Ar Groaz, an Alar hag an Delen

Lajat, 1909  (p. 142-145)



Ar Groaz, an Alar hag an Delen


D’an Aotro Dubourg, arc’heskop
karet ar Vretoned,
Kinnig doujus.


Al labour eo lezen, lezen ar c’hrouadur,
Ar beden a frealz krizder an Donkadur [1] ;
Ra zeuio peb Breizad da glevet ar zoniou,
Hag en disheol ar Groaz da harpa e zeiou !

I


En eun draouien a Vreiz, karget a c’hliz-veure,
Taer vleuennig dispar a zispake d’an de ;
Tri vugelig tener, en hevelep amzer,
A vouzc’hoarze ive dindan nerz an domder.

A-gevred gant o c’hresk pep kelennadurez
A sturie o spered ebarz hent ar furnez ;

Hag en o ineou, temzet gant tud vad-tre,
Ar c’hredennou yac’han buhan a ziwane…

Ganet er memeuz bla, zavet er memeuz bro,
Bet redet a-viskoaz an hevelep parko,
Daoust na gemerchont ket ar memeuz gwenojen,
Ar garante skoulmas o c’halon da viken.

Ne sonjent ket, marvad, an tri vugel dister,
Pa redent lannou Breiz digabestr, dibreder,
E teurvezche Doue o c’hemer, taer blanten,
Evit ober gante eun dreinded, eun derven…

Eun dreinded madelez, dreinded louzou dispar
Eneb da beb anken, peb ezom, pep glac’har ;
Eun derven galloudus, gwriou dôn, penn uhel,
A zalc’h penn d’an arne, d’an heol ha d’an avel !

Ar mestr braz koulskoude, en e furnez divent,
A lakas, dizeblant, pephini war e hent ;
Da beb-unan ane, herve pouez e venvek,
Hen a roas skiant ha spered anaoudek…

II


War skoueriou zant Erwan, zant Herve, zant Weltaz,
Ar c’hentan zibabas evit benvek eur Groaz ;

Eur groaz! Beleg Doue, peskeler ineou…
Kaeran, uhelan karg en-touez an holl gargou !

Eur Groaz ! Arouez a beuc’h… Mammen a garante !
Beleg Doue zigas ar yec’hed d’an ine ;
Hen a zistân pep poan, a lak war bep gouli
Louzou dous ar beden, louzou nerzus ar spi !

Bugel d’ar parkeier evel e Gendadou,
An eil a garo dreist bue frank ar maeziou ;
Mestr d’ezan e-unan, roue war an douar,
Netra na dalvezo e venvek : An Alar !

Tra ma sanko en Breiz an Alar e zouc’h dir,
Tra ma troo enni bommou ledan ha hir,
Breiz na vezo fallakr ; ha, da vraz, da vihan,
He douar a rento kant gwech evit unan…

Bet gantan o cd’henel eur spered hunvreer,
Dizeblant, peurvuian, ouz trouz ar bed dister,
E zellou dôn kollet ebarz koumoul, goabren,
An drived a deulo dre holl zon e Delen.

E ganaouen dener a skanvao pep bec’h,
E zon karantezus a bellao pep nec’h ;
Hag, evel dre vurzud, e werziou da bep den
A vezo diou-askell… Trugare d’an Delen !

III


Telen, Alar ha Kroaz… Barz, Labourer, Beleg,
An taer garg dishenvel zo taer garg talvoudek :
D’ar beleg o pedi e fell boued : freuz ar boan,
Ha d’ar gonidek kez eo dleet eun diskân…

Evelse e tremen bue an tri vugel,
O c’hargou unanet zo d’an dud eur gentel ;
O c’hentel eo alc’houez ar gwir evurusted,
A dle bezan douget gant an holl Vretoned.
........................................................................................
O dreinded burzudus : Kroaz, Alar ha Telen,
Skoazel ar c’hrouadur, e c’halloud da viken ;
Mar fell d’it, o Breizad, ren da vue hep poan,
Kerz gant an dreinded-man : Oh ! ped, labour ha kân !


————
  1. Destinée