I
Mari he Boutou lous
’Deus atao eur c’houef rous ;
He zavancher, he zae
’Zo leun a zour-hanvoe.
Hervez he fried Lann
Eo lousoc’h c’hoaz dindan
|
|
diou wech.
|
II
Ober ’ra he zouben
En eur grafat he fenn,
Hag, o silan ar yod,
’Tiver he fri er pod.
Hervez. . . . . . . . . . . . . . . . (diou wech).
III
Ouz an daol o tibri,
Ne ra ’met breugeudi,
Krignat he ivinou
Pe skarza he genou.
Hervez. . . . . . . . . . . . . . . . (diou wech).
IV
He gwele, serret-kloz,
A zo du ’vel an noz :
C’houen, loenedigou all
’Lamm e-barz dishual.
Gwelet ’m eus an ampoent
M’o laze ’tre he dent.
|
|
diou wech.
|
V
Ma tizac’hfe he broz,
’Neudenfe eun nadoz ;
Eviti, marteze,
Ma ve red, ’labourfe.
Met pell ’kavoc’h he gwaz
Gant e vemprou e noaz.
|
|
diou wech.
|
VI
Laosket eo bet disher :
Bennigomp hor Zalver !
Penaos rei bugale
D’eul louzen ar seurt-se ?
Hervez he fried Lann
N’o dije bet ’met poan.
|
|
diou wech.
|
VII
Pa ’z ay deus ar bed-man,
Echu ganti aman,
Da netât he ene
E vo pedet Doue.
Ha, sur mat, ’vo klevet :
« Evel-se bezet graet ! »
|
|
diou wech.
|
|