mat anezo, ha dao ar c’hrañch a zo war e chouk. Hag heñ ha skampa avat, dre ar c’hrec’hennou hag an izelennou, ken a zigouezas e Gorre-ar-Ster.

Mintin mat, antronoz, ar roue a oa o sellout dre doull e brenestr, ha petra ’welas ? Grignol e vreur !

« Va ene a vezo d’an diaoul, » emezañ, « ma ’z eus gouestoc’h den eget Magetpell ! »

Hag heñ a ziskenn neuze :

« Ac’hanta, Magetpell ? » emezañ, « deuet eo an dek mil lur ed ganez ? »

« Deuet int. Ar gazeg koz avat a zo krevet. »

Hag e tispleg e damm tro d’ar roue. Boemet e chom hemañ ouz e glevout.

« Biskoaz kement-all ! » emezañ.

Hag heñ mont da gavout e sorser :

« Ma ne lavarez ket petra n’eo ket Magetpell evit ober, e troc’hin da benn ouzit. »

« Roit d’ezañ da gredi, » eme ar sorser, « hoc’h eus eur breur en ifern hag e vefec’h laouen o welout anezañ. Livirit da Vagetpell mont d’e gerc’hat ha digas anezañ d’ho kêr. Pa vezo en ifern, ne zeuio ken er-maez ! »

Hag ar roue da Vagetpell :

« Eur breur d’in a zo en ifern, ha c’hoant am eus da savarat eun tammig gantañ. Kae da glask anezañ d’in eta. »

« Mat, Aotrou Roue, met penaos ec’h anavezin-me ho preur e-touez kement-all a dud a zo eno ? »

« Eun dant marc’h en deus. »

Ha Magetpell a ya en hent. Prestik e tigouez e toull unan eus doriou an ifern. Digor bras eo, e-giz ma vez atao an hini genta. N’eus den ebet eno. Ha Magetpell larkoc’h. Eun nor-all a gav hag e tarc’h warni gant e vaz, kement ha kement ma strink anezi war an diaoulou a oa oc’h ober jabadao en tu-all.

Kripi Gornek a zo lostek ouz e welout hag a zeu d’e gavout en eur grena :

« Petra ’faot d’eoc’h ? »

« Breur roue Gorre-ar-Ster a rankan da gaout. »

« ’Touez—touez gant an holl aze emañ. Dibabit an hini a glaskit. »

Ha Magetpell a sell ouz an dud. Ouspenn daou-ugent a zo gant bep a zant marc’h pep hini.

« Gant aon da fazia gant va zaol, e kasan anezo holl ganin. Ar roue, ’michañs, a anavez e vreur, hag ar re-all a c’hello distrei amañ. »

Hag e laka an daou-ugent dirazañ, hag e kas anezo araozañ betek palez ar roue, evel m’en divije kaset eur vandenn deñved. Pa ’z eo digouezet, e c’halv ar roue :

« Aotrou Roue, » emezañ, « choazit ho preur er vandenn aze ; bep a zant marc’h en deus pep hini eus an daou-ugent-mañ. »

Ar roue ouz o gwelout a sav aon gantañ, hag a lavar da Vagetpell o c’has en-dro. Hemañ a grog en e vaz hag a sko warno endra ’c’hell, ha me ’lavar d’eoc’h ne voe ket hir an abadenn. Holl e redjont d’an ifern, ha d’an daoulamm c’hoaz.

Hag ar roue da gavout ar sorser :

« N’out ket evit rei da Vagetpell, » emezañ, « eun dra ha n’eo ket gouest da ober. Warc’hoaz eta e vezi dibennet ! »

« Eun dra-all c’hoaz, Aotrou Roue. »

« Mat. Unan a zaou : te pe Vagetpell a rank mervel ! Ma c’hounez e vezo ret d’in rei d’ezañ n’ouzon dare pet sac’had aour, ha va merc’h da bried war ar marc’had. »

« Warc’hoaz-vintin, livirit d’ezañ disec’ha… »

« Adarre gant disec’ha ! Kollet out eta, peogwir ne gavez seurt ebet ken. »

« C’hoant laza anezañ eo am eus an taol-mañ. Livirit d’ezañ disec’ha an eienenn a zo dirak ho kastell. Gwazed ho pezo e-kichen, ha pa vezo Magetpell e-tal an eienenn, int a daolo eur maen-milin war e benn, ha lazet e vezo pe ez in d’en em grouga. »

Antronoz e lavar ar roue da Vagetpell :

« Kae da zisec’ha an eienenn a zo dirak va zi. Pa vezo graet al labour, me a zigaso eun tog nevez d’it, rak dister a-walc’h eo an tamm boned truilhek a zo ganez. »

Magetpell a ya. P’emañ an douna eno, e stlap mevelien ar roue ar maen-milin war a benn. An toull a zo e-kreiz ar maen a zo bras a-walc’h just evit e benn. Ha Magetpell a soñj eo ar maen-se an tog nevez roet d’ezañ gant ar roue.

« Bennoz d’eoc’h, Aotrou Roue, evit ho tog nevez ! » emezañ.

Ha fouge a zo ennañ gant eur seurt tog. Sevel a ra ac’hano, ar maen war e benn, hag estlammet eo ar roue hag e wazed ivez.

Ar sorser, o c’houzont an doare, a laka eur gorden en dro d’e c’houzoug hag a ya en-istribill ouz eur wezenn.

Ar roue avat a wel ne dalv ket d’ezañ klask rei mui da Vagetpell traou diaes-all da ober, hag heñ :

« Gwella den am eus gwelet biskoaz, Magetpell, eo te. Hag ar marc’had hor boa graet a zo gounezet ganez. Va merc’h a zo re yaouank c’hoaz da zimezi. Divezatoc’h az pezo anezi. »

« Amzer a zo. »

« Da bouez en aour a roin d’it evel m’hor boa graet klaoustre. Diwisk da dog eta, ha kae war ar baskul. »

« Diwiska va zog ne rin ket. Perak ne dennfen ket va bragez ivez ? »

Ha Magetpell war ar baskul. Aour a-walc’h d’ober e bouez n’eus ket er palez. »

« Me a vezo eur paotr mat, Aotrou Roue, » emezañ. « Roit d’in daou sac’had aour, hag e vezimp kites. »

Eur sac’had a laka Magetpell dindan pep kazel hag, e dog maen gantañ, setu heñ war-du ar gêr.

Ker bras ha pal eur forn e chomas digor o genou gant an dud, en e gêr, pa voe gwelet. E vamm avat, pa ouezas petra a oa en daou sac’h, a voe darbet d’ezi mervel gant al levenez.

Diwiska e dog a reas Magetpell neuze, hag e faoutas anezañ etre pevar damm, ha pep tamm a voe lakaet d’ober eur c’horn eus eun ti nevez kaer dispar. Ennañ e vevas, pell hag hir-amzer, Magetpell hag e vamm, o karout an Aotrou Doue hag oc’h ober vad d’an dud.


Ar Bobl,
du 1905.