Me n’ vin na bêlec, na manac’h

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me n’vin Belek, na Manac’h.

1890  (Levrenn I, p. 150-152)



ME N’ VIN NA BÊLEC, NA MANAC’H
(ZON CLOAREC)
____


   Entre an dachen hac ar prat,
A zo eur pont, me oar er fad,

   Ha na n’eus den ’wit hen tremen,
Na gant eur bagad scolerien...

   Na d’an oferen-bred pa ’c’han,
Pater nac ave na laran,

   Nemet zellet dreist bec ma scoa
Eur plac’hic a ra ma hol joa.

   Me wel ma dous ’n creiz an iliz,
Ken caër hac aour pe flourdeliz ;

   Eur c’hoeff batist zo war he fenn,
Zo coustet seiz scoet ar walenn ;

   Eur c’hoeff bihan zo dindan-han,
Dantelezet euz ar c’haëran ;

   Cotillonen zo dindan-hi,
Ha daou vord arc’hant warnezhi ;

   Eur roben ru, bet ’an douar ;
A greiz ma c’halon me hi c’har !

   — Dâlet arc’hant en ho codel,
Hac et d’ar scôl da Landreger ;

   Hac et d’ar scol da Landreger :
Bezet bêlec ’roc dont d’ar gêr.


   — Miret hoc’h arc’hant en ho ialc’h !
Me n’ vin na bêlec, na manac’h.

   Tôlet ma levrio bars en tan,
Pe ho roët d’am breur bihan ;

   Pe ho reit d’an neb a garfet,
Rac ’wit bêlec me na vin ket !

   Me n’ vin na bêlec, na manac’h,
Ma c’halon a c’houlen eur plac’h ;

   Eur plac’hic coant euz a Gerneo,
Glaz he lagad, melen he bleo ;

   Ha mar n’am be ket anezhi,
Preparet ma c’hroas-nouen d’in !


Jan-Yvon ar Maillot. — Priel.

______________