Pelerinachou brudet e Frans enn henor da Z. Anton a Badou

Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 33-35)


XVIII


Pelerinachou brudet e Frans en henor da zant Anton


E meur a leac’h, e Frans, e vez pelerinachou hag a zo darempredet kalz gant ar re zo devot da zant Anton.

1° E Brive-La-Gaillarde e vez pelerinach. Eno e veler ar c’herrek kleuz el leac’h ma karie ar zant en em denna pa edo er gear-ze.

2° E Lyon e vez pelerinach. Enn iliz sant Bonavantur ez euz eun aoter dediet da zant ar miraklou. An niver bras a dud fidel a ia di, hag an testeniou heb niver digasset gant ar belerinet evit kaerat anezhi, a ziskuez ar fizians o deuz tud Lyon er zant-ma.

3° Er Hautes-Buttes, e kichenn Montherme, e departamant an Ardennes, ez oa pelerinach guechall hag a zo savet adarre a nevez eun nebeut blaveziou-zo. Deiz gouel sant Anton, e vez guelet eno ouspenn 3,000 pelerin deuet euz ar Beljik hag euz a goztez an anter-noz d’ar Frans, da c’houlenn grassou digant ar zant~ze, gloar Urs Sant-Frances.

4° E Paris, impasse de Saxe. An niver bras a draou a veler e chapel seurezet santes Clara, lakeat enn dro da imach ar zant evit he drugarekaat, a ziskuez sklear e plij da zant Anton rei ho goulenn d’an dud fidel en em erbed outhan.

5° C’hoarezet hon Urs, konsakret da Vari, hag a ia d’ar Missionou o deus, e Vanves, tost da Baris, eun Iliz savet en henor da S. Anton. Enn ho zi e vez moulet skridou Urs S. Frances. S.Anton eo ho Fatron, hag enn he Iliz eo e tigemerer ar bara a vez roet d’ar paour.


————