Meulomp e pep amzer

A. Prud’homme, 1934  (p. 21-22)



N° XVIII. — Meulomp e pep amzer.
Ton : XVII


Diskan

Meulomp e pep amzer
Kalon Jezuz hon Salver.



1

Me ho meul, o ma Jezuz,
C’houi hoc’h eus ma c’hrouet,
C’houi hoc’h eus ma frenet,
C’houi am mag, o ma Jezuz

2

Mil bennoz d’eoc’h, o Jezuz.
C’houi a zo ma fastor,
C’houi a zo ma zenzor
C’houi ’zo ma holl vad, Jezuz.

3

Pec’het em eus, o Jezuz,
Alies em buhez :
C’houi hoc’h eus bet truez
Ouz-ma stad, o ma Jezuz.

4

Ma ene paour, o Jezuz,
Ganeoc’h ’zo bet gwalc’het,
Breman eo kaer-meurbet
Dre ho kras, o ma Jezuz.

5

Ma skoazellit, o Jezuz,
Ar rest eus ma deiziou,
E-kreiz ma holl boaniou,
Bezit ganin, ma Jezuz.

6

Hastit, hastit, o Jezuz,
Terri ma chadennou :
Na pegoulz en Nenvou
Ho meulin, o ma Jezuz.

7

Meuleudi d’eoc’h, o Jezuz,
Dre-holl, e pep amzer ;
C’houi ken mat ’n hon c’henver,
Meuleudi d’eoc’h, ma Jezuz.