A-boan debret dijuni
Ema Mari ’maez an ti ;
Kerzet a ra ouz an nec’h
En eur heja he diou vrec’h.
Ma kav Janed, he c’houmer,
O c’huzulig ne vo berr :
Paotred, merc’hed, mamm ha tad,
Pep-hini ’dap e vegad,
Ha me ’gred, o deus o ger
Marc’h, buc’h, loue, maout, ki, kaz, yer.
⁂
Youpik ! Mari en he frez
A lamm er voulanjerez
’Vit gouzout gant ar fornier
An traou arruet e kêr.
Goude ema an dibun
Ebarz ar bureo butun.
Ma ’z it d’an episiri
Oc’h sur da gavout Mari.
D’ar skolaer, d’ar skolaerez,
E ra eur zell a gostez :
Re-man n’o deus ket amzer
Da zevel o fri en aer.
Met prest er jandarmiri
E vez c’hoarzerez ganti,
Bommou ha bourdou pounner,
’Sort-se a blij d’an archer.
En iliz, ar rederez
A vo kalz dousoc’h he mouez
P’he do lâret he fater
’Teuio marteze d’ar gêr.
⁂
Sed ar mintin tremenet,
Ha netra ’bet n’he deus graet ;
Koulskoude deus he gwele
Eo deut araok goulou de.
⁂
D’ar pardaez, stamm ’n he daouarn,
Bepred tano he diskouarn,
Ha lemmoc’h c’hoaz he lagad,
He daou droad ive dibrad,
E welo en he bale
Pelec’h e vez graet kafe.
⁂
Pa ne c’hallo sortial,
’Balamour d’an amzer fall,
’Savo lïes he ridoch :
’N eur blega e teui lespoch.
⁂
Sed aman, e komzou berr,
Gwir batrom Mari Tro-kêr
Moan eo evel eun hinkin,
Sec’h egiz eun tamm sapin.
|