Maro barz Breïz-vihan


MARO BARZ BREIZ-VIHAN.


————
Mervel evit beva.


   Kanvou, kanvou d’id, Breïz-Izel !
Hirvoudit ha skuillit daero,
Enn lez ar mor doun, c’houi, rec’hel
Enn kreiz ar c’hoajou, c’houi, dero !

   Ann ankou kriz evel eur bleiz
Pa deu, er goanv, eveuz ar c’hoat,
A falc’h hep truez e bro Breïz ;
Hag he falc’h zo ru gant ar goad.

   Hogen ar goad-se ’n deuz c’houez vad,
C’houez ar roz ha c’houez ar spern-gwenn ;
Goad eur barz eo, eur gwir vreizad
Gane he vro e pep tachen.


   Maro Brizeu, barz ann Armor,
Evit beva enn eur bed gwell !
Kanit kanvou, koajou ha mor,
Eostik-noz, klemm a vouez huel.

   Mari ar Vouster, war he ve
Pedit Doue hag ar Werc’hez ;
Ha lakit eur rozen neve
Uz da galon ar c’haner kez.

   Hogen pelec’h vo douaret
Korf ar barz a gane ker mad
Ar vro gan-eomp-ni holl karet,
Mor tro-war-dro , hag e kreiz, koat ?

   Likiit-hen e Beg ar Raz,
Hag eur peulvan ec’h harz he benn ;
Dirag Sizun, ma welo c’hoaz
Al leanezed o tremen.


   Pe c’hoaz barz e traonien Carnac
Dindan ar men-hir ar brasa,
Ha grem-dostik, enn tu bennak
Eunn derven vo ret da blanta.

   War ar men-hir rust, digempenn,
Peintit eul levrik alaouret,
Hag ouz ann derven eunn delen
Gant eur sug aour a vo staget.

   Hag ann avel mor, o tremen,
A gano gwersiou ha sonio ;
Hag ann eostik war ann derven
Epad ann noz a hirvoudo.

   Nann, emez-han, lakit va c’horf
Enn eun draonien e tal ar Scorf
A zeu diouc’h koste Kermelo,
Eno dousoc’h me a gousko.


   Enn ho kademi, Gallaoued,
N’hoc’h euz ket goulennet bars Breïz
En deuz bepred ker brao kanet
He vro Breïz-Vihan hag ar feiz.

   Mad hoc’h euz gret, rak er bed all
Ema gant Gwenc’hlan, Aneurin,
(Eur c’hademi ha ne ket fall)
Gant Taliesin ha Marzin.

   Hogen e Breïz zo barzed c’hoaz ;
Kanit holl he veuleudiou
Hag a choumo er vro mil bloaz ;
Kanit, holl ha savit gwersiou.

   Me garfe c’hoaz, dreist ar mor glaz,
D’hor breudeur a choum e pell-bro,
Douget war ziou-askell plun braz,
Gallout lâret : Skuillit daero !


   Allaz ! marv eo barz Breïz-Izel !
Koajou ha mor doun hirvoudet !
Maro ! « mes evit beva gwell, »
E deuz eur vouez diouc’h krec’h lâret.


F.-M. AN HUEL.




————