Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/III
(p. 18-20)
n eur baea al litr güin, ar c’helennour afêçon a reas observi d’an daou ozac’h penos e ve en vean ar muzur hac ar poez ingal, ma na ve qet ivez ar moneiz ; rac, emezàn dezo, ar moneiz pe ar paper pere a represant e dalvoudeguez, a zo evel ar c’hontrepoez deus an traou a verzer, deus al labouriou a rêr, deus an transportchou, deus ar servichou ; anfin, demeus a guement tra a rêr e pris a arc’hant.
— Penos hon eus-ni ellet ancounac’hât ar poent qen necesser-se ?
— Al lezennourien o deveus pourvezet dre lezen font ar system : ar franc eo an unite eus ar moneiz, divizet en decimou ha çantimou. Evelse ive, peseurt facilite admirabl evit an oll gontchou !
— Pell amzer zo e santomp se.
— Mes, anavezout a rit-u ar rapport a zo etre ar moneiz hac ar poez ?
— Da betra e ve mad se ?
— Dabord da anavezout talvoudeguez leal ar moneiz-se, eus a behini peb den en deus ar güir da exija an appoent, mar deo alteret : rac se, ne zeus nemet paea dêc’h cant franc, pe en peziou a unan, a zaou pe a bemp franc ; dre ma tle ar c’henta eus ar peziou-se poeza lealamant pemp gram, an eilvet dec, hac an drivet pemp-varnuguent, e tleit receo un anter kilogram pe pemp cant gram, hac oc’h eus ar güir da exija an nombr a c'hramou a vancfe evit peur-ober ar poez fixet. Er memes tra eo deus ar moneiziou all.
— Ha c’houi elfe rei demp taulen ar rapportchou demeus ar speçou differant o deus cour e Franç, gant indication o foez ?
— Gant plijadur vras ; cetu-hi amâ : [1]
— Ho trugarecât a reomp ; an draze a ell servich da ziou dra : dabord evit constati poez ar sommou a recever ; goude, pa doueter var poeziou ar varc’hadourien, var creyer ar brenerrien amann, ha var an oll muzuriou, ec’h eller ober ar gomparêson, da behini n’en em depordent qet. Gant arc’hant er godel, pepini a ell en em assuri eus a ze. Certenamant, ar system metric a zo un dra gaer ; evelse ive me rayo e respeti er gommun e pehini e zon mêr.
Evelse eo e teuas, ouz en em renta d’ar virione ha da breuvennou mestr Pierrès, ar c’hossa eus an daou den-mâ da veza diouc’h-tu ar ferma souten demeus a un institulion « eus a behini ar gonception a enor ar muia ar speret humen, hac a behini an destinadurez a zo da zont da veza commun d’an oll nationou. [2] » Se a voe vœu Napoleon, pehini a felle eul lezen, ur poez, ur moneiz dindan mercou differant. [3]