SEIZVET-VARNUGUENT CANTIC.
Peden d’ar Verc’hes evit ar Bec’heurien.
Var ton : Réveillez-vous.
Mari, c’hui zo d’an oll bec’heurien
Un Alvocades douç ha mad ;
Grit ma vezint ho servicherien,
O renonç a gren d’o goal stad.
C’hui oc’h eus guelet ho Mab Jesus
Oc’h ho c’hlasq epad meur a vloas ;
Bezit ive outo truezus,
Ec’his ma zeo bet a viscoas.
A bep tu ho guelàn attaquet
Gant adversourien ho ene ;
Nemed gueneoc’h e vent sicouret,
Allas ! biquen ne daint d’an Eê.
Evito ta, Mam a drugarez,
Livirit ur gomz d’ho Map quer :
Avoualc’h vezo, ni en anaves,
Evit touich e galon tener.
E vugale int, c’hui er goar,
Cousted int dezàn e oll c’hoad ;
Ha dre-se e fell oud e c’hloar,
Ma tistroent ountâ evit mad.
Oc’h-unan e zouc’h interesset
Da bidi gant press evito,
Rac oc’h enor a vezo cresquet
Oc’h obten ar pardon dezo.
Grit eta m’o guelimp o veva
Eus ar vuez spirituel
O deveus, siouas ! bete vremâ
Collet dre ar pec’het marvel.
|