SEIZVET-VAR-N’UGUENT CANTIC.
Peden d’ar Verc'hes evit ar bec’heurien. Var an ear gallec : Réveillez-vous.
Mari, c’hui so d'an oll bec’heurien
Un Alvocades douç ha mad ;
Grit ma vezint ho servichèrien,
O renonç à gren d’o goal stad.
Chui oc’h eus guelet ho map Jesus
Oc’h ho c’hlasq epad meur à vloas ;
Bezit ive outo truezus,
Ec’his ma zeo bet à viscoas.
A bep tu ho guelan attaquet
Gant adversourien ho ene ;
Nemet gueneoc’h e vent sicouret,
Allas ! biquen ne daïnt d’an Eê.
Evito-ta mam à drugares,
Livirit ur goms d’ho Map quer
Avoualc’h vezo, m’en anaves,
Evit touich e galon tener.
E vugale int, c’hui er goar ;
Cousted int dezan e oll c’hoad ;
Ha dre-se e fell oud e c’hloar,
Ma tistroent ountâ evit mad.
Oc’h-unan è zouc’h interesset
Da bidi gant près evito,
Rac oc’h enor a vezo cresquet
Oc’h obten ar pardon dezo.
Grit eta m’o guelimp o veva Eus
ar vues spirituel
O deveus, siouas ! bete vremâ,
Collet dre ar pec’het marvel.
|