Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari Flouri (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 262-266)



MARI FLOURI
________


I


  Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo ’newe-savet ;
A zo grêt da Vari Flouri,
Na oa merc’h en ti nemet-hi.

  Na oa merc’h en ti nemet-hi,
C’hoaz ’oa re da ober gant-hi.
Mari Flouri a lavare
Er velin-vor pa arrue :

  — Meliner, malet ma sac’had,
Rag warc’hoaz a rinkan poac’had,
Dornerrienn ganen leis ma leur,
Bleud na bara n’am eûs nemeur.

  Kemenerrienn am eûs iwe,
D’ober d’in un abit-newe ;
D’ober d’in ur gotillonenn
Hag a goust pemp skoed ar walenn.

  — Azeet aze ’n ur gadeur,
A-c’hann da diou pe da der heur.
Mari Flouri na azezje,
Rag he gwent kriz hi zourmante.

  War geign he marc’h hec’h è pignet,
Bars ar c’hleuz newez hec’h eo êt.
Er c’hleuz-newez p’eo arruet,
Daou grouadur e d-eûs ganet.

  Daou grouadur e d-eûs ganet,
’N un toull en douar ho flantet.
Ur c’hloarek o tont euz ar skôl,
’Welas Mari ’c’h ober he zol.

  — Mari Flouri, plac’hig iaouank,
C’hui ’c’h eûs grêt diou interramant ;
C’hui ’c’h eûs ho laket ’n un toull ar c’hleuz,
Tolet-ewez pe ho pô keuz.

  Mari Flouri, c’hui ’zo manket,
Daou grouadur hoc’h eûs ganet,
Er c’hleuz newez ’c’h eûs ho flantet,
Hep nag olei na badeziant.


  — Kloaregig iaouank, em dennet,
Pa na ouzoc’h netra a-bed ;
Ma gwalenn aour am eûs kollet,
Ha pa varwfenn, n’hi c’havan ket.

  War geign he marc’h hec’h eo pignet,
Da di ’r Flouri koz hec’h eo êt :
— Laket ma marc’h er marchosi,
Ha grêt tan d’in, ’wit ma tomminn…

  Ar Flouri, koz a c’houlenne
Ouz Mari Flouri, en de-se :
— Mari Flouri, d’in-me lâret
Petra ’zo ganec’h c’hoarveet ?

  Gwall-galz euz a wad a gollet,
Petra ’zo ganec’h c’hoarveet ?
— Diwar geign ma marc’h on koueet,
Ma gwad am eûs kazi kollet.

  Grêt ma gwele, ma ’z inn en-han
Rag fall, fall-braz a em gavan……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


II


  Ann archer bihan ’c’houlenne
’N ti ’r Flouri koz pa arrue :
— Bonjour ha joa bars ann ti-ma,
Mari Flouri pelec’h ema ?

  Ar Flouri koz a lavaras
D’ann archer bihan, p’hen klewas :
— Eman duze er gambr, kousket,
Tolet-ewez n’hi dishunfec’h.

  ’N arc’her bihan, p’hen eûs klewet,
Gant ar vinz d’ann nec’h ’zo pignet ;
Gant ar vinz d’an nec’h eo pignet,
Da Vari Flouri ’n eus lâret :

  — Mari Flouri, plac’hig iaouank,
Deut ganimp da brizon Gwengamp ;
Deut-c’hui ganimp da dimizi,
Da Iann-justis da eureuji !


III


  Mari Flouri a lavare
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne :
— Ur punz a zo en pors ma zad,
Neb hen skarzo ’n defo kalonad !

  Ia sur, hen defo kalonad,
Rag me am eûs en-han seis mab !
Un-all ’zo indann ann treuzo,
Ur spilhenn vraz ’dreuz ’n he c’heno.

  Un-all ’zo en plouz ma gwele,
Hag hen mailluret gant lore ;
Hag hen mailluret gant lore,
Hag un-all ’zo er c’hleuz-newe.

  Mê na oann nemet seitek vloaz
P’am boa meritet kement-ma ;
P’am boa kement-ma meritet,
Ma zolet d’ann traon pa garfet !


Kanet gant Mari Job Kerival,
mates, Plouaret — 1848.


__________