N° LVI. — Breiz-Izel da Vari.
Diskan.
Mari vo bepret Mamm ar Vretoned
Tud a galon vad ha pennou kalet
Mari war hon bro bepred a reno
’keit ha vo mor tro-war-dro.
- ’Daleg an oad kenta ar bugel e Breiz
A zoug ano Mari skrivet en e greiz.
- Stank en e yaouankiz, stank en e gozni,
pign sonj e galon betek tron Mari.
- Nag a di da Vari e Breiz a ouestler !
Nag a dud daoulinet dirak hec’h Aoter !
- Nag a gan da Vari e Breiz a glever,
E kêr ha war ar maez, ’dal ma selaouer.
- He Mamm ’zo Patronez a hell ’zo warnomp,
He fried Sant Jozeb, holl a servijomp.
- Bep ma varv eur c’hristen war douar Arvor,
E klever eus an Nenv digeri an nor.
- ’tre Breiz hag an Nenvou ez eo berr an hent,
Gant sikour ar Vamm vat a garomp kement.
- Me ’wel en-dro d’ezi, ’leiz ar Baradoz,
Breiziz Koz hon Tadou ’zo ouz hon gortoz.
|