Lajat, 1909  (p. 146-148)



Me a zo Breizad !


D’am c’henvreur L. Nicolaz, « Penn-Breton ».


Nag eo dous d’an den pa ’z eo divroet,
Sonjal er vroïg elec’h m’eo ganet
Hag er maeziou an eus bet ken karet !

Rak evit karout eur Vam-vro da vad
Ez eo red tec’hel outi eur pennad,
Bezan elec’h all vel eun divroad…

Neuze e teuer d’he c’harout ouspenn
Ha d’en em dâna prim diwar he fenn
Vel da gavout kaz ouz neb he dispenn !

Vad e ra d’an den anzav e Vam-vro,
Pa ve pell outi morse n’he nac’ho ;
En eneb, dalc’hmad d’an holl he meulo !


Da galon pep den mar talc’h an dra-man,
D’ar galon vreizad e talc’h ap gwasan,
Dreist-holl er servij ez eo ar startan !

Eno e tihun birvidik ’n he c’hreiz,
Ar wir garante, karante he Breiz,
A skanva enni an anken direiz…

Eur zoudard breizad en servij Bro-C’hall,
Eun devez en touez ar zoudarded-all,
A sonje dinec’h ’n e amzer gwechall.

Dirak e spered, laouen, dibreder,
E teue founus e yaouankiz ker,
Pa glevas eur vouez o c’houlen ken ter :

— Ha c’houi a zo Gall ! laret, ma den mad…
Kerkent en e greiz e sailhas ar gwad :
— N’on ket, kabiten, me a zo Breizad !

Me a zo Breizad !… komzou kalonek !
Ar chabiten gall ’droas kein mezek,
Ne laras netra d’ar zoudard pennek…

— Me a zo Breizad ! — Pebez penn kaled,
E laras raktal an holl zoudarded,
Hennez gar e Vro dreist pep tra er bed !


Adalek neuze an holl ’anzavas
E oa nerz-kalon er Vretoned c’hoaz,
N’o doa ket mez eus ar Vro o ganas…

Vel ar zoudard-man, direbech, hep aon,
Pep Breizad a dle huchal gant kalon ;
— En despet d’ar Gall me a zo Breton !!!


————