Ar C’hourrier, 1897 (p. 32-33)
Goude beza tremenet goueliou ar Pantekost e Padou, Anton a ieaz epad eur miz da Gampo-Sampiero. Eno en em roaz d’ar rusta pinijenn heb ober vân euz ar c’hlenvet en doa, hag er c’hasse nebeut-a-nebeut d’ar bez. Erfin, o santout oa tost ar mare dezhan da guitât ar vuez-ma evit mont d’ar vuez a bado ato, e tiskuezaz kaout c’hoant da veza kasset da gouent Santez-Mari. Eur c’harr a oue klasket evit kementse, rag re glanv oa da c’hellout ober an hent var droad. Mes, o veza erruet e kichenn Arcella, an dud a ioa assamblez ganthan, o velet peger sempl oa, a lezaz anezhan er gouent-ze. Eno, goude beza kovesseat, Anton a ganas au hymn : O gloriosa Domina, a lavaraz psalmou ar binijenn, a resevaz Sakramant an Nouen, hag, eun anter-heur goude m’oa eat toc’hor, e roaz he ene benniget da Zoue, d’an 13 a viz even 1231, d’an oad a c’hueac’h vloaz ha tregont. Kerkent, ar vugale vian en em lakeaz da grial dre ar ruiou e Padou : « Ema maro ar Zant ! »
Tud Padou, diredet da Arcella, a voualc’haz he gorf gant ho daelou, en eur bedi anezhan da gaout ato evitho ar garantez en doa diskuezet dezho epad he vuez. Ar Pab Gregor IX en doa, guelloc’h eget nikun, anavezet sant Anton a Badou, hag hen diskleriaz sant er bloaz varlerc’h, an 20 a viz mae, deiz ar Pantekost.