Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/II
(p. 7-18)
ar c’homzou-ze, an daou labourer a droc’has ar gomz da vestr Pierrès, hac unan eus anezo a lavaras dezàn :
— Eleal, ho sempldet a zo caer, gant e deca, e myria, e hecto... Ha neuze, piou a lavar dêc’h e zeo surroc’h ar muzuriou nevez-se eguet ar re ancien, a blich d’ar barner guelvet faus ?
— Ia, faus hac incerten, hep nep titr font, hep moyen da assuri an dalvoudeguez ; e lec’h ar mètr, fondamant ar system nevez, o veza lennet demeus an natur, a chom fix ha divariant.
— Na ententàn netra e qementse oll ; ho system, ho natur, ho mètr, a zo gregach evidomp.
— Ma, gregach eta ; mes me ya d’en explica dêc’h evit an ezeta : Dre system ec’h ententer an assamblach demeus a lodennou unanet evit formi un dra hepqen.
— Se zo c’hoas gregach evidomp.
— Anavezout a rit-u labouriou an douarou ?
— Ia michanç, pa zeo güir e talc’homp douarou.
— Neuze e tleit gouzout penos ar memes parc, en ur certen nombr a vloaveziou, a dle beza hadet, pe en melchen, en güinis, segal, qerc’h, güinis-du, patates, pe a un dra benac all. Ar gombineson-se a labouradur a hanver system a regou-an-trevad.
— Compren a rêr se.
— Evelse e lavarer system metric, evit henvel an assamblach eus ar poeziou hac ar muzuriou tennet deus ar mètr.
— Neuze eta, petra eo ar mètr, ha penos e zeo divariant ?
— Qementse na expliqer qet en diou gomz : ret eo dabord compren penos, evit ma vezo loden un dra divariant, ma vezo an dra-se en ur fêçon ne ello qet e-unan chench. Evelse, dre exempl, mar muzurit gorre ho parc gant ur reglen houarn pe güevr, pehini na elfe na cresqi na diminui, e zoc’h certen da gavout just termennou ho parc.
— An draze a zeblant sclêr avoalc’h.
- Dre ar memes rêson eo, evit rei ur muzur d’ar Franç, e zeus muzuret var ur spaç niverus eus an douar, fondamant divariant deus ar vam-muzur, eus a behini e zeo tennet ar muzuriou all, hac a zo hanvet mètr, pe unite naturel, abalamour ma zeo bet qemeret eus an natur, en muzurach an douar, ar pez a offr ar grouidiguez a vrassa d’an den, a certena, a divarianta.
— Ellout a refet-u explica demp penos e zeus ellet muzuri an douar evit formi ho mètr ?
— Histor ha detaill ar muzuradurez bras-se hor c’hundufe re bell ; en em gontantomp da c’houzout penos an dud sqiantet bras pere a voar assuri demp en avanç ar poent just demeus an eclipçou, o deveus ellet muzuri reizamant ar c’hart demeus a dro ar bed.
— Ha petra a brouv qementse ?
— Gortozit ur moment. Ar c’hart deus an dro-se o veza reizamant muzuret, e zecmillionvet loden a zo bet hanvet mètr, muzur principal, eus a behini an hirder a zo eta evit güir ingal d'an daou-uguentvet millionvet loden demeus a oll dro ar bed, a behini en oll a zo divanc.
— Eleal, honnes a zo un ide gaer !
— Muioc’h eguet un ide eo ; beza e zeo ur feat, ur virionez : evel œuvrach Doue, pehini en deveus grèt an ên hac an douar, ar mètr a zo sacret ; n’en deo qet un hirder convenet, evel troad Charlamagn pe brec’h Napoleon, nac ur reglen pehini a ell en em alteri ; ar mètr, dleout a ran e repeti, eo an elemant demeus an oll muzuriou ; deus e hirder eo e furmer ar muzuriou lineer ; demeus ar mètr carre e rêr hini ar gorre ; demeus ar mètr cub (c'hoec’h façaden carre evel un dinç), re ar gontenanç ; anfin, deus à boez ur volum dour ingal da gub ar c’hanvet loden eus ar mètr e zeus formet ar gram, pehini eo an elemant eus an oll boeziou.
Ul lezen e deveus consacret an operation vras pehini e deveus roet ur muzur güirion ha naturel, anzavet gant ar rêson, constatet dre ar c’harculiou, hac ar muzur-se a zo bet dediet d’an oll amzeriou, d’an oll bobliou [1]
Ar mètr e platin, metal divanc, a zo bet deposet, er gampr al lezennou, evel goechal e Rom modelou ar muzuriou a vije deposet er c’hapitol, hac ar mètr model-se a zo bet hanvet etalon prototyp ; ar mètr anfin, va mignonet, a zo ur monumant na ell biqen mancout, offret da gommerç ar bed oll, hac unan eus ar gloriussa disoloidiguez eus ar Franç, dleet d’ar c’hantvet diveza.
— Qementse oll a seblant deomp caer, mes n’en em goncev qet qen êzet evel el lavarit.
— Sonjal a rit-tu penos me va-unan e meus e gomprenet diouc’h-tu ? Ar speret na disa qet oll en un tol ; an nep a zesq lent, a zesq assuretoc’h eguet un all ; an application a ra an den savant, ha cetu eno perac ar feneant a vezo atao ignorant.
— Hac ar pez a zisqer re brim a ancounac’her er memes tra ; se eo ar pez, na hean mestr scol va c’hommun da repeti, pehini en em disfi atao demeus a vemor ar vugale.
— Un den a sqiant vad eo ; ne ouzer qet an traou pa na ouzer nemet ar gueriou.
— Evelse, Autrou, eme unan eus al labourerien, eus a behini an tal hac an daoulagad a zisqeule an habitud eus ar reflexion, e pedin ac’hanoc’h da zont c’hoas var hoc’h explicationou. Concev a ràn ervat ar mètr evel muzur a hirder, mes evit ar re all hac evit ar poeziou, ne meus evit c’hoas nemet un ide dister avoalc’h diouto.
— Mont a reomp d’o sclerât ha da fixa an ideou qenta-se, en eur heuill termeniou al lezen fondamental [2] ; qemerit ur c’hrayon ha merqit.
Evit muzuriou ar gorre, evit an douarou, e zeus grêt ur muzur hanvet ar, ingal, en carre, da zec mètr a gostez.
— An draze a goncever ervat.
— Grêt e zeus, evit muzuri particulieramant ar c’heuneud da zêvi, ur muzur ingal d’ar mètr cub, pe, mar qerer, eus a ur mètr en teir gostezen, hirder, ledander ha dounder ; hac ar muzur-ze a zo bet hanvet stèr.
— Mes mar en deus ar c’heuneud ouspen ur mètr a hirder ?
— Neuze ar montanchou a zo disquennet e proportion, en hevelep fêçon da bresanti atao ar mètr carre.
— Evit an traou berus, ar greuniou, hac evit an traou sec’h, e zeus composet ur muzur eus a behini ar gontenanç a zo eus ar c’hub deus an decvet loden eus ar mètr ; hac ar muzur-se a hanver litr.
— Guelet a ràn ervat penos ar mètr a reol an oll muzuriou ; mes evit ar poeziou, e rancfen caout explicationou all.
— Ezet e vezint. Demeus ar c’hantvet loden eus ar mètr e zeus formet ur c’hub ; carguet e zeo bet a zour pur, pe rentet e temperadur ar scorn teuz hag ar boez eus an dour-se a zo bet hanvet gram.
— Evelse eta, dour ordinal, yen pe dom, na elfe qet servich da anavezout reizamant ar poez contenet en ur c’hub ?
— Nan, rac an dour hac an traou berus o deveus pepini eus anezo ur bounerdet particulier, pehini a chench, herves an temperadur.
— Nac a brecautionou evit traou qer dister !
— Traou qer dister ! Noc’h eus-u qet contet c’houi etrezoc’h, marc’hadourien, peguement cant greunen hed a vuioc’h pe a nebeutoc’h a rafe, epad ar bloa, ebars en ur muzur eus a behini en em servichfet cant guech bemdez ?
— Güir eo ze, hac ec’h ouzomp un dra benac var guementse.
— Er c’hredi a ràn.
Hac an daou ozac’h en em lacas da c’hoarzin.
— Rêzon vat eta zo d’oc’h evessât, da ober attantion varnoc’h evit hoc’h interest commun, hac evit ampech procejou evel an hini e zoc’h o paouez coll ho taou. Gouezit eta penos ar muzur leal a zo, evel ar güir, instituet evit avantach an oll.
— Ia, Autrou, pepini e voüir.
— D’accord ; mes gouezit ive penos peb güir a impos un dever, un obligation an eil en andret eguile. Poursuomp hon examin, eme mestr Pierrès.
Ar muzur a hirder a hanver | mètr. |
An hini a horre | ar. |
An hini a solidite | stèr. |
An hini a gontenanç | litr. |
An hini a boez | gram. |
Rac se, pemp hano principal da zelc’hel. Evit nebeut ho pe memor, an dra-se a vezo qen êzet dêc’h, m’en em disting peb seurt muzur d’ar c’hlêo dre ur son particulier. Ha ne deo qet simploc’h an draze egüet an niver eus an hanoyou ancien, a hend all seulvuioc’h danjerus, ma na sinifie qet alies ar memes guer evit sinifia ar memes tra.
Güir ê e zeo ret gouzout ouspen cant hano a vuzur hac a boez evit ober ar c’hommerç er Finister, e Costez-an-Nord hac er Morbihan hepqen ; mes ivez, penos planta er penn ho deca, ho myria, ho hecto ?
E lec’h ar c’hant hano-se a vuzuriou, eus a bere e comzit, ne meus nemet daouzec, eus a bere ec’h ouzoc'h dija ar pemp qenta, hac an daouzec guer-se a lavaro tout.
— Penos ? pas muoc’h ? Nebeut eo évidomp, ni pere a dle anavezout oll gantoniou Breiz.
— Pas muioc’h, va mignonet. Alon, merqit anê.
Deca, pehini a sinifi dec | 10. |
Hecto, pehini a sinifi cant | 100. |
Kilo, pehini a sinifi mil | 1000. |
Myria, pehini a sinifi dec mil | 10,000. |
Ar peder sinification-se a gantite a hanver multiplou, rac en eur unani anê pe d’an unite fondamantal, pehini eo ar mètr, pe d’an eilvedou uniteou pere a zo tennet diouto, da c'houzout eo : ar, stèr, litr, gram, e presanter, dre ur guer composet, an uniteou differant-se qen alies a vech evel m’en disqeus an denominatoret deca, dec ; hecto, cant ; kilo, mil ; myria, dec mil.
Un daulennic vian pehini a meus em godel, hac euz a behini e roin copi dêc’h, a zisqeulo en e oll application ar sytem ; ar pez a lavarer d’an daou-lagad dre scrit en em gav atao d’an ezom, elec’h ar c’homzou a nich en ear. [3]
— Cetu aze hac a zo lavaret mad ; mes pere eo an tri guer pere, gant an nao all a ouzomp dija, a dle completi an daouzec guer nevez a ra hoc’h oll affer, hac a rê demp qement a aoun ?
— An tri guer-se a hanver diminutivou.
— Petra eo un diminutif ?
— Un esprimidiguez pehini a zisqeul ar biander a dost pe an nebeuta brasder demeus a un dra : evel demeus a ur yar e zeus grêt ur yaric ; demeus a ul loë e zeus grêt ul loëic ; un oan, un oanic.
— An dra-ze a gonçever.
An diminutivou a deca, dec ; a hecto, cant ; a kilo, mil, o deveus an avantach bras da ziviza an nombrou dre decvedou, cantvédou ha milvedou, pa n’en deveus ar zero nemet ar galloud da vultiplia dre dec an nombrou da bere e zeo unanet.
— Ha pénos e hanvit-u an diminutivou-se ?
— O henvel a ràn deci, çanti, milli.
— Cetu aze, Autrou, n’en deo qet gregach a grenn, hac e tevinàn ractal penos an draze a sinifi decvet, cantvet, milvet.
— Mad evelse ; mes grit an application eus a ze d’ar mètr pehini a dremen arauc tout.
— An draze a ra deci-mètr, çanti-mètr, milli-mètr.
— Hac ar gram ?
— Deci-gram, çanti-gram, milli-gram.
— Matoc’h c’hoas, va mignonet. Entent a rit-u mad bremâ an avantach a ro evit ar gontchou an diminutionou hac ar multiplou pere en em applic d’an oll muzuriou evit diminui an nombr pe e gresqi demeus a un decvet, a ur c’hanvet, a ur milvet ? Er muzuriou a hirder, dre exempl, e lec’h toazennou, troatadou, meutadou, lignennou, n’oc’h eus mui nemet un urz a zivizion dre dec, dre gant, dre mil, merqet reizamant var ar muzur : hac evit conta, peguen êzet, dre ne zeus mui nemet diou golonen chiffrou, e lec’h teir, e lec’h peder !
— Se zo güir, gouscoude. Mes, penos, d’hon oad, e teufemp da zesqi un arithmetic neve ?
— N’eus qet a arithmetic neve, rac n’eus qet a nombrou neve, nac a c’halloud neve : ar fêçon da garculi a chom ar memes tra, sepet an application neve, pehini en rent ezetoc’h, ha qen simpl, ma zon certen e tisqot anê gant ho mestr scol, en diou pe deir guentel.
— D’am oad, mont da guemer qenteliou ! eme unan eus ar goaset.
— Ar vuez a zo un discadurez cuntinuel, eme mestr Pierres ; re eurus c’hoas pa n’hon eus qet da zizisqi ar pez a zo faus evit e ramplaci dre ar pez azo güir. Tremenomp adare bremâ en hor memor ar pez hon eus expliqet.
— Selaou a reomp.
— Evel na zeus nemet ur justiç evit an oll, ha ma zoar oll ingal dirac ar justiç, e vez disurz ma rënfe ur poez hac ur poez all, ur muzur hac ur muzur all : talvoudec eo d’an ezetamant, da surete afferaou ar c’hommerç, ma rënfe ar memes poeziou ha muzuriou en oll vroyou.
— Ni garfe ervad se, rac pa hon eus pe hed, pe amann, pe anfin ur varc’hadourez all benac da voerza, e zeus contchou eus an diessa da ober.
— Joaüs bras oun demeus ho tistro d’ar rêson, pehini a fell e servichfe d’ar re all ar pez a zo mad evidomp, evit ma en defe pepini e loden.
— Qementse zo ententet mad.
— Poursuomp, va mignonet. Gouzout a rit penos ar mètr...
— Eo tad ar poeziou hac ar muzuriou.
— Mad evelse ; hac ouspen, e zeo divariant.
— Evel an douar muzuret gant an dud savant.
— Gouzout a rit c’hoas penos e zeus formet muzuriou, en eur disconta demeus e lodennou cubou pe carreou decimal ; rac se an ar a zo cant mètr carre ; ar stèr, ur mètr cub ; penos al litr a represant contenanç ar c’hub eus a un decvet eus ar mètr ; ha penos anfin, ar gram, bepret buguel d’ar mètr, a represant poez ur çantimetr cub a zour ; penos ar c’hilogram, pe, mar qerit mil gram, a represant, dre ar memes princip, poez an dour dastumet ebars un decimètr cub, pehini eo al litr.
Ar pez a gomz d’an daoulagad, en em angrav güelloc’h er speret ; ober a ràn eta presant dêc’h demeus a un daulen, e pehini e velot represantet ar pemp unite a form ar system metric. [4]
— Bremâ, pa velomp anezo, netra na ell laqat o ancounac’hât.
— Mes sonch oc’h eus-u ivez en daouzec guer principal pere a servich da applicalion ar systèm metric decimal ?
— Perac e hanvit-u an daouzec guer-ze principal ?
— Abalamour en eur unani anê ouz o c’hombina, e formont re all.
— Compren a reomp : hecto, cant ; ar, cant mètr carre ; hectar, cant güech cant mètr carre, pe dec mil mètr carre.
— Mad evelse, va mignonet ; me ho trugareca ervad. Lavaret a remp eta en em gompos ar systèm demeus a zaouzec guer, hac e c’houlennen ouzoc’h ha c'houi a elle o repeti din en o urz.
— Dies bras e ve ; an dra-se en em vrouill c'hoas en hor penn.
— Evit renta an dra-se sclêroc’h da gompren, e tivizimp ar gueriou-se e teir loden, evellen :
Ar c’henta a zisqeus ar pemp unite a vuzur hac a boez a anavezit dija qer reiz : mètr, ar, stèr, litr, gram, evit formi ar muzuriou a hirder, a c’horre, a solidite, a gontenanç, hac a boez.
An eil loden eus ar gueriou nevez a zisqeuz ar pêvar nombr decimal : deca, hecto, kilo, myria, evit multiplia hep nep differianç an uniteou metric dre dec, cant, mil, ha dec mil.
Anfin, an deirvet loden a zisqeuz an drivet nombr divizer pe fractioner decimal pere hon eus hanvet deci, çanti, milli, evit disqeuz an decvet, ar c’hantvet, pe ar milvet loden eus ar mètr, ens an ar, eus ar stèr, eus al litr, eus ar gram. Ha n’en deo qet qementse oll simpl bras ? Daouzec guer evit represanti hano ar muzuriou, deus o multiplou, deus o fractionou ? daouzec guer repetet dre all, hac eus a bere ar sinifianç a zo ar memes tra e Montroulez, e Castel, e Landivisiau, e Landerne, e Lesneven, e Brest, Qemper, Guened, Sant-Briec, Guengamp, Landreguer, Lannion, ha dre oll : daouzec guer anfin, adoptet gant an estranjourien, hac int a ell beza ignoret gant ur güir Breiziad ?
- Ni zo deus hoc’h avis : an dra-ze ne voa qet qer dificil.
— Ha penos sonjal, va mignonet, e zeo tud savant, tud puissant deus a Franç, pere a voar implija o güizieguez d’an traou burzudeta, o devije imajinet, pa zoa qestion eus a vuzuriou hac a boeziou, combinesonou compliqet na elje an oll compren ! Ne zeus netra a vad, a util, nemet ar pez a eller da zisqi ezetamant.
— Ia, pa zigüez da dud vad eveldoc’h caout ar vadelez da instrui tud ignorant eveldomp-ni.
— Lavarit qentoc’h : Pa gaver tud pere a fell dê ervad selaou ar guelennadurez a roer dê. Hep an attantion ne zisqer netra.
— Se eo ar pez a lavaràn bemdez d’am bugale intourdi, pere a zistro diouz ar scol qer scanv a ziscadurez evel pa voant e vont.
— Cetu eta c’houi certen mat demeus a utilite hac eus a simplicite ar system decimal demeus ar poeziou ha muzuriou ?
— Ia certenamant. Ho trugareeat a reomp deus hoc’h explicationou, hac ho pedomp da rei deomp an tamic paper ho poa promettet deomp.
Amâ, mestr Pierrès a roas dezo taulen ar muzuriou leal.