Martoloded ar « Iena »

Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 86)



Martoloded ar « Iena »
————


Kaon adarre en hon bro !
Kaon ha tristidigez !
Ne glewer komz tro-war-dro
’Met eus bugale gez,
Bugale hon bro lac’het,
En kof eur lestr brerel !
Ar vro ar muian gwasket
Dalc’hmad eo Breiz-Izel !
Nag a Vreiziz adarre, e-kreiz o oad skubet !
Tud yaouank, krenv ha yac’h-tre en eun tol bruzunet !
Penôs eta, ma Doue, e lezet ar maro
Da ziskar ken didrue martoloded hon bro ?
Breiz aboe eur pennad ’zo, a bae eur gwall-skoden,
Dalc’hmad, p’aru gwaleurio, enne ’deve loden !
Bugale he deus eta, bugale niverus,
Na grenont dirak netra, betek mervel sentus !
E-touez ar vartoloded
Drailhet war ar Iena,
Hanoio ar Vretoned
Eo a gals ar stanka !
Enor d’ar re ’zo koueet,
Henvel ouz merzerien,
Enor d’ar re ’zo chomet,
Breiz, enor d’az mibien !…
Pell a zo bugale Breiz,
War vor ha war douar,
A goue ’wit ar Franz a-leiz,
Hag ar Franz ’zo digar.
Ya, digar eo ’n o c’henver,
Ret-mad eo hen laret,
Ar Franz n’ ra ket he dever
’Kenver ar Vretoned !
Ma ro Breiz-Izel d’ar Franz kement a vugale,
Ar Franz n’ gleje ket, michanz, kas ken prim da vale
Ar beleg a c’houlenne gwelet ar glanvourien,
Rak ar loden-vras ane, sur-walc’h, oa kristenien.
Prezidant ar Republik, pelec’h eta eman,
Pa ra ’n Eskob katolik ar beden diwean ?
Ne gred ket en em ziskoe, ’wit laret, dre eno,
Penôs ec’h eo c’hoaz Doue mestr bras an armeo.
Mes n’eo ket ar Franz gwirion a zo oc’h ober-ze,
Kentoc’h kals ar Franmason, gwir enebour hon Fe !
’Ni, Breiziz, da vihana, pedomp ewit ar re
’Zo marwet war ar Iena !… Doue gant o ine !