Me gar va Breiz-Izel ! va mamm vad, va bro goz,
He deuz e peb amzer kaset d’ar Baradoz
Bugale kalounek, rouaned, sujidi,
Barzed, menec’h, gragez, hag a garie pedi !
Me gar va Breiz-Izel ! Mamm-Vro Marzin, Lez-Breiz,
Arzur, Gwesklin, Gradlon, ha re-all c’hoaz a-leiz,
Marc’heien, tud a vor, a reaz enor d’ho bro,
Oc’h he difen bepred beteg pred ho maro....
Me gar va Breiz-Izel ! gand he ilizou koz,
Kouentchou santellet gand peden deiz ha noz,
Kroaziou dantellezet, touriou huel savet,
Mein-hir ha taoliou-mean, ennhi dre-oll hadet !
Me gar va Breiz-Izel ! kelc’het brao gand ar mor,
Goloet a vagou, ho goueliou gwenn digor ;
Me gar he frajeier, krec’hennou ha koajou,
Gand ho mesaerien o kana forz soniou !…
Me gar va Breiz-Izel ! o vriatat ar groaz,
Oc’h he sanka bemdez war ribl an hentchou braz,
Me gar va Breiz-Izel ! o tifen madou sakr,
Beteg ar goad zoken, eneb an dud fallakr.
Me gar va Breiz-Izel ! evel eur berlezen
O lintra, skeduz braz, dirag dremm an estren ;
Gallout a reer gwelet e pevar c’horn ar bed
Poblou a bez ’n’ho zav, ouz va Breiz o sellet....
Me gar va Breiz-Izel ! me gar va c’henvroiz,
A zalc’h d’ho Brezounek, ’vel ma talc’hont d’ho feiz ;
Me gar an dud dispount en em gann er brezel
Brezel garo meurbed d’hon oll giziou santel !
Me gar va Breiz-Izel ! me he c’haro atao !
Va c’haloun evithi da viken a lammo ;
Beteg pred va maro kalounek me gerzo
Var roudou va zud koz.... Breiz-Izel ra vevo !…
|