Koantan potr yaouank zo er vro
Eo, a dra zur, Per-ar-Faro.
Holl verc’hedigou Bro-Kerne
O doa evitan karante.
Pa deue Per d’an ofern-bred
E lare neuze ar merc’hed :
— Pei eo bravan potr ar c’hanton,
Daoust e da biou vo e galon ?
… Oh ! eme pep plac’h sioul, sioulik,
Per, gra diouin-me da zousig,
Ouz an holl Per na zelle ket,
Rak gant Mari oa goneet…
Mari gant he zellou tener,
He doa goneet kalon Per ;
Per a gave bepred dudi
Oc’h ober lez d’e zous Mari.
II
O vont gant gwenojen ar roz
Per a gane eur zul da noz.
E vouez skanv ha kaer war an dro
A zistone a-dreuz d’ar vro…
A greiz-holl, war ster an Heiez,
Per a glevas toliou kolvez.
— Potr yaouank seder ha ken koant,
Henoz avad te a gân drant ;
Ha te c’hallfe, en han Doue,
Rei eun tammig zikour d’in-me ?
Rei d’in-me an dorn eur pennad,
Ma vezo gwasket ma dilhad…
Per prim ha prim, hep marc’hata,
A grog gant kalon da waska.
Tra zouezus, dre ma waske
Al lïen gwasoc’h a c’hlebie…
Per a boanie, rak e Vari
Hen gortoze du-hont ’n he zi :
— Arsa, emezan, moereb vad,
Me eo poent braz d’in ho kwitâd…
— Ho tigare, Per-ar-Faro,
Me zo krog ha me ho talc’ho !
Gwasket aze ha hep damant,
Goude e welfet Mari goant…
Neuze ar wrac’h koz a starde,
Ha diourrec’h Per baour a strake.
— Me da disko, o potr yaouank,
Da zont d’am gwapât war ma stank ;
Karout a rez da zous Mari,
Diwar henoz n’he gweli mui !
Lar d’ezi eta kenavo,
Rak d’it e tosta ar maro… —
Daoulagad Per oa dislonket
Hag e vleo war e benn zavet ;
War e dâl ruilhe ar c’houezen,
En e wad rede an derzien ;
Eun nerz pell krenvoc’h evitan
Hen dalc’he, en despet d’ezan,
Ar wrac’h koz a waske bepred :
— Pegoulz Per e vo da eured ?
Per, brevet, lez eur griaden,
A goue dinerz war an dachen…
Ha c’hoarz diaoulek an hini-goz
A yudas kerkent kreiz an noz :
— Mari, emei, aze welez
Pe te, pe me, eo ar vestrez !
III
An de warlec’h da c’houlou-de
Ar paourkez Mari a ouele…
Eun devezour a gavas Per
Maro-mik en kichen ar ster.
|