Martoloded ar « Latouch-Trevill »
————
Re alïes, siouaz, E renker son glas En hon Breiz-Izel.... Ma vije c’hoaz brezel ! Ma vije ’wit difen Ar vro eo e koejent Ar vartoloded-ze, E vije digare
Da laret : Breiz-Izel, enor d’az pugale
A varw ewit ar Franz !… Labour ’ve da vale
Ewit gallout kavet martoloded dispar
Evel ar re diwan dre-oll war da zouar.
Goude ar Farfadet, ar Lutin, ar Yena,
En bourz ar Gurunen, en eur ober tri bla,
Eiz war-nugent maro ! Bretoned peurvuian,
Ha daou-ugent den all gwal-dapet ! Ha breman, War ar Latouch-Trevill, Gwad adare, gwad puilh, An eus, siouaz, redet En deio tremenet ! Pemzek den, en eun tol Eur c’hanol bruzunet Gant eur poultr milliget Ha niver a re-all Tizet ha mac’haniet. Nag a dud ankeniet !
Nag a vam adare A vo trist o doare ! Nag a dad, a vugel, Dreist-oll en Breiz Izel A ouel en deio-man Ar re ’garent muian !
Tintet, kleier Breiz ; tintet, sonet glaz, Rak daouzek Breizad, war bemzek, siouaz, ’Deus kât ar maro war ar lestr brezel : N’eus bro ’bet gwasket evel Breiz-Izel
Youl Doue a zo don ! Mes eun dra koulskoude
A ra da gals laret : Ma, adalek an de
Nan houller ken war vor beleien ’vel gwechall,
Gant ar vartoloded… an treo a gerz gwall-fall !
|
————