- Me hoc’h ador ma Jezuz eus a greiz ma c’halon
C’houi eo Doue ma C’hrouer, c’houi zo den eveldoun
O pegen bras karantez kemer hon sempladur
Hag er Sakramant santel beza hon magadur.
- Dister edoc’h en eur c’hraou e-touez al loened mut,
Dinerz, ouz ar Groaz staget, ha nac’het gant an dud ;
Aman pa sellan ouzoc’h, izeloc’h ho kwelan,
Pa selaou ma diouskouarn, mouez ebet ne glevan !
- A-dreuz d’ar spesou tromplus ma c’halon koulskoude,
Ho klask, ho kav, hoc’h anav, ma zad ha ma Roue :
C’houi eo bugel Betleem, micherour Nazared,
Prenour ha perc’henn ar bed, eil berson an Drinded !
- Pa sonjan ez oc’h Doue, e krenan dirazoc’h ;
Er c’hraou ha war an Aoter n’em eus ket aon ouzoc’h ;
Trugarez ’ta ma Jezuz, da veza diskennet
En hon touez, en iliz-man, ’vit chom ganimp bepred.
- Er park ’pad ma labouromp da c’hounit hon buhez,
Ho lagad tener hon heuilh dreist reier ha menez ;
Pa gemer hon izili diskuiz e-pad an noz,
Eus an Aoter ho sellou a bar war ar barroz.
- Kaer ’m eus, n’hallan ket tremen, nann, hep skuilha daerou,
Pa sonjan ’n ho madelez, ma Jezuz, ma Aotrou,
Pa welan ho karantez evit ar bec’herien
En ho kenver koulskoude ken dizeblant ha yen !
- D’eoc’h eo an erv hag ar greun, ar prad hag al loened,
Ni ’zo mevelien ho ti, gant eneou sklaset,
Sklaset dindan an avel a c’houez eus an ifern ;
Eno, mar n’hon diwallit, e kouezimp bern-war-vern !
- Mirit hon teod ’n hon genou evit na finvo ket
Da gomz dirak an nesa komzou an droukspered :
Renit hon daouarn, hon treid, ha dreist-holl hon ene,
Ma vo hon erv eeun ha leun ha kaer an eost goude !
- Ha goude beza poaniet dirazoc’h er bed-man,
Goude beza pedet stank en hoc’h iliz aman,
Dirak ho tron en Nenvou, d’eoc’h ni holl a gano
Kan an anaoudegez vat, ’vel ma kaner eno.
|