Mari Ar Masson
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari ar Mason.
Mari ’r Masson, a Bempoul-Goêlo,
E d-eûs kollet hec’h alc’houeo ;
E d-eûs kollet hec’h alc’houeo,
O retorn euz ann ebato.
’Nn aotro ’r baron ’n eûs ho c’havet,
Ha ’lâr brema n’ho rento ket ;
Ha ’lâr brema n’ho rento ket,
Met presta rafe he gwerc’hted.
— Mari ’r Masson, d’in-me lâret
Ho kompagnones pelec’h eo êt ?
— Me n’ ’m eus kompagnones a-bed,
Met ma heurio, ma chapeled ;
Met ma heurio, ma chapeled,
Ha ma gwerc’hted, na brestin ket ;
Ha ma gwrec’hted, na brestin ket,
Na d’ac’h na da den-all a-bed ;
Met d’unann bennag ar c’hontre,
’Wifenn er-vad ma eureujfe ;
’Wifenn er-vad ma eureujfe,
Ha c’hoaz n’ouzonn ha me ’rafe.
Hag hen ’kregi ’n he bis bihan,
Hi chacha gant-han d’ur park balan,
O toui d’ezhi dre he le
E vije tad he bugale…
Treuz diou pe der erw diout-han,
Hen ’klewet Mari o oelan :
— Pa oann deut aman ’oann gwerc’hes,
Brema, siouas, ’on pec’heres !
Ar baron bihan a lâre
D’ Vari ’r Masson eno neuze :
— Dalet, Mari, dalet kant skoed,
Da vezur bo mab, pa vô bet :
Me ’c’h a brema da Vontroules
D’ober al lez d’ur benheres ;
D’ober al lez d’ur benheres,
Ha mar gallan ’vô barones.
Mari ’r Masson ’toull dor he zad :
— ’N han’ Doue ma lojet, ma zad !
Ma lojet, en hano Doue,
Me ’zo en poan a vugale !
’N han’ Doue, ma lojet ’n ho kraou,
En kraou ar c’hezek pe ar saout ;
En kraou ar saout pe ar c’hezek,
Pe c’hoaz war gornig hoc’h oaled !
— Kerz ’l lec’h-se diwar dro ma zi,
Pe me a distago ma c’hi !
Kollet t-eûs enor da c’hoerezed,
Iwe hini da vreur bêlek !
Mari ’r Masson, pa d-eûs klewet,
Da goad braz he zad hec’h eo êt :
Bet hec’h eo eno nao mis krenn.
Hep kaout na bara na soubenn. [1]
Pa ’z ê ann nao mis achuët,
D’ doull-dor he zad eo retornet :
— Digorret ho tor d’in, ma zad,
Me ’zo en poan a verc’h pe vab !
— Kerz ’l lec’h-se diwar dro ma zi,
Pe me a distago ma c’hi !
Kollet t-eûs enor da c’hoerezed,
Iwe hini da vreur bêlek !
Mari ’r Masson, pa d-eûs klewet,
D’ar valanek hi a zo êt ;
D’ar valanek hi a zo êt,
Ur mab bihan e d-eûs ganet.
Ar bugel war ar bed deuet,
Da oela hec’h eo em laket :
Hi o tapout linenn he fenn,
Hag hen krouga ’n ur wenn spern-gwenn !
Kanet gant Mari Job Kerival,
Plouaret — 1848.
- ↑ Variante: — Ur breurig kloarek e defoa
A laere d’êhi tammo bara.