Mari, hon Mam garantezus
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari, hon mamm garantezus.
1. Mari hon Mam garantezus,
Ah ! tolet eur zel truezus
Warnomp el lec’h-man beniget
Evit ho meuli dastumet.
2. Ezom a n-euz en e neizik
Euz askel e vam an evnik :
Didan ho tiouaskel ive
Mari, kuzet ho pugale.
3. D’an hanv, pa verv an heol re dom,
Ar roz a c’hlav a n-euz ezom :
Digaset warnomp gliz Doue,
Zec’h-korn alaz ! eo hon ine !
4. Ezom a n-euz ar c’hèz denvet
Euz ar bleiz da vezan goarnet :
Tro-war-dro d’imp e kers Satan,
Harzet na deufe d’hon tagan.
5. Eur c’hroadurik, en e glenvet,
Gant an derzien pa ve devet,
A c’halv e vam, o c’houlen dour :
Ni zo klanv braz, deut d’hon zikour.
6. War vor, pa stourm ar goual amzer,
Heb dale bag ar pesketer
Ouz ar rec’hel a vo draillet
Mar dalc’h an avel kounaret.
7. Ar bed, a zo eur mor euzus,
Tenval, meinek hag houlenus :
Hon bag e zo skanv ha dister,
Dioualet-hi, o Mam dener !
(Troet eus brezonek Gwenet.)