Pegen kaer ez eo Mam Jezus !
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Na pegen kaer eo Mamm Jezuz.
Diskan :
Pegen kaer ez eo Mam Jezus,
Pegen dous ha trugarezus,
Pegen mad ha madelezus !
1. Lavar d’in-me, den an Arvor,
Ha ken kaer eo da vag war vor,
Gant he goueliou gwen-kan digor ?
2. Lavar d’in-me, den an Argoat,
Ha ken kaer deliou glaz ar c’hoat
Pa zeu an heol splan d’ho sklerat ?
3. Lavar d’in-me, den an Are,
Ha ken kaer eo lein ar mene
Gwen-kan gant an erc’h d’ar beure ?
4. Lavar d’in-me, potr an denvet,
Hag hen zo stereden ebet
Ken kaer en noz steredenet ?
5. Laret d’in me, tud ar mejou,
Ha ken kaer eo ar glazenou
O lintri gant ar glizenou ?
6. Laret d’in-me, bugaligou,
Er prajou o kutuill bleuniou.
Ha bleun ken kaer zo er prajou ?
7. Nag en Arvor, nag en Argoat,
Er menez, en oabl, nag er prad,
Netra ken kaer, netra ken mad.
O. de la Villemarqué.